Repuidi Bro-Spagn e Breizh (1937-1940)

Aozer : Isabelle Le Boulanger / Gouere 2021
Etre 1937 ha 1939 e teuas 210 000 a Spagnoliz da glask repu e Breizh, kuit a c’houzañv eus ar brezel diabarzh a rae e reuz en o bro. Penaos e oant bet degemeret ? Penaos e oant lojet ? Pe re a oa bet emzalc’hioù ar Vretoned en o c’heñver ?

Penaos e oa repuidi Bro-Spagn en em gavet e Breizh ?

Da heul an taol-lamm bet roet d’ar Stad gant ar jeneral Franco d’ar 17 a viz gouere 1936 e voe kaset e reuz gant ur brezel diabarzh eus ar c’hrisañ e Bro-Spagn tri bloavezh-pad, keit ha ma talas ar Republikaned ouzh ar vroadelourien. Ken feuls e oa an emgannoù ken e tec’has miliadoù a Spagnoliz war-zu Bro-Frañs. Dre daou lanvad bras e tegouezhas ar repuidi-se en tu all d’ar Pirineoù. Euskariz hag Asturianiz a voe ar re gentañ en nevez-hañv 1937. O tec’hout dre ar mor e teuas ar Spagnoliz da vezañ kentañ boat-people an XXvet kantved, pell a-raok reoù Gevred Azia e fin ar bloavezhioù 1970. 120 000 a Spagnoliz an hini a zegouezhas evel-se e kement porzh aodoù Bro-Frañs ar Meurvor Atlantel. Da 45 departamant e voe roet urzh d’o degemer, pemp departamant Breizh en o zouez e lec’h e voe degemeret 4 500 anezhe.

E deroù ar bloavezh 1939 e tirollas an eil lanvad, hini ar Retirada, da lâret eo tec’hadeg veur ar Republikaned diouzh ar sponterezh hag al lazhadegoù kaset gant ar frankisted. 480 000 a Spagnoliz an hini a dreuzas ar Pireneoù war o zreid e-korf dek devezh dindan an erc’h hag ar bombezadegoù dibaouez. 77 departamant a voe lakaet war-ziwall gant ar Stad c’hall tapet berr evit degemer ar repuidi-se. 15 000 dioute a voe degemeret e Breizh a-bezh en ur ober ur sizhunvezh nemetken : merc’hed ha bugale dreistholl hag un nebeud gwersed mac’hagnet pe re gozh evit mont d’an emgann.

Al lojañ

Betek he fenn uhelañ e oa prederiet ar Stad gant degemer ar Spagnoliz, evit abegoù surentez paneveken. Karget e voe ar brefeded d’en aozañ evel ma karent pa ne oa nemet un urzh dre vras digant ministr an Diabarzh : degemer ar repuidi ar gwellañ ma c’halled, kuit a zispign en tu all d’ar yalc’hadoù bet termenet evit en ober hag o tiwall koulz yec’hed ha surentez an holl.

Renabliñ ar pourpezioù e lec’h ma c’helled degemer ar repuidi a voe kentañ kefridi ar brefeded, o kregiñ gant savadurioù an departamantoù, digoust ha aezet o merañ hag o diwall. Neuze e voe goulennet digant ar c’homunioù degemer repuidi d’o zro. Er c’hêrioù e respontas ar maerioù diouzh liv politikel pep hini anezhe, da lâret eo, dre vras, e nac’he reoù an tu dehou tra ma chome ar radikaled hag ar radikaled-sokialourien o revrioù etre div gador. Gant maerioù an tu kleiz avat e voent degemeret kerkent. War ar maez ne oa ket gwall brederiet ar maerioù gant ar politikerezh etrevroadel : pell e oa brezel Spagn diouzh toull o dor, ouzhpenn an diouer a savadurioù diac’hub eno.

Evit a selle ouzh ar yec’hedoniezh, diouzh Emglev etrevraodel 1926, e voe c’hwennet ha vaksinet an holl repuidi diouzh ar vrec’h pa dreuzjont an harzoù, sparlet e vezent daou-ugent devezh-pad kerkent ha degouezhet en departamant merket dezhe, ha kaset d’an ospital ma tiskoueze ur c’hleñved-red pe unan grevus bezañ krog enne. Eno e veze taolet pled oute bemdez hag a-dost gant medisined kent reiñ aotre dezhe da vont er-maez. Dindan evezh e oant ingal, kerkent ha treuzet ar vevenn gante, lakaet splann dezhe e oant war var bezañ taolet d’o bro en-dro ma tegouezhje gante disentiñ. Evite da sentiñ d’an urzhioù ne vezent ket aotreet da vont na da zont e Bro Frañs evel ma karent avat. Merket e veze un annez dezhe e komun pe gomun ha berziet e oa dezhe he c’huitaat anez kaout un aotre digant ar prefed. Dre ret e veze kaset kelou da gomiser ar polis ma tegouezhe an disterañ tra hag a lakae repuidi e kaoz.

An advroañ

Chom a reas repuidi 1937 e Bro-Frañs betek miz here. Neuze e voe roet urzh gant ar gouarnamant d’o c’has holl da Vro spagn en-dro war zigarez e kouste re ger o degemer. Mont a reas an holl Spagnoliz war o c’hiz eta, dezhe da choaz en em lakaat a-du gant ar vroadelourien pe gant ar republikaned. War-lerc’h ar Retirada, adalek miz ebrel 1939, e kasas ar gouarnamant ar repuidi all war o c’hiz ar buanañ ma c’halle war zigarez e oa echu ar brezel. Ne voe aotreet da chom e Bro Frañs nemet ar repuidi a c’helle prouiñ e oa o buhez en arvar ma tistrojent da Vro Spagn. Dre kelc’hlizher ar 5 a viz mae 1939 avat e voe berziet an advroañ dre ret gant Albert Sarrraut. En hañv 1939, bep ma tostae ur brezel all, en em gavas spered ar brefeded sammet gant raktres degemer repuidi da zont Biz Bro-Frañs. Neuze e savas mall enne kaout un dizober eus ar Spagnoliz, ha taeroc’h-taerañ e voe broudet ar re-mañ da zistreiñ d’o bro.

Pa sonnas kleier ar brezel e komprenas ar gouarnamant peseurt gounid a c’helle tennañ eus repuidi Bro-Spagn, danvez labourerien marc’had-mat anezhe. Statud reoliek an estrañjourien o vevañ e Bro-Frañs  a oa hiviziken hini ar re a oa c’hoazh en tu-mañ d’ar Pirineoù, ha klasket e veze o mirout gant ar memes re a lakae an hu warne kentoc’h. E Breizh e chome ur c’hant bennak a verc’hed, a vugale hag a gozhidi war gont ar Stad pa voe serret ar c’hampoù da vat d’ar 1 a viz even 1940. Tapet e oa bet gant an holl re all kavout fred, kuit a vezañ skatzhet. Ha int ha mont gant hent hir ha skosennek an envroelerezh gall. Buan e voe ankouaet gant an dud harlu ar Spagnoliz e Breizh kerkent ha degouezhet amañ repuidi Biz Bro-Frañs e 1939 hag e 1940.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Isabelle Le Boulanger, « Repuidi Bro-Spagn e Breizh (1937-1940) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/07/2021.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/repuidi-bro-spagn-e-breizh-1937-1940

Levrlennadur :

 

  • Dreyfus-Armand Geneviève, L’Exil des Républicains espagnols en France, Paris, Albin Michel, 1999.
  • Le Boulanger Isabelle, L’Exil espagnol en Bretagne, Spézet, Coop Breizh, 2016.
  • Peschanski Denis, La France des camps d’internement, 1938-1946, Paris, Gallimard, 2002.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité