Sklaserezh porzh pesketa an Oriant

Aozer : Soazig Le Hénanff / Genver 2022
Abaoe miz Eost 2020 ez eo deuet sklaserezh ar porzh pesketa d’he c’hant vloaz. E-barzh ur steuñv broadel gall ledan e oa ar « fritur skorn »-se da vout : sevel ur chadennad a yenijenn etre Sant-Pêr-ha-Mikelon hag an debrerien pesked e Frañs – pesked tapet e-tal aodoù an Douar-Nevez – en ur dremen dre An Oriant. Daoust ma voe ar chadennad-se ur c’hwitadenn a-benn ar fin, ne voe ket disteraet evit kelo-se ar youl hag ar mennad kentañ a oa gant ar Stad c’hall. Setu ma voe digoret ar sklaserezh war an ton bras d’an 29 a viz Eost 1920, un deiz merket gantañ pazennoù kentañ un avantur vras a industriezh e porzh An Oriant. E miz C’hwevrer 1922 e voe lakaet ar savadur industriel-se e servij, an hini kentañ e Frañs o produiñ yenijenn, evel ur c’hannad eus ganedigezh ar porzh kentañ a besketaerezh industriel.

« Amañ eo, e bae Keroman, e savfen ar porzh, ha war ar garreg e beg La Perrière e savfen ar Sklaserezh ». Kerkent ha 1904, an ijinour Henry Verrière (1876-1965) a ijine, just a-walc’h, penaos e vefe stummet en amzer da zont « kêr ar pesked » e Keroman – a voe kaset da benn 14 vloaz war-lerc’h.

E miz Mae 1919 emeur krog da sevel ar sklaserezh e Keroman. Pevar zra zo afer da gaout er batis-se, savet gant ar gompagnunezh Sulzer : ober skorn, mirout ar skorn-se, e skignañ, ha skornañ pesked. Splann eo ar pevar implij-se pa seller ouzh talioù ar savadur. Er mogerioù war e dro ez eus nebeut-tre a doulloù, ha bihan anezho, evit dalc’her ar yenijenn e-barzh. Faoutoù int, tra ken, evel tarzhelloù e mogerioù an tri estaj kentañ, an estajoù evit mirout ar skorn hag evit ar skornañ. En estaj uhelañ eo e veze produet ar skorn. Hennezh a zeu un tamm sklêrijenn ennañ dre doulloù n’eus ket enno muioc’h eget 3m2 moarvat. Gant peder fignerez diavaez e c’helled pignat aesoc’h d’an estajoù, hag an dorioù e rez-an-douar a zigore war yenerezioù feurmet d’ar besketaerien. Sko er savadur emañ sal ar mekanikoù hag hec’h adsalioù. Nag evit an tal eus ar batis a zo dirak ar borzhlenn ha koc’hu ar pesked, eno eo e veze dasparzhet ar skorn.

Ur gweled war porzh Keroman, gant ar sklaserezh en tu-dehoù. Kartenn-bost. Mirdi Breizh : 993.0133.2094.Savet eo bet ar batis war un diaz bolzoù betoñs ha pileroù greunit-pastur pozet war ar roc’h. Diwar an diazezoù-se ez eo bet savet, war bemp live, ar mogerioù mein mañsonet hag induet gant simant. Betoñs houarnet eo a zo bet implijet evit ar framm diabarzh, tra ma ’z eus bet implijet brikez maen-simant difuet gant panelloù lij evit speurenniñ ar salioù mentet evit stokiñ 1 500 tonenn skorn ha 2 000 tonenn pesked. An to kentañ, graet gant shed goloet gant teol, a zo bet cheñchet e 1955.

Da vat o teraouiñ e oa ar vicher skornañ da neuze c’hoazh. Sistem an Danad Ottesen, amprouet e 1912, an hini eo a oa bet dibabet. « E-barzh melloù beolioù graet evit an dour-hili e vez leuniet steudadoù moulloù gant dour dous, ha neuze e vez skornet an dour-se da - 10°C e-pad un daouzek eurvezh bennak. Gant ur pont ruilh e vez savet ar steudadoù moulladoù skorn hag e vezont divoullet war un daol. E-giz-se en em gaver gant torzhoù skorn a 25 kg a ziskenn d’al liveoù dindan gant un toboggan, pe evit bout stoket, pe evit bout pilet gant braeerezed. Kaset e vez ar skorn pilet war tapisoù-ruilh betek ar bigi, peotramant gant bagonioùigoù betek ar c’hoc’huioù-pesked ha magazennoù ar vareourien ».

Bemdez e vez divoullet 120 tonenn a dorzhioù skorn, ha dindan un eurvezh e vez skornet 1,8 tonenn a besked. Treiñ a ra ar « fritur-skorn » e 3/8, a-wezhioù seizh devezh ar sizhun. Labourat a ra an dud, betek 70 anezho, e-kreiz ar yenijenn sklas etre -10° ha -20° C. Da 450 tonenn bemdez e sav ar produerezh e 1970 zoken, e stumm barrennoù pe e stumm pailhour skorn abaoe 1965. Lakaet ez eus bet un echu d’ar produiñ torzhioù skorn e 1991, d’ar pailhour skorn e 2005, ar bloaz ma voe serret ar sklaserezh hag a oa tonket dezhi bout distrujet da neuze.

Ar savadur gris-se, uhel ha bras, n’eo ket ken gwenn-kann ha ma oa pa oa bet savet, na ken nobl da welet kennebeut, gant neuz « art déco » ar saverezh industriel anezhañ. Tra ma ya ar sklaserezh war fallaat en estajoù, e chom c’hoazh enni roudoù eus an obererezh industriel a zo bet amañ gwechall, da skouer el lec’hioù ma veze produet ar skorn, p’emañ ar mekanikoù eno c’hoazh. Ar sklaserezh-se n’eus den ebet a gement a chomfe diseblant outi. Lod zo bamet ganti, ha bec’h d’ar Street Art war he gorre. Evit ar re all ez eus daou zoare enebet da welet an traoù : evit darn e ranker mirout anezhi en abeg da galite ar saverezh a zo enni, d’he c’hozhentez, d’ar pouez istorel a zo dezhi en ur mod ; evit darn all avat emañ ar sklaserezh da vezañ distrujet evit mad an diorroadur ekonomikel er porzh.

Ur gweled war porzh Keroman, gant ar sklaserezh er pelloù. Kartenn bost. Mirdi Breizh : 993.0133.2102.Abaoe pemzek vloaz emañ dazont ar sklaserezh en entremar, met kenkoulz all e vo savetaet bremañ pa ’z eo kresket e-mesk an dud ar preder gant an endro hag gant ar badusted. « Evit an nep a oar sellet outo, ar savadurioù-se zo perzhioù boutin etrezo ha divoutin a-hend-all : kreñv-tre int, tonennoù ha tonennoù a c’heller lakaat war o gorre, posubl eo ober kazi pep tra enno » eme an arkitektour Philippe Prost diwar-benn savadurioù an industriezh ha re an arme. Bremañ p’emañ erru kant vloaz ar sklaserezh, ha ma teskfemp-ni sellet outi…!?

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Soazig Le Hénanff, « Sklaserezh porzh pesketa an Oriant », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/01/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/sklaserezh-porzh-pesketa-an-oriant

LEVRLENNADUR :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité