Petra eo ur vro ?

Petra eo ur vro ? Pegen lies eo ar respontoù pa vez savet ar goulenn-mañ !
Perak ez eo ar broioù e Breizh un dra gwriziet ken don e kalon an dud ? Deus pelec'h e teu ar santimant ken kreñv da vezañ eus "ur vro" ?
Ha deus peseurt broioù emaomp o komz ? "Hengounel", "istorel", "Voynet"...
Ha peseurt dazont evit ar broioù gant al lezenn NOTRe ?

Mikael ar Bihannic eus BCD-Sevenadurioù a ginnig deomp bep miz ur gevredigezh ezel eus ar bodad "Glad disanvezel" (pe PCI e galleg : Patrimoine culturel immatériel). Deus al lec'hienn Tamm Kreiz e vez kaoz ar miz-mañ, krouet 15 vloaz 'zo.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité