Pennad-stern: Reolennoù diazez

Aozer : Aurélie Épron / Du 2016

War e sav hepken e vezer o c'houren. E bal a zo diskar e eneber, o reiñ ul lamm dezhañ, da lavaret eo lakaat anezhañ war e gein. Tapout a ra ar c'hourenerien krog e roched o eneber, a-us hag adalek ar gouriz. Gant o zreid e c'hellont klask ober taolioù biz-troad, gwintadenn pe klikedoù. Dindan ar gouriz e raer klikedoù evel-just. Pa daoler e eneber d'an traoñ e ranker mestroniañ e lamm, evit e surentez koulz hag evit disoc'h ar c'hrogad. Berzet e vez nep feulster, dre gomz pe dre gorf. Nac'hañ ar c'hrogad a vez kontet evel ur fazi ivez . Bepred e rank ar gourener stourm, en em zifenn pe aotren bezañ taget.

Ur gwir arvest eo ur c'hrogad gouren, dre m'eo e bal teurel e eneber d'an traoñ dre ul  lamm, (war e gein kentoc'h eget war ul lodenn all eus e gorf), o kas d'e heul gwintadennoù estlammus a-walc'h a-wechoù, pezh a ra eus ar gouren un abadenn gaer evit an arvesterien.

Ar c'henstrivadegoù

En tu all d'an daou goulzad (hañv/goañv), e kaver meur a zoare kenstrivadeg :

  • Gourenadegoù goañv, pe « modern », e salioù (evel m'int bet diazezet gant C. Kotonneg e 1930) war ur pallenn : daeadennoù hiniennel ha dre skipailhoù, kampionad Breizh pre dre zepartamant.
  • Gourenadegoù hañv: pe dre lakaat an eneberien daou-ha-daou evel ma reer er sportoù-all (tennet e vez d'ar sord evel er salioù er goañv), pe en doare mod-kozh.

En daeadennoù « mod kozh » e c'heller gounit ur maout yac'h ha bev. Trec'h an hini a zeu a-benn da drec'hiñ tri eneber diouzh renk. Aze e rank ar gourenner bout gouest da verañ mat e strivoù met ivez da vont dreist e nerzh evit kas ar maout gantañ.

  • Kampionadoù Europa o vodañ un dek bro bennak gant o doareoù gouren pe back-hold (gouren bro-Skos) bep bloaz.

 Brezhoneg eo yezh an tredeoged hag ar gerioù teknikel.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Aurélie Épron, « Pennad-stern: Reolennoù diazez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/11/2016.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/pennad-stern-reolennou-diazez

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù