Implijidi dilhaderezh ar c’habigoù

Aozer : Pascal Aumasson / Du 2022

Goude ar brezel  e oa bet meur a intrudu gant embregerezhioù Kerne, douget gant an ardivinkaat, evel-se eo aet bonederezh Le Minor e Gwidel (Mor-bihan) da sevel kabigoù glas-martolod pe ruz, hep doubladur, hag e steudadoù bihan. War al labour emañ an atalieroù-se hiriv an deiz c’hoazh. Er Vro-Bagan, diouzh an tu all, e veze kemenerezed ha kemenerien o sevel kabigoù evit al labour bemdeziek er vro-Bagan, kabigoù savet diwar danvez prenet digant stalioù evel Santez Aogustinez e Brest, Landerne ha Landivizio, Corfa e Brignogan pe Peron e Landerne. Dalc’het ez eus bet soñj eus an Itron ar Gwenn a veze graet « Bonich an nich » anezhi, eus Tereza Hugenn e Plougerne, eus stal Leon Laurent, eus an aotrou Manant, eus Saig Labous, hini diwezhañ eus ul lignez a gemenerien eus Kerlouan, pe c’hoazh eus Framig, an aotrou Lossouarn eus e anv, staliet e Plouneour-Trez.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Pascal Aumasson, « Implijidi dilhaderezh ar c’habigoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/11/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/implijidi-dilhaderezh-ar-c-habigou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité