Mogerioù-kreñv Konk-Kerne : ar Gêr-gloz a-hed ar c’hantvedoù

Aozer : Manuelle Aquilina / Genver 2017
Mogerioù-kreñv meurdezus ar Gêr-gloz, roudoù ar c’houlz ma oa Konk-Kerne ur c’hreñvlec’h, a sav a-us d’ar mor a c’hronn anezhe. Meur a wech, a gantved da gantved ez eo bet adkempennet ar mogerioù-kreñv-se, bet savet da goulz brezelioù ar Grennamzer, kent bezañ lakaet war renk ar glad hag ar savadurioù istorel e deroù an XXvet kantved.

Amzer an emgannoù

C’hoantaet en doa dug Breizh kemer harp war ur c’hreñvlec’h en arvor Kerne-Izel. Diwar neuze e voe tonket « Konk-Kerne », karreg Konk anezhi, gronnet gant ar mor hag al lec’hideg e genou ar Moroz, da blasenn-difenn an dugelezh. En XIIIvet pe er XIVvet kantved (ne ouier ket re vat) e oa bet savet ur voger vein en-dro d’ar gêr, kement ha solutaat c’hoazh gwarez ar garreg. Kloz e voe kêr gozh Konk-Kerne adal neuze.

Penn-kêr unan eus dalc’hoù an duged e oa Konk-Kerne kent bezañ lakaet war renk kreñvlec’hioù Breizh adalek 1355, kement ha diskouez he fouez strategiel. E 1341 e voe fiziet ar gêr en ur goarnizon saoz gant Yann a Voñforzh, kent bezañ skarzhet alese e 1373 gant Bertand du Guesclin. Reiñ a ra danevell an teir arsailh a oa bet kaset da goulz ar seziz-se da soñjal e oa bet kreñv awalc’h ar mogerioù evit talañ oute. Adkempenn anezhe a oa bet ret ober avat er c’hantved war-lerc’h. Padout a reas ar chanter-se, bet boulc’het e-kreiz ar XVvet kantved, betek ren an duged Arzhur III ha Frañsez II. E 1489 e oa bet kreñv awalc’h al lec’h evit derc’hel penn pemzektez-pad ouzh arsailh soudarded roue Bro-c’hall.

Ur c’hreñvlec’h gronnet gant ar mor      

Pelloc’h evit ar Grennamzer e viras Konk-Kerne he renk a blasenn-vrezel, ken splann e oa talvoudegezh al lec’h. E dibenn ar XVIIvet kantved, etre 1692 ha 1699, e voe gwellaet kastellig ar porched-kêr ha beg an Houarn-marc’h diwar urzh Vauban, dre ma roe ar Gêr-gloz harp da difenn aodoù su-Breizh. Miret e voe ha dalc’het en he rez betek dibenn an XIXvet kantved gant ministrerezh ar brezel a reas ur c’hazarn eus ul lodenn anezhi hag ur magazin pourvezioù brezel eus al lodenn all. War zisteraat ez eas he dalvoudegezh difenn avat, betek mont da get abalamour da araokadennoù ar ganolierezh e fin an XIXvet kantved. Petra ober gant ar mogerioù-kreñv-se neuze, pa ne dalvezent ket d’ar brezel ken ?

Toull-dor kêr-gloz Konk-Kerne, ravalin (hanter-loar) ha tour ar Gouarnour. Kartenn-bost Villard. Cartolis

Ar mogerioù-kreñv lakaet da savadurioù istorel

E 1898 e reas ministrerezh ar brezel e soñj gwerzhañ lodennoù eus ar Gêr-gloz pa ne oa ket ur blasenn vrezel anezhi ken. Ha sach ha bount neuze, bloavezhioù-pad, etre meur a ensavadur engouestlet e dazont mogerioù-kreñv Konk-Kerne : ministrerezh ar brezel ha Kêr Gonkerne da gentañ-penn ; ministrerezh an arzoù-kaer hag an deskadurezh publik goude-se adal ma oa bet kaoz lakaat anezhe war roll ar savadurioù istorel.

E rentañ-kont divizoù Kuzul-kêr Konk-Kerne an 19 a viz du 1998 e kaver meneg eus « ur c’hlemm a-enep gwerzh ar Gêr-gloz » :

«  Ar c’huzul-kêr en e bezh a sav a-du gant sinerien ar c’houlennaoueg digant an aotrou ministr ar brezel evit mirout ouzh ar moc’haj a vefe anezhañ gwerzhañ ar mogerioù-kreñv ; a c’houlenn a-unvouezh ma ne vo ket fiziet gant departamant ar brezel gwerzh ar mogerioù-kreñv e melestradurezh Madoù ar Stad, diwar an abegoù bet displeget c’hoazh war ar c’houlennaoueg bet sinet gant 263 eus anezidi ar gêr-mañ ».

Petra oa ar c’houlennaoueg-se ‘ta ?  Piv en doa roet lañs dezhi ? Diaes goût e gwirionez. Meneg zo, en ur pennad bet embannet er gazetenn Le Finistère d’an 18 a viz C’hwevrer 1902, eus ur gumuniezh livourien-arz, stag ouzh meteier parizian zo, hag int o chom e Konk-Kerne ha tro-war-dro, sot gant maezioù ar vro ha gant ar Gêr-gloz. Dindan gwask an anezidi hag an arzourien eta e tivizas ministrerezh an arzoù-kaer hag an deskadurezh publik, d’ar 27 a viz C’hwevrer 1989, kement-mañ : « a-du gant an ali bet embannet gant komision ar savadurioù istorel… ez eo lakaet mogerioù-kreñv kêr Gonk-Kerne war roll ar savadurioù istorel ». War a ouzer, ne voent ket enrollet ac’hann da 1913 avat. Diwar neuze ne voe ket gouestlet ken mogerioù-kreñv Kêr-gloz Konk-Kerne d’ar brezel, savadurioù istorel anezhe, anavezet o c’hened hag o zalvoudegezh arzel gant an holl, gant hec’h anezidi koulz hag an douristed a zeu bremañ da weladenniñ kêr an arz hag an istor a zo anezhi.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Manuelle Aquilina, « Mogerioù-kreñv Konk-Kerne : ar Gêr-gloz a-hed ar c’hantvedoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/01/2017.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/mogeriou-krenv-konk-kerne-ar-ger-gloz-a-hed-ar-c-hantvedou

Levrlennadur

  • Aquilina Manuelle, « "Murs de ville" à Quimper et "fortifications" à Concarneau : destins croisés de remparts médiévaux », Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne, Actes du congrès de Concarneau, tome 85, 2007, p 39-55.
  • Lemaître Louis-Pierre, Concarneau, Histoire d’une ville, Plomelin, Éd. Palantines, 2003.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù

Dielloù e liamm war Bretania.bzh