GWELEAD MENEZ DOL (IL-HA-GWILEN)

ul lec’hienn eus Henoadvezh ar maen krenn tost (tro 110 000 bloaz) ha ganedigezh an arkeologiezh ragistorel
Aozer : Jean-Laurent Monnier / Gouere 2020
Diwar ar furchadennoù bet graet e 1872 hag e-doug ar bloaz goude er gwelead ragistorel a-bouez-se, ez eus bet nevezadurioù bras a-fed arkeologiezh.

Tro-dro d’an diviz

E-kreiz an diviz bras a voe en xixvet kantved diwar-benn « Kozhizion an Den» hag el lusk a ro lañs d’ar Ragistor e bro-Frañs, e kaver meur a lec’hienn eus Torosad an Arvorig. War ar memes tro, ha gwechoù ‘zo abretoc’h c’hoazh, e oa bet sachet evezh ar geologourien hag ar geografourien gant gouelezennadoù ar pevare hoalad, framm stratigrafiek gweleadoù Henoadvezh ar maen (ar paleolitek). Ken abred ha 1869 e voe embannet e Matériaux pour l’Histoire primitive et naturelle de l’Homme deskrivadur lec’hienn kentañ «Henoadvezh ar maen»  e Kornôg an Arvorig : ar Roc’h Toull e Gwiglann (Bro-Leon). Da neuze ne veze ken met un nebeut bloavezhioù ‘oa ma oa bet savet gant Jacques Boucher de Crèvecœur (lesanvet de Perthes) teorienn gentañ «Amzer ar Ragistor» e 1864. Nebeut-tre goude an teoriennoù gwallreuziek-se a glaske adsevel ar c’hronologiezhioù kentañ, e voe mare an dreuzfurmadurourien. E 1861, pa voe studiet mougev Aurignac, e teuas a-benn Édouard Lartet da gendrec’hiñ ar re ziwezhañ na felle ket dezho krediñ betek-henn e oa bet eus tud da vare ar pevare hoalad. Hag etre 1869 ha 1872, gant Gabriel de Mortillet – hag a oa ivez diazezour e 1864 ar c‘hentañ gelaouenn gouestlet d’an enklaskoù ragistorel e bro-Frañs, ur gelaouenn anvet Matériaux pour l’histoire positive et philosophique de l’Homme – e voa savet ur sintezenn klok-tre eus an amzerioù ragistorel, hag e teuas diwar-se «Amzer ar Ragistor» da vout emdroadurour (1883).

Pa ‘z eo bet anavezet ha diorroet ar Ragistor evel skiant da vat eo

e krogas an enklaskoù diwar-benn Henoadvezh ar maen e Torosad an Arvorig. Ha lod eus al lec’hiennoù a studier an deiz hiriv c’hoazh a zo bet e kalon ar furchadegoù kentañ : traonienn an Erve (Mayenne), Menez-Dol (Il-ha-Gwilen) pe Koad-ar-Roc’h (Aodoù an Arvor).

 

Bloaz goude kavadennoù doktor an Hir, E. Fornier, ur ragistorour amatour all, a anavezas mein benet e-touez an objedoù bet degaset dezhañ gant an Ao. Gervaise, letanant-mor entanet bras gant ar vaenoniezh. Eus trowardroioù Koad-ar-Roc’h, e-tal Dinan, e teue ar c’havadennoù-se. Gant Fornier ha Micault e oa bet sinet ar pennad-skrid kentañ diwar-benn ar gwelead-se, ur pennad bet skrivet evit Kendalc’h skiantel bro-Frañs bet dalc’het e Sant-Brieg e 1872. Tostaet eo bet an ostilhoù e maen-krag lufret ouzh «marevezhioù» kentañ Oadvezh ar maen, a veze rannet dija gant Gabriel de Mortillet, etre mare «Sant-Acheul» hag hini ar  « Moustiers ». Ul lec’hienn ledan eo, dindan an amzer , eus ar strollad Mousterian, gant e vinviji mein daoudu, strollad anavezetañ evit mare Henoadvezh krenn ar maen en Arvorig, bet studiet meur a wech abaoe m’eo bet dizoloet. Lec’hienn Kervouster e Gwengad (Penn-ar-Bed), bet diskoachet gant Halna du Frétay e 1888, a c’heller lakaat er strollad-se ivez.  Gant Fornier ha Micault e oa bet meneget e dibenn o c’hounskrid «ur gavadenn dedennus» e-doug an hañv 1872.

 

Bloaz goude, d’ar 17 a viz Mae 1873, ur brezegenn dirak Kevredigezh emuladur Aodoù an Hanternoz graet gant Simon Sirodot a sklerijennas gwelloc’h ar gwelead en doa diskoachet. Kelenner war ar zoologiezh ha dean skol-veur Skiantoù Roazhon e oa Sirodot, hag anavezet e oa evit e labourioù war ur vezhinenn ruz a gaver en dour dous (batrakosperm). Simon Sirodot n’en deus ket e bar e-touez arkeologourien Breizh an xixvet kantved. Naturour a stummadur e oa, ha pa reas war-dro gwelead ragistorel Menez-Dol e tiskouezas pegen spis ha digor war an nevezentioù e oa e spered, pezh na veze ket gwelet kalz e-touez ragistorourien bro-Frañs da neuze. Daou zanevell-skrid diwar-benn Menez-Dol a lakaas embann neuze er gazetenn gentañ gouestlet d’ar ragistor e bro-Frañs, e 1875 hag e 1878. Div notenn diwar-benn « Essai d’organogénie du système des dents mâchelières du Mammouth » a voe lennet e-doug dalc’hioù Akademiezh ar skiantoù. Koulskoude ne c’hellas ket e labourioù mont hebiou d’an tabut a-ziwar «Kozhizion an Den » enebet ouzh « kronologiezh ar Bibl », un tabut a zeue en-dro ingal en xixvet kantved, hag a chomas bev ur pennad mat a amzer c’hoazh, daoust da skiantoù ar ragistor o c’henel, ha daoust ma oa bet anavezet Den ar pevare hoaled, e 1860. Skrivet gant an abad Hamard da skouer, daou bennad-flemm o oa o fal tagañ  ar gronologiezh bet diazezet e Menez-Dol. En e raok e oa bet Valroger e 1876. Mat-tre e voe degemeret labourioù Simon Sirodot e kelaouennoù arbennikaet war an arkeologiezh ar mare koulskoude.

Nevezadur arkeologel Sirodot

Etre an 12 a viz Even hag an 30 a viz Gwengolo hag e-doug ar bloaz goude e reas Sirodot furchadegoù e Menez-Dol. Abalamour d’ ar furchadeg-se e voe rasklet stank un dachenn ha toullet don pevar c’hev. Evel-se e c’hellas sevel tresoù stratigrafek. Un emzalc’h dibar e voe evit ar mare, pa ne veze betek-henn dastumet ar bravañ objedoù nemetken, hep teurel kont eus en-dro al lec’h ma vezent kavet. Un nevezadur all a ranker menegiñ eo en defe savet plañioù, a-droc’h hag a-skerb, diouzh al live ha gant ur chadenn vetrour, pezh a ro deomp teuliadoù resis-tre. En tu all d’ar roadoù stratisgrafek e tastumas e-doug ar furchadegoù-se un niver bras-tre a eskern ha kailhastr pe sileks benet, a voe lakaet hep fazi er strollad «Moustiers». A-drugarez d’an dastumadegoù bet miret e mirdi Roazhon e c’hellas resisaat pe re a oa an eskern, hag anavezet e voent gantañ evit bezañ diouzh «Mare ar mammouted».

Meur a furchadeg ha meur a gavadenn

Ur c’heviadur nevez a voe kaset da benn gant Vayson de Pradenne e penn‑kentañ ar bloavezhioù 1920 war lec’hienn ar Menez‑Dol, met hep na vefe kavet tra ebet a‑bouez. Ma oa bet ur skouer furchadegoù an dean Sirodot, ha nevezour zoken, ne voe degaset netra war dachenn an enklaskoù arkeologel gant al labourioù digempenn da-heul. Gwashoc'h zo, distrujet e voe pezh a chome eus ar gwelead ha degaset kemmeskadoù e-leizh. Ha ma c’hellomp kenderc’hel hiriv an deiz da studiañ ar gwelead eus ar c’haerañ‑se, ez eo a‑drugarez d’ar rentaoù‑kont resis bet savet gant Sirodot, met ivez a‑drugarez d’an dastumadennoù bet miret e Skol‑veur Roazhon1 hag e mirdi an Den.

 

Gant studi ar stad m’eo bet miret an eskern eo bet lakaet splann e oa warno merkoù bet graet gant an den. Ar merkoù-se a zo, da skouer, rezennoù an digigennañ, laosket gant dremm an ostilhoù kailhastr, kleizhennoù an divellañ, darnoù eskern devet hag eskern bet torret a‑ratozh (en o zouez eskern moustr‑treid kezeg). Kailhastr eo kazi an holl ostilhoù bet kavet e Menez‑Dol, pezh a ziskouez e veze aez a‑walc’h en em bourvezañ ; anv zo aze eus bili bet dastumet war an aod d’ar mare‑se (moarvat e veze Jerzenez stag ouzh an douar‑bras da neuze). Aroueziet eo gant kailhastr benet e mod «levallois», gant e raklouerioù niverus a bep seurt doareoù, savet mat‑tre, ha dreist-holl gant ostilhoù niverus o dremm adkempennet war‑gej, paneveken begoù saezh mousterian. Liammet eo ostilhoù Menez-Dol ouzh ar re mod « Charentien » e stumm « La Ferrassie ».

 

War lein leuniadur Kev-Sant-Brevalaer e Jerzenez, e goueledenn marevezh diwezhañ ar Skorn-bras, ez eus bet kavet ostilhoù heñvel a-walc’h ouzh re Menez-Dol, daoust ma n’int ket benet kement e mod «levallois». Peuzheñvel eo ivez al loened a gaved eno, pa veze mammouted, frikorneged gloanek, kirvi ruz, yourc’hed, kirvi-erc’h, kirvi megaseros, gourejened, bleizi-broc’hed, bleizi, war-bouez arzhed ar c’hevioù koulskoude.

Menez-Dol, karvan ur bleiz. - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier
Menez-Dol, lodenn eus  kildant ur mammout. - CNRS/UMR6566 J.L. Monnier

LEVRLENNADUREZH

  • Sirodot S., « Conférence sur les fouilles exécutées au Mont-Dol (Ille-et-Vilaine) en 1872 », Mémoires de la Société d’émulation des Côtes-du-Nord, 1873, t. 11, p. 59-108.
  • Monnier J.L., « La station paléolithique du Mont-Dol (Ille-et-Vilaine) », Les Dossiers du Centre régional archéologique d’Alet, 1980, C, p. 3-20.
  • Monnier J.L., Falgueres C., Laurent M., Bahain J.J., Morzadec-Kerfourn M.T. & Simonet P., « Analyse des données anciennes et contributions nouvelles à la connaissance et à la datation du gisement moustérien de Mont-Dol (Ille-et-Vilaine) », in Baie du Mont-Saint-Michel et Marais de Dol, milieux naturels et peuplements dans le passé (L. Langouët & M.T. Morzadec-Kerfourn, dir.), Les Dossiers du Centre régional d’Archéologie d’Alet, Saint-Malo, 1995, suppl.. R, p. 3-26.
  • Chaline J. & Monnier J.L., « Une faune à lagurus d’âge post-Brörup dans le site moustérien du Mont-Dol (Ille-et-Vilaine) », Quaternaire, 1976, 47, p. 95-98.
  • Simonet P. & Monnier J.L., « Approche paléo-écologique et taphonomique de la grande faune du gisement moustérien du Mont-Dol (Ille-et-Vilaine, France) », Quaternaire, 1991, t. 2, p. 5-15.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité