Talbenn ar Reter : un talbenn disoñjet e-pad ar Brezel Bras ?

Aozer : Gwendal Piégais / Ebrel 2022

Ha posupl eo sevel ul levr pe zoken ur pennad-skrid diwar-benn talbenn ar Reter hep menegiñ e oa un dachenn emgann disoñjet ? Talvezout a ra ar boan en em c’houlenn dre m’eo ur gomz treut a implijer bepred pa veneger pezh a oa deuet da vezañ ar soudarded a oa bet oc’h en em gannañ e Makedonia. Pell eo talbenn ar Reter da vezañ bet «disoñjet» koulskoude, ha meur a bennad er mediaoù a bep seurt ez eus bet evit mirout eñvor an emgannoù, muioc’h eget diwar-benn tachennoù emgann diavaez all. Istorourien a-bouez ivez, evel John Horne, Emmanuelle Cronier pe c’hoazh Jean-Yves Le Naour zo bet o sachañ evezh an enklaskerien diwar-benn an dachenn imbrouderezh-mañ.

Hag ober a reer «talbenn disoñjet» eus talbenn ar Reter koulskoude. Gwir eo, gant pezh zo bet embannet diwar‑benn istor ha memor an talbenn brezel‑se abaoe degadoù bloavezhioù, ez eus bet lakaet war-wel planedenn griz ar soudarded-se, tonket da vevañ dindan pouez an emgannoù kriz, soudarded hag a vez tennet diganto ar c’hlod o defe dellezet kaout. Met dam-briziañ a reer peurliesañ plas ar soudard-se war an douar gresian, padal ne oa netra met un aloubadeg diaes da c’houzañv evit poblañs ha kevredigezh Gresia. Ha pelloc’h c’hoazh, ma komzer eus perzh soudarded ar Frañs war an dachenn, ne gomzer ket a-walc’h eus ment alouberezh an arme-se, ha nebeut ivez eus ar c’henobererezh etre-kevredidi, padal e oa war an dachenn-mañ e oa bet ar muiañ a stadoù oc’h en em gannañ, hep teurel kont eus an niver bras a broadelezhioù a veze e lu impalaeriezh Makedonia zoken. Hag erfin, ma seller un tamm ouzh an amezeien brezelerien e Serbia, e seller nebeut ouzh an Italianed, ha ne daoler ket pled ouzh an trancheoù en tu all, lec’h ma veze soudarded Bulgaria, an Otomaned, Alamaned hag Aostrian-hag-Hungariz. Betek gouzout memestra e ranker kaout daou enebour evit ober ur brezel…

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gwendal Piégais, « Talbenn ar Reter : un talbenn disoñjet e-pad ar Brezel Bras ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/04/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/talbenn-ar-reter-un-talbenn-disonjet-e-pad-ar-brezel-bras

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité