Pennad 1 - Ar Gwenn-ha-Du

01 - Ar Gwenn-ha-Du

Gwelet e vez e pep lec'h, war an tachennoù sport koulz hag er manifestadegoù. Un arouez a-bouez-bras eo deut ar Gwenn-ha-Du da vezañ evit ar Vretoned. Ken brudet eo hiziv ken e soñj gant lod zo bet dioutañ a-holl-viskoazh. Gwir pe gaou ?

Gwir Vretoned

Kinniget e vo ur rummad 12 filmig 2 vunutenn pep hini bep bloaz. Respontoù da c’houlennoù zo e vint, ur seurt « foer ar goulennoù » war Vreizh.

Da skouer : e Breizh emañ Naoned ? Penaos e vez distaget ar brezhoneg ? Petra eo ar Gwenn-ha-Du ? Ar c’hoefoù e Breizh…

Produet gant

Bretagne Culture Diversité, LB Krouiñ ha rouedad ar chadennoù TV lec'hel.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité