Spisverkoù kronologel Brezel Hêrezh Breizh (1341-1365)

Aozer : Laurence Moal / Genver 2022

1341-1343 : ur mare stank

Marv Yann III : Penn-kentañ Brezel an Hêrezh

7 a viz Gwengolo 1341 : Diferad Conflans a ro an tu da Janed Pentevr.

Miz Du 1341 : ¨Tapet eo Moñforzh en Naoned ha toullbac’het e Pariz

1342 : Seziz an Henbont

           Dilestret ar Saozon e Brest

           Brezeliadennoù Saoz ha Gall en dugelezh

 

1343-1362 : sac’het ar brezel evit ur prantad

Miz Genver 1343 : Siellet un dreverz etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall e Malastreg, pezh a lakaas un termen d’an emgannoù evit daou vloaz.

1343 : Edouarzh III e Breizh

           Kaset eo d’ar marv uhelidi a Vreizh tamallet dezho bezañ skoazellet ar Saozon

1344 : Kemeridigezh Kemper ha lazhadeg hec’h annezidi gant Charlez Bleaz

1345 : Divac’het eo Yann Moñforzh a zoug gwazoniezh da Edouarzh III

1346 : Emgann Crécy

1347 : Emgann ar Roc’h-Derrien, paket eo Bleaz ha kaset da Vro-Saoz

           Paket eo Bleaz gant ar Saozon. Savet eo bet urzh ar Gabestrell

1349 : Mont a ra Olier Klison da gaout Yann IV e Bro-Saoz

1351 : Emgann an Tregont

           Echu eo gant an dreverz etre Bro-C’hall ha Bro-Saoz

1352 : Trec’het eo ar vegenn eus marc’heien Frañs urzh ar steredenn e Maoron

1356 : Divac’het eo Charlez Bleaz evit ur rañson

           Trec’het e Poitiers, bac’het eo Yann II «ar roue mat»

1356-1357 : Troioù-kaer Gwesklin e-doug difenn Roazhon

1358 : Kevreier Londrez

1359 : Torret ar marc'hatadennoù etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall

            Marc’hekadenn Edouarzh III en Enez-Frañs

1360 : Feuremglev Brétigny

1361 : Bodadenn Saint-Omer

           Marvet eo Marc’harid a Vro-Saoz (gwreg kentañ Yann Moñforzh, an hini a vo Yann IV)

 

1362-1364 : an danvez-duged tal-ouzh-tal

1362 : Distro Yann Moñforzh da Vreizh

1363 :En Evrann, strivoù da gompezañ dre varc’hatadennoù en ur rannañ an dugelezh.

           Du Gwesklin kaset da Vreizh

1364 : Marvet eo Yann II ar roue mat e Londrez. Sakradurezh Charlez V

29 a viz Gwengolo 1364 : Emgann Alre

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Spisverkoù kronologel Brezel Hêrezh Breizh (1341-1365) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/01/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/spisverkou-kronologel-brezel-herezh-breizh-1341-1365

BIBLIOGRAPHIE :

 

  • Kerhervé Jean, Dictionnaire d’histoire de Bretagne, Skol Vreizh, 2008, p. 345-346

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité