Sport ha breizhadelezh

Da heul Gouel daouvloaziek al levrioù istor bet dalc'het e Pondi e fin miz Ebrel diwar-benn ar sport hag ar Redadeg evit ar brezhoneg loc'het n'eus ket pell 'zo eus Sant-Ervlan hag a yelo war droad betek Lokoal-Mendon, setu ni o pleustriñ gant an tem-mañ ivez !

Er rubrikenn Aktu e vo graet un tamm bilañs eus ar stummadur TAP pe POT e brezhoneg (Prantadoù Obererezhioù Tro-Skol) kenaozet gant BCD hag ar CNFPT.

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité