Harz-labour al laezh, ur stourm benelour ?

Aozer : Jean-Philippe Martin / Du 2022

Heverk eo ar perzh bras hag oberiant bet kemeret gant ar merc’hed e harz-labour al laezh. Peogwir ez eo al labourezed-douar a gustum goro ar saout, n’houllont ket dioueriñ ur paeamant reizh evit o laezh. E-pad ar stourm-se e vo sammet gant lod anezho ar roll a zo bet o hini a-gozh : pourchas boued d’o gwazed. Sachañ en-dro ar ribod kozh evit ober amann a raio lod all, pe gwerzhañ al laezh, kuit na vo re galet efedoù ar stourm war yalc’h an tiegezh. Oberoù emren a gasont da benn, dreist pep tra : stankañ o hent d’ar c’hirri-samm ha sevel manifestadegoù, dic’hortoz an niver a dud enno. D’an 23 a viz Mae emaint o vanifestiñ a gantadoù e Landerne dirak ar c’hooperativ hag e Kemper dirak labouradeg Entremont. Gant produerien deuet ivez da c’houde, setu ma ya ar manifesterezed tre e-barzh an embregerezhioù-se da c’houlenn kontoù digant o renerien. D’an 28 a viz Mae e Brest en em gav ur miliad a vaouezed hag a vugale e-barzh ur meeting hag un dibunadeg war-lerc’h. D’an 30 a viz Mae, e Gwitreg (Il-ha-Gwilen), en em vod kant maouez bennak dirak ur c’hooperativ evit diskouez o c’henskoazell gant paotred harz-labour al laezh. Mont a ra lod anezho da vanifestiñ gant ar wazed, pelloc’h, ha kemer ar gaoz zoken, evel Marie-Renée Morvan. Oberoù ar merc’hed, enep lezenn a-wezhioù, o deus distrujet krenn ar c’hlichedoù liammet ouzh o jener, ken splann ma oa da welet ar spered stourm a oa enno. Kement-mañ a vez embannet gant kelaouennoù ar sindikadoù un tammig goude. Dre an harz-labour « o deus bet tro […] ar merc’hed da zont er-maez eus o roll dister – ober ar pezh a vez goulennet ganto ober – evit dont da vezañ anavezet evel labourerezed » sed al lenner war Le paysan morbihannais e niverenn Mezheven-Gouere e 1972. « Herezh ur vaouez, gwechall, a oa chom dilorc’h hag izel he stad, […] hiziv avat e fell d’al labourerezed-douar bezañ maouezed hag a vev en dinentez », sed a skriv Marie Cabon diouzh he zu war kelaouenn FDSEA Penn-ar-Bed e miz Mezheven eus ar bloaz-se. Un « emsavadeg merc’hed » eo bet ivez harz-labour al laezh, hervez ar stourmerez-se. Un emsav benelour peizant zo o tiflukañ diwar ar maez e Breizh.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Philippe Martin, « Harz-labour al laezh, ur stourm benelour ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 24/11/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/harz-labour-al-laezh-ur-stourm-benelour

LEVRLENNADUR

  • BERLAN Martine, « Un théâtre de l’ambiguïté : les manifestations », p. 187-232, dans ALBERT Christiane, BERLAN Martine, CANIOU Juliette, PERROT Martyne, (sous la dir. de) LAGRAVE Rose-Marie, Celles de la terre. Agricultrice : l’invention politique d’un métier, Paris, Éditions de l’École des hautes études en sciences sociales, 1987.
  • MARTIN Jean-Philippe, Des « mai 68 » dans les campagnes françaises ? Les contestations paysannes dans les années 1968, Paris, L’Harmattan, 2017.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité