Sans-Pitié ha Sans-Quartier

Aozer : Kévin Porcher / Meurzh 2022

Leviet e veze batimant Thomas Dulain, ar Sans-Pitié, gant 120-130 morlaer, hag e oa armet gant 12 kanol ha 12 perrier (kanol bihan a c’heller milinañ). Kement-mañ a roe dezhi ur c’halloudezh-tennañ da vezañ doujet, e-kichen al listri all a veze o verdeiñ er mor Karib. Rak an darn vrasañ eus bagoù an Antillhez ne oant ket armet, hag ar bagoù kenwerzh a zeue eus Europa a oa en o bourzh un dek kanol hag un tregont moraer bennak. E-skoaz ur vatimant morlaeron a oa en he bourzh, well-wazh, 16 kanol hag un ekipaj a 120 den. Ar Sans-Pitié moarvat, evel ar pep muiañ eus ar bagoù morlaeron, a oa anezhi ur bok, ur oueletenn pe ur vrigantenn suroc’h c’hoazh, da lavaret eo ur vag dezhi div wern, outo gouelioù karrez ha gouelioù kornek. Seurt bigi a oa barrek da argadiñ, ha war un dro o gouelioù a lakae anezho aes da leviañ ha d’ober tizh (tre 9 ha 14 skoulm, war a soñjer), sed aze perzhioù o doa ezhomm ar vorlaeron da gaout.

Diwezhatoc’h e pako Dulain ur vatimant all, anvet gantañ Sans-Quartier ha lakaet en he fenn unan eus e eilourien, Garnier. N’ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar Sans-Quartier, moarvat e tlee bezañ ur vag vihanoc’h avat. Meur a vag a oa gant ar vorlaeron peurvuiañ. Lod a veze dalc’het e-pad un nebeud devezhioù hepken, alies evit kas marc’hadourezh laeret pe prizonidi, da c’hortoz laosker ar re-se da vont. Dalc’her al listri-se e ratre ne oa ket aes, hep tamm porzh ebet d’o stagañ, ha gant se eo e-bourzh ar bagoù tapet gant ar forbaned e kavent o reizhoù, o rikoù (greiaj, fardaj, ostilhoù…) hag o boued ivez. Rak ar vorlaeron a oa anezho martoloded er-maez eus ar gevredigezh ha ne c’hellent kontañ nemet war ar mor evit preizañ o bevañs, dre heg atav.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Kévin Porcher, « Sans-Pitié ha Sans-Quartier », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/03/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/sans-pitie-ha-sans-quartier

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité