Lise arnodel Sant-Nazer

Aozer : Hubert Chémereau / Meurzh 2022
Lise anavezetañ Sant-Nazer eo moarvat, dre m’eo un nevezadenn bedagogel er Frañs, diazezet da vat e pedervet kêr Breizh abaoe 40 vloaz m’eo staliet. Ur skol doare nevez eo al lise Arnodel ha doa digoret he dorioù e miz C’hwevrer 1982 da heul trec’h an tu kleiz en dilennadegoù prezidant.

Ur soñj bet diwanet er bloavezhioù 1960

N’eo ket war-lerc’h miz Mae 1968 ma oa bet savet al Lise Arnodel, en desped d’ar gredenn voutin, met e-mesk birvilh ar bloavezhioù 1960, e kalon Kêriad skolioù Aristide-Briand e Sant-Nazer, ha pa oa bet digoret homañ e 1959 e oa hini vrasañ Breizh. Ganet eo ar raktres gant kejadenn daou gelenner yaouank bet anvet en aber ar Stêr Liger : André Daniel ha Gaby Cohn-Bendit, engouestlet ma oant o-daou er Skol Digaezhet. Ha diwar ar gejadenn-se ha skoazell ur rouedad kelennerien kendrec’het gant an hentenn Freinet, eo diwanet ur preder hir war ar sevel ul lise hag a vefe en eilpennvan eus ul «lise-kazarn».

Siwazh, keit ha ma oa stanket ar jeu en Deskadurezh Stad goude darvoudoù miz Mae 68, ne oa ket posupl lakaat an ensavadur da ziorren. Gwashoc’h zoken war-lerc’h miz Mae 68, evel ma lâre André Daniel : « Evel ma lâras deomp ar rener pa oa adkrog ar c’hentelioù e 68, chom a ra dasparzh ar gelennerien en o c’hlas unan eus brientoù rener ar skol, padal e kinnigemp dezhañ ur skipailh evit kenlabourat war ur strollad klasoù. » Ne voe ket digalonekaet an daou «sac’h trubuilh-se» a zalc’has start d’o mennozh, kalonekaet ma oant gant birvilh ar mare, kreñv dreist-holl e Breizh da vare ar Revival (adginivelezh) sevenadurel. Hag ouzhpenn-se e oa un endro a-vat e kêr Sant-Nazer, dre ma oa ur c'hreñvlec'h sokialour anavezet-mat evit e hengoun a nevezadurioù sokial.

10 a viz Mae 81, deuet ar mor d’ar pesked

Da heul an holl vloavezhioù-se a breder hag eskemmoù e teu er-maez ur raktres lise «mod-all» prest da vezañ implijet. E-kreiz entan miz Mae 81, e ya Gaby Cohn-Bendit hag André Daniel d’un emgav gant ministr nevez an Deskadurezh Stad, Alain Savary, hag a ro dezho ul «lizher digor» evit sevel ul lise a vo graet «arnodel» dioutañ.

Evel ma lâre c’hoazh André Daniel, « Alain Savary a zo bet gouest da glevet ac’hanomp p’hon eus goulennet digantañ gellet degas liesegezh en hor raktres. En e lizher bet kaset d’ar ministr ha bet embannet e Libération, Gaby a gomze e anv an deskarded hag ar gelennerien a felle dezho bevañ ar skol en ur mod all. Abalamour da se ne oa ket deuet mat ar ger «arnodel», bet ijinet gant un enseller Akademiezh karget da reiñ ur framm melestradurel d’an afer, ha degas a ra un tamm kemmesk e spered an dud hiriv c’hoazh. ».

Digoradur e miz C’hwevrer 1982

Laouen e oa memestra an daou gomper gellet tennañ gounit eus an degouezh kaer evito gant trec’h an tu kleiz… rak buan e vo skubet en-dro. Pa oa sañset digeriñ al lise nevez e penn-kentañ ar bloaz 1982 o doa labouret start o-daou e-doug mizioù evit kavout ur savadur ha lakaat al lise da vezañ anavezet gant an danvez liseidi. Soñj-mat en deus André Daniel eus mare o zregontvet deiz-ha-bloaz : « Dav ‘oa kaout mennozhioù sanket don, bezañ dibreder a-walc’h, met ivez kaout skiant-prenet solut evit kaout c’hoant sevel ul lise er c’hiz nevez ! Savet eo bet neuze, a-grip hag a-grap, e savadurioù strewet, evit degemer liseidi a bep korn ar Frañs : rebelled n’heller ket diren, kollet ganto pep spi hep bezañ bet o tizoleiñ ar bed bras, tud yaouank dilezet...» Soñjet eo bet al lise-se evel un dazeiled evit ar gelennerien erru faezh gant ar sistem skol evel m’emañ hag evit deskarded ken aheurtet all ouzh aotrouniezh an ensavadur. Ha m’eo enframmet mat al lise e kêr Sant-Nazer abaoe ar bloavezhioù 2000, e-pad pell amzer en deus bevet en un aergelc’h enebet un disterañ eus tu an ensavadurioù lec’hel, aotrou maer Sant-Nazer an hini kentañ anezho, Joel Batteux (Strollad Sokialour eus tu Chevènement), erruet e penn an ti-kêr e 1983, ha ne wele aze nemet un dornadig tud dijaoj, ha kelennerien er-maez ar jeu.

Abaoe ar bloavezhioù 1990 eo staliet al Lise Arnodel e diabarzh an Ostel kozh ar Gompagnunezh Hollek Treuzatlantel. Luc’hskeudenn gant Hubert Chémereau.

Lise XP, emrenerezh war bep live

Spered ar grouerien n’eo ket aet da get hiriv an deiz. Evel ma veneger war lec’hienn internet al Lise XP (evel ma vez lavaret gant e izili) : «Meret e vez al lise gant div strollegezh war al lec’h, Izili ar Skipailh Kelenn (ISK) hag al liseidi o-unan. Adalek ar gegin, ar sekretouriezh, en ur dremen dre ar c’hempenn hag ar c’hentelioù, pep hini zo e karg eus pep tra, n’eus ket a hierarkiezh ! ». War-lerc’h 40 vloaz mont en-dro e kendalc’h al «Lise XP» d’en em azasaat ha da ijinañ doareoù nevez evitañ, e-kreiz un endro a vez bepred o tiorren. D’al liseidi e vez kinniget pleustroù keodedel koulz hag anaoudegezhioù hollek evit sevel ar bed a rankint bevañ ennañ. Diorren a reont eskemmoù etrevroadel gant liseidi a vez e ensavadurioù damheñvel, dre Europa dreist-holl. Hag evit ober ur serr-lagad da lec’hiadur al lise e Breizh ez eus bet roet un anv e Brezhoneg da gelaouenn al lise, «Lise Arnodel».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Lise arnodel Sant-Nazer », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/03/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/lise-arnodel-sant-nazer

LEVRLENNADUR : 

 

  • Bernard Régis, Closquinet Jean-Paul et Morice François, Chroniques ordinaires d’un lycée différent, Paris, L’Harmattan, 2007.

  • Cohn-Bendit Gabriel, Pour une autre école. Repenser l’éducation, vite !, Paris, éditions Autrement, 2013.

  • Daniel, André, « Saint-Nazaire : le Lycée expérimental n’est pas un enfant de 68 », Revue Place publique Nantes-Saint-Nazaire, n°9, mai-juin 2008, p. 63-66.

  • Kérouanton Joël et le Lycée Expérimental de Saint-Nazaire, Balises Xp, Lille, éditions Nuit Myrtide, 2009.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité