Strollad Lannuon

Aozer : François Labbé / Du 2018

E Lannuon e veze brudetañ strollad c’hoariva Brezhonek an XIXvet kantved. Skrivet en deus Charles Le Goffic ur poltred gwall c’hwek outañ, pa oa e dad mouller e bezhioù-c’hoari :

« Tro 1860 e voe freuzet strollad Lannuon. Dasparzhet e voe etre an aktourien an holl dornskridoù a oa bet ganto, pe, evel ma vez lavaret e Breizh, ar C’haieroù trajediennoù. Prizius e oa lod eus an dornskridoù-se. Mont a reas a-gostez un toullad outo, hag d’al Levraoueg Vroadel e voe kaset ar peurrest, gant ar misterioù bet kavet gant an Uhel e-doug e visionoù a-dreuz Breizh. Met ne voe den ebet evit kemer ar boan da zastum hêrezh danvez c’hoariva Pezron hag e geneiled. Kaer e oa bet planedenn c’hoariva Lannuon koulskoude. Dont a rae tud e-leizh da sellet o abadennoù. Moarvat ne veze ket bepred aketus a-walc’h an aktourien pa vezent o c’hoari o ferzhioù, ha gant ar sistr nevez hag ar gwin-ardant eo bet c’hoariet meur a dro fall da dudennoù sakr ar pezhioù, hervez kont, moarvat dre ma ne oant ket boas ouzh evajoù hon douar-patatez. Tud onest, sioul ha labourus e veze peurliesañ aktourien Lannuon koulskoude. Tud dibrez dre o micher ( kemenerien, munuzerien, gwiaderien, toerien darn vrasañ anezho), e vezent ivez techet da hunvreal e-doug o beilhadennoù hir,pa vezent o-unan. Hag un digarez kaer e oa evito tañva mezvamant al leurenn a-gevret, pa veze distrobet o youl a c’hoariva. Frank e oa an arvestoù da nep a gare, ha paeañ a rae nep a felle dezhañ ivez. Meur a hini zo bet en Ale Glas, Straed ar Porzh, e Tavarn ar stal evit 50 den, hag en Tok Ruz Straed Landreger. […]

N’on ket evit lavaret deoc’h dre just petra a gasas strollad Lannuon da freuzañ. Disfiz outo he doa melestradurezh an Impalaer, broudet gant ar veleien moarvat. Abadennoù c’hoariva ne voent gwelet en eskopti Treger nemet a-bell da bell adalek 1860. Div abadenn a voe koulskoude gant tud bourk Plùned, lec’h ma a bet savet ur strollad aktourien nevez, unan e Sant Brieg, dindan renerezh an Uhel e 1867, hag egile er bloaz 1878 e Plùned. E Lanveur e voe ivez eus ur strollad bet diframmet tro ar memes mare. »

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François Labbé, « Strollad Lannuon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/11/2018.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/strollad-lannuon

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité