Kontadenn ha mojenn : pegen disheñvel ?

Aozer : Fañch Postic / Genver 2017

Pa vez anv eus kontadennoù e vez gwelet sklaer a-walc’h eus petra zo kaoz, diouzhtu e teu da soñj d’an dud eus marvailhoù gant boudiged, evel re Grimm pe re Perrault… Kerkent emañ ar selaouerien e-barzh ur bed a faltazi, lakaet war wel alies gant an implij a vez graet eus geriennoù digeriñ ha klozañ. Skoueriet boutin an tudennoù (Luduennig, Kroc’henig pe Kroc’hen Azen…), diresis al lec’hioù hag an amzer. Gant kement tra, pa vo lavaret, e vez pellaet ar selaouerien eus ar bed gwir, seul welloc’h a se evit degas dezho, dindan ur golo a vurzhudoù hag arouezioù, a bep seurt mennozhioù, kredennoù, pe gouiziegezh ha n’hallfent ket bezañ dispaket en digor. Perzhioù reizhiñ ha deskoni ar c’hontadennoù zo bet diskouezet splann gant ar bredelfennerien. Abred-tre o deus bet taolet pled ouzh ar c’hontadennoù, ha dreist-holl ez eo diwar embannadenn The Uses of Enchantment gant Bruno Bettelheim e 1975 - troet e galleg La Psychanalyse des contes de fées e 1976 – e voe kaset da benn studiadennoù niverus diwar-benn perzhioù deskoni ar c’hontadennoù (seksualegezh hag all).

Pa vez anv eus mojennoù avat, ne vez ket gwelet hanter ken sklaer eus petra zo kaoz. Un tamm mesk ha mell ar pezh a vez anvet dindan an termen-se. A-wezhioù e vez kinniget ar mojennoù e stumm testenioù war-lerc’h traoù bevet, dezrevellet gant unan kar-tost ha n’oufer lakaat e lealded en arvar e mod ebet, neuze e tispleger enno ar bed tro-dro, e-serr lakaat war wel an dañjerioù zo ennañ, ha diskouez a-benn ar fin gant peseurt hent e ranker mont. Ar mojennoù zo anezho respontoù akomod ouzh goulennoù, ha betek ouzh ankenioù buhez mab-den. Gant ar resis ma vez deskrivet enno al lec’hioù, an amzer, an dud a zo e-kreiz ar gaoz, ha kement zo, e klasker ober gwrioù e-barzh bed gwir an amzer vremañ, kement ha diazezañ seul welloc’h gwirionded ar mojennoù-se. Tra ma ’z aer da vat diouzh kostez an ijin hag ar faltazi er c’hontadennoù, er mojennoù er c’hontrol e vez dalc’het ul liamm strizh ouzh ur c’horn-bro, ur maeziad, ul lec’h ma chom c’hoazh war wel roudoù hag a zo evel kement a destoù : tra-penn d’an dra-se e vez lakaet ar mojennoù da dalvezout war tachenn ar glad ha hini an touristerezh, ha graet enor dezho e meur a lec’h hag e meur a droiad da heul mojenn pe vojenn. Poellgor pe komite-rannvro an touristerezh en doa lakaet 2006 da vezañ bloavezh ar mojennoù e Breizh.

« Les Merveilles de la nuit de Noël (Burzudou Nedellek) »

« Burzhudoù Nedeleg »

Profet e oa bet an engrav-mañ da rakprenerien ar Foyer Breton gant Emile Souvestre e 1844. Warnañ e weler « Burzhudoù Nedeleg » : an Ankoù gant e garr, ha dindan an douar ar boudiged a-zehoù hag ar c’horriganed a-gleiz e goudor o zaol-vaen... Tudennoù hag a gaver holl, ingal, e-barzh kontadennoù ha mojennoù Breizh. Ar pezh a felle da Emile Souvestre skrivañ, dre embann e Foyer Breton, oa  « Mil nozvezh hag unan » e vro-Vreizh.
Dastumad Mirdi Breizh, Roazhon.

.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Kontadenn ha mojenn : pegen disheñvel ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/01/2017.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/kontadenn-ha-mojenn-pegen-dishenvel

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù