Sant Jaoua

Aozer : Victorien Leman / Mae 2022

Brudet eo Breizh evit he « sent » niverus, anezho tud deuet d’ar vro-mañ eus ar broioù tramor, Kembre pe Iwerzhon peurvuiañ. Kemeret o deus perzh, etre diwezh an Henamzer ha deroù ar Grennamzer, e skignadur ar feiz kristen hag e diazezadur ar parrezioù o deus roet he framm d’hor bro. N’eo anavezet ar pep muiañ eus ar sent-se neblec’h all nemet e Breizh ha biskoazh n’o deus resevet tamm anaoudegezh digant Roma. Ar c’hiz a zo renkañ ar sent-se e tri rummad : eskibien, ebed an abatioù bras, hag ar re a raed peregrini anezho hag a ouie beajiñ war vor ha war zouar a-benn klask ul lec’h peurvat evit pediñ ha prederiañ. Daoust dezhañ bezañ bet eskob e fin e vuhez, Jaoua (pe Jaouen, Jaoven, Joavan, Joeva, Yaoua, Yaouen) a vez renket en eil rummad peogwir e voe – hervez Sant Alberzh Veur (Albrecht von Bollstädt) – abad kentañ an abati diazezet gant sant Pol Aorelian e Daoulaz. Lusket evel ma oa gant albac’henn ar vuhez ermit, a oa bet pennabeg dezhañ da guitaat Breizh-Veur evit mont da avieliñ Breizh-Vihan, e vije aet Jaoua da chom da c’houde, a-hervez, e-barzh ur peniti demdost d’al lec’h a oa da vezañ parrez Plouvien diwezhatoc’h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Victorien Leman, « Sant Jaoua », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/05/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/sant-jaoua

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité