Galloud a reer kompren gouiziegezhioù tud ar vro war ar bed bev o koublañ an etno-ekologiezh gant an etno-yezhoniezh hag o studiañ ar yezh hag ar rummadoù biologel a vez implijet gant an dud. Lod eus ar rummadoù a gaver e Breizh-Izel evit envel ar plant a ziskouez pegen breizhat e oant e sell ar beizanted a-wechall. E bro Lannuon e komz ar vrezhonegerien eus plantennoù « gall » hag eus plantennoù « breton ». En anvioù teir flantenn e kaver ar ger-termenañ gallek pe gall. Graet e vez « lann-gallek » eus Ulex europaeus, a veze gounezet evit boueta ar c'hezeg gwechall. Met « lann-brezhonek » a vez graet eus Ulex gallii, ar re ouez, pik, arouez ar plant n'heller ket ober seurt ebet ganto. « Kraoñ gallek » a vez graet eus frouezh ar gwez a veze plantet ha gounezet e-tal an tiez. « Kraoñ kelvez » pe « kraoñ garzh », avat, a vez graet eus frouezh ar gwez gouez a boulz e pep lec'h. Ar « geot gall » a zo gramineged naturel na vezont debret nemet gant ar c'hezeg, a oa uhel o statud en atantoù, pa nac'he ar saout debriñ anezho.
Ar ger-termenañ « gallek » a ziskouez eo uhel statud plantennoù gounezet 'zo, pa n'eo ket hini plantennoù damheñvel, gouez, naturel er vro, a vez roet an anv « brezhonek » dezho. Nepell eus Lannuon, e Tredraezh-Lokemo e klever ar memes enebiezh etre an « douaroù gallek », douaroù pinvidik ma c'heller gounit gwinizh enno, hag an « douaroù brezhonek », douaroù paour a oa mat evit ar gwinizh du. An doareoù da envel ha da renkañ an endro a oa bet un danvez arouezel evit an identelezh negativel o doa produet an dud diwar ar maez warno o-unan e Breizh-Izel.