Plant « gall » ha plant « breton » : tud ar vro o sellout outo o-unan

Aozer : Laurent Gall / Gwengolo 2025

Galloud a reer kompren gouiziegezhioù tud ar vro war ar bed bev o koublañ an etno-ekologiezh gant an etno-yezhoniezh hag o studiañ ar yezh hag ar rummadoù biologel a vez implijet gant an dud. Lod eus ar rummadoù a gaver e Breizh-Izel evit envel ar plant a ziskouez pegen breizhat e oant e sell ar beizanted a-wechall. E bro Lannuon e komz ar vrezhonegerien eus plantennoù « gall » hag eus plantennoù « breton ». En anvioù teir flantenn e kaver ar ger-termenañ gallek pe gall. Graet e vez « lann-gallek » eus Ulex europaeus, a veze gounezet evit boueta ar c'hezeg gwechall. Met « lann-brezhonek » a vez graet eus Ulex gallii, ar re ouez, pik, arouez ar plant n'heller ket ober seurt ebet ganto. « Kraoñ gallek » a vez graet eus frouezh ar gwez a veze plantet ha gounezet e-tal an tiez. « Kraoñ kelvez » pe « kraoñ garzh », avat, a vez graet eus frouezh ar gwez gouez a boulz e pep lec'h. Ar « geot gall » a zo gramineged naturel na vezont debret nemet gant ar c'hezeg, a oa uhel o statud en atantoù, pa nac'he ar saout debriñ anezho.

Ar ger-termenañ « gallek » a ziskouez eo uhel statud plantennoù gounezet 'zo, pa n'eo ket hini plantennoù damheñvel, gouez, naturel er vro, a vez roet an anv « brezhonek » dezho. Nepell eus Lannuon, e Tredraezh-Lokemo e klever ar memes enebiezh etre an « douaroù gallek », douaroù pinvidik ma c'heller gounit gwinizh enno, hag an « douaroù brezhonek », douaroù paour a oa mat evit ar gwinizh du. An doareoù da envel ha da renkañ an endro a oa bet un danvez arouezel evit an identelezh negativel o doa produet an dud diwar ar maez warno o-unan e Breizh-Izel.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurent Gall, « Plant « gall » ha plant « breton » : tud ar vro o sellout outo o-unan », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2025.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/plant-gall-ha-plant-breton-tud-ar-vro-o-sellout-outo-o-unan

LEVRLENNADUR :

Gros Jules, Dictionnaire breton-français des expressions figurées. Le Trésor du breton parlé, deuxième partie, Emglev Breizh, Morlaix, 1989.

Gall Laurent, « Le badume naturaliste de paysans de haute Cornouaille. Approche ethnolinguistique et ethnoécologique », in Costaouec Denis et Solliec Tanguy (dir), Actualité de la recherche sur le breton et les langues celtiques, Emgleo Breiz, Morlaix, 2015.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù