Lec’hioù-vakañsiñ nevez-savet, daleet o digoradur

Aozer : Johan Vincent / Mezheven 2020

Lec’hioù-degemer nevez a voe digoret memestra daoust d’an diasur ma oa an traoù. D’an 10 a viz even e voe digoret un dachenn gampiñ bet postet 150 000 lur enni gant komun Konkored ha kement all gant ar Stad ha Kuzul an Departamant asambles o-daou. Eno e c’helle ar veajourien ober o mad eus strinkadennoù dour tomm, logelloù en em ziwiskañ sko oute ha kement aezamant zo tout, goulou tredan e pep lec’h, ur bratell goudoret, ul lenn-dour bet stanket a-ratozh ur planken-splujañ ouzh he balirañ hag ur vag dre lien da vont da c’hoari martolodig warni. Broudañ an douristelezh war ar maez an hini a oa d’ober eno evel ma teuas da vezañ un tamm e pep lec’h e Bro-Frañs adalek ar bloavezhioù ‘68-se, kuit a chom da grazañ evel ur vlonegenn dibrenn he genou dindan an heol splann. Ha miret al lec’h-mañ, kerkent ha digoret, gant Kevredad Breizh ar c’hampiñ hag ar c’haravanenniñ evit e emgav bloaz.

Moarvat e voe daleet digoradur lec’hiennoù all abalamour da darvoudoù miz mae. E Sant-Nazer avat e voe aloubet kambreier kreizenn dudi Bonne Anse gant bugale trevadennoù Laon ha Strassburg, deuet betek eno dre vertuz an eskemmoù etre broioù ar menezioù ha hini ar mor… anez gortoz an digoradur ofisiel d’an 8 a viz gouere. Ha pa ne voe ket lakaet darvoudoù miz mae e kaoz dre ar seizh avel e voe c’hwitet deroù ar c’houlzad gant meur a stal memestra. Tachenn gampiñ Minazen, da skouer, war glann ar Blañvezh e Kistinid, ne voe digoret nemet d’an 30 a viz gouere, ken e rankas an Ao. ar Moenig, kuzulier kanton, kas e vakañsoù pelloc’h evit bezañ war al lec’h c’hoazh. War a seblant ne voe ket digoret an dachenn-se, plas enni evit 300 a dud o kampiñ hag un toullad skefien ouzh he c’hae-goad, keit ha ne voe ket bet lidet an traoù evel ma oa dleet.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Johan Vincent, « Lec’hioù-vakañsiñ nevez-savet, daleet o digoradur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/06/2020.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/lec-hiou-vakansin-nevez-savet-daleet-o-digoradur

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité