Mirdi Kompagnunezh Indez an Oriant… e Porzh-Loeiz

Aozer : Gael Briand / Gwengolo 2020

Emañ Mirdi kompagnunezh an Indez, un emsavadur dibar anezhañ, e kreiz kastell meur Porzh-Loeiz, ar c’hreñvlec’h postek a warez ode-mor an Oriant. Test eo an dastumadegoù a zo ennañ eus liammoù kreñv istor kêr an Oriant gant ar mor hag ar c’henwerzh.

E 1966 e tiflukas ar soñj krouiñ ar mirdi-se pa savas kêr an Oriant un diskouezadeg vras diwar « An Oriant hag ar mor » evit lidañ tri c’hant vloaz ar gêr, ur plas bras enni da Gompagnunezhoù an Indez. O welet ar berz he doa graet an diskouezadeg e teuas ar c’homite aozañ da vezañ « Kevredigezh mignoned porzh an Oriant, a voe roet dezhi da bal brudañ dastumadegoù ur mirdi da zont : mirdi Kompagnunezh an Indez anezhañ. E 1973 e stagas ar c’huzul-kêr e gezeg war ar c’harr o tegas arc’hant bras awalc’h da brenañ pezhioù nevez evit astenn an dastumadegoù ha, pevar bloaz war-lerc’h, o tivizout staliañ ar mirdi da zont e kreiz kastell meur Porzh Loeiz, gant asant ar morlu a oa ennañ c’hoazh.

Ne oa ket diabeg choaz ar c’huzul-kêr avat. Er bloavezhioù 1970 e rankas bro an Oriant talañ ouzh diaesterioù armerzhel bras, enket ar pesketaerezh ha koazhet flodad ar morlu eno dre ma oa bet kaset ul lodenn vat anezhañ da Vrest ha da Doulon, d’ur mare ma ne oa ket pare goulioù an Eil Brezel Bed evit c’hoazh. Digoriñ dor nevez an douristelezh d’an armerzh e talveze krouiñ ar benveg prizius-se eta, stag ouzh istor meurdezus Kompagnunezh an Indez. Treiñ ar bajenn e oa ivez war un hir ha poanius a brantad, hini adsavidigezh kêr an Oriant war-lerc’h bombezadegoù an Eil Brezel Bed. Rak kemer a reas mirdi Kompagnunezh an Indez lerc’h mirdi kêr an Arzoù-kaer, bet digoret e 1878 ha distrujet penn-da-benn e 1943.

En hañv 1984 e voe digoret ar mirdi a-benn ar fin, ha lidet e voe an digoridigezh-se ez ofisiel ur bloaz war-lerc’h, e miz du 1985. Nevesaet e oa bet penn-da-benn e 2007 ha berz a ra dibaouez abaoe.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Mirdi Kompagnunezh Indez an Oriant… e Porzh-Loeiz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/mirdi-kompagnunezh-indez-an-oriant-e-porzh-loeiz

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité