Ur priz Goncourt en harlu : Georges Duhamel

Aozer : Erwan Le Gall / Gwengolo 2022

Ganet eo Georges Duhamel e Pariz e 1884, medisin eo, ha skrivagner brudet. E vuhez hag e oberenn n’haller ket o dispartiañ eus ar Brezel nag an euzh anezhañ. A youl eo aet da soudard e 1914, hag en em gavout a ra tostik-tost ouzh soudarded an talbenn hag ouzh o foanioù, p’emañ oc’h ober e vicher eno e-barzh un ambulañs surjierezh. Diwar ar skiant prenet gantañ er Brezel en deus tennet e romant Civilisation, ur skrid a-du penn-da-benn gant ar peoc’h hag en deus talvezet dezhañ da gaout ar priz Goncourt e 1918.

Dilennet eo Georges Duhamel en Akadamiezh c’hall e 1935, ha padal e vo tapet gant ar Brezel adarre : evel miliadoù a Barizianed e vo taolet war hentoù an harlu e-kreiz miz Mae 1940, o tec’hout kuit eus ar gêr-benn, disklêriet prestik da vezañ « kêr zigor », p’emañ an Alamaned o tostaat. Mont a ra da Roazhon gant e wreg, an aktourez Blanche Albane, hag eno ez aio unan eus o bugale, Jean, war e studi medisinerezh. Eno ivez en em gavo ar skrivagner en-dro gant ar surjian brudet Eugène Marquis.

Ne vo ket pell an doktor Georges Duhamel oc’h adstagañ gant e vicher medisin en Il-ha-Gwilen, en ospital Pontchaillou ar wech-mañ, deskrivet gantañ evel « rouantelezh ha repu ar garitez en arvar ». Bras-bras eo e samm labour eno, diouzh braster an droukziwezh en deus skoet an armeoù gall, sed war-dro pemp den bemdez eo a vez operataet gant an akademisian. Displegañ a ra loread ar priz Goncourt bezañ bet intentet ouzh 600 a dud en e skrid Lieu d’asile ma tanevell e vuhez labour e Roazhon, un oberenn hag a zo bet berzet gant an Alamaned.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Ur priz Goncourt en harlu : Georges Duhamel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2022.

Permalien: https://www.bcd.bzh/becedia/br/ur-priz-goncourt-en-harlu-georges-duhamel

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité