Tud e-leizh evel er menezioù bras

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mae 2021

Bezañ ma ’z eo bet sachet diwezhat an anaoudegezh etrebroadel war anv Menez-Heiz, e oa bras e vrud abaoe tost da gant vloaz e-mesk an dud e Breizh. E 1947 dija e oa bet treuzet ar vro gant kirri-boutin o kas leun a suporterien kontant da reiñ ton ha kalon da rederien Tro Frañs. Sebezet eo ar gazetennerien gant ar pezh a welont, « un taol bras-bras a dud deuet a viliadoù », kement anezho, tolpet a bep tu d’an hent, ken ne chom nemet un tremenig strizh d’ar rederien en o c’hreiz. Tregont vloaz goude, e 1977, ez eo stankoc’h c’hoazh an engroeziad pa ’z eo deuet aesoc’h d’an hiniennoù mont ha dont evel ma karont. Hervez kont hemañ-henn ez eus deuet etre 20 000 ha 30 000 a dud da youal d’ar rederien. Digredusat arvest ! Daoust da Jean Leulliot bezañ bet war-dro ar redadeg Tro Frañs abaoe hanter-kant vloaz pe dost, e anzav n’en doa bet gwelet « biskoazh kemend-all ». Skrivañ a ra war ar gazetenn bemdeziek Sud-Ouest en deus gwelet goulc’her e wetur « o reziñ hag o touch merc’hed o tougen, babigoù, kozhidi, tud nammet ». Marteze emañ ar c’hazetenner o kounaat al lamm en doa tapet diwar e varc’h-tan e-kerzh Tro Frañs 1947 e-kichen Pondi, pa oa bet darbet dezhañ koll e vuhez. Embann a ra, bepred, pegen hegazet eo ha pegen « diskiant » e kav ar publik e Breizh rak eno e vez lakaet ar rederien en dañjer hervezañ.

Da-c’houde, bewech ma tremeno Tro Frañs dre ar vro-mañ, e vo gwelet en-dro ar memes birvilh, un aergelc’h heñvel ouzh an hini a vez war-dro an tennadoù meur en Alpoù. Un tamm « raktañva » a-raok ar menezioù bras, hag a vez santet seul vuioc’h a se pa zeu paotred ar chupenn piz warni da reiñ d’an dud da arvestiñ e laez ar grec’henn, war glask daspugn un dornad poentoù prizius : an daou vrudetañ eus istor an Dro, Lucien Van Impe e 1977 ha Richard Virenque e 2004. Un taol kaer eo ar seurt aergelc’h evit ar skinwel evel just, ha se zo kaoz dreist pep tra m’o deus bet lakaet an aozerien ar redadeg da dremen kel lies all dre an « Alpe d’Huez e Breizh » e-pad ar bloavezhioù 2000. Ha pa vez dibabet Mur evit degouezh un tennad, evel ma vez abaoe 2011, neuze e sach 30 000 a dud da zont da welet a-hed an daou gilometrad hent diwezhañ. Un ardamez eo krec’henn Mur en hec’h-unan, paneveken, eus an entan a zo e kalonoù Breizhiz evit ar marc’h-houarn, peadra da zegas soñj e chom atav ar vro-mañ merc’h henañ ar marc’hhouarnerezh.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité