Jean Le Bihan - Poullann / Poullann-sur-mer

Jean Le Bihan - Poullann / Poullann-sur-mer

À la retraite, tout ne s'arrête pas, loin de là. Jean Le Bihan est très impliqué dans le milieu associatif et principalement dans l'entretien et la réouverture des anciens chemins à Poullan et aux environs. L'association An droc'herien Lann est bien soutenue par la communauté de communes qui peut ainsi proposer de grands parcours à toutes sortes de publics tout au long de l'année.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Jean : Ur strollad 'zo bet sa'et ga'...ganomp 'zo dija pemzek vlâ 'zo ...tammig m'ioc'h « Ar troc'herien lann « 

Lors : An dTroc'herien lann

Jean : An traoc'herien lann ya pe'a é an troc'herien lann «  eh «  beñ  'id netaat ar ...penaos … ar ribinoù war ...war 'r maez

Lors : A ya

Jean : Ribinoù 'zo moaien ...penaos …. da vale pe'a...

Lors : Ya

Jean : Hag goude-ze n'é ket ken 'id netaat med digor' ar ribinoù 'zo...zo bet sarr't ...'zo bet sarret gant ...dibaoe ar « remembrement «  hon eus kavet kalz ribinoù

Lors : A ya

Jean : Ha breum' 'zo tost « euh » tregont kilometr 'ba in Poullann

Lors : A kemen'-se …

Jean : Ya ha setu bep … bep meiz 'vé penaos...  'vé graet «  euh » eun hanter devezh koa … 'vi' netaat koa

Lors : Bem'...bemdé

Jean : A nann eur ...eur wech ar miz ...eur wech ar miz

Lors : Bep miz ya ...sete ha pet den 'zo 'ba 'r ...'zo 'ba 'r

Jean : O « donc »...tost ya « bon «  beñ  pa 'vé erruet ...'n hain ' vé erruet da bevar-ugent matrehe 'zo un tammig bihan «  moins fringant «  'giz lavar't  mes yao deus ... pemp war 'n-ugent bennak 'zo ato koa

Lors : A ya

Jean : Ha beb … beb miz 'vemp ato pemzek « euh » ya

Lors : O beñ dija 'zo...

Jean : Ha 'vem' « euh » penaos «  la com-com «  a chikour  'c'hamp pugur nè  ur subvansion  tri mil euro beb bloa'

Lors : A

Jean : 'Vi' prena' «  matériel «  hag ….ha brem' ...bep ...beb bloa 'vid dastum' un tammig ...un tammig moun'i  'vé g'aet « ragoût » k'ol ur «  ragoût » k'ol ... »ragoût » k'ol  ... »ragoût » k'ôl « ragoût d' choux »

Lors : A ya

Jean : Ya pugur matrenhe ne an'vez ket an dra-he kaôl Dournenez  'vé lavar't «  le chou pointu de Ploaré « 

Lors : Petra é'  ze

Jean : Petra eo ...ur c'haol a zo un tammig bihan pik ahe

Lors : Ya

Jean : A vé'  ka'et ken 'ba 'r vro amañ bro Douarnenez hag tregent bloa pe un tammig mi'oc'h ...daou ugent vloa 'zo a va tout ar c'herioù 'ba kost an 'od ahe a lake kaol pomm … kaol pomm ...kaol pomm « euh »lod...lod  a noe lak'et daou pe tri devezh ar'd heñ a ve e vefe gwerzet  ga' … a vehe gwerzet da ...penaos ...da dud Bro Saoz

Lors : A ya

Jean : a teue amañ 'ba'...  da...  ya   ...pugur goud a rez re Bro Saoz 'sellint ket...ket... deus ar … deus ar ...penaos ...deus ar ...deus ar boued setu int 'zreb 'n dra-he  gant« vinaigrette » hag 'ba amañ 'vé graet « ragoût » ... »ragoût » kaol... »ragoût » kaol  'vé graet gant ...bon kaol tammig bihan penaos avaloù dou'r ...penaos silzig ha kig sal

Lors : Ha kig sal

Jean : Ya ha 'vé laket karotez petram' onion e-barzh ueu ...ha setu bep...beb bloa' 'vé ...vé tro miz ...beñ pa 'int deut... pa' ' deut ar c'haol neve' ...ar c'haol neve' a deu da miz ebrel pe'a … a vé' o beñ  tri c'hant ...tri c'hant « part »  'vé...'vé...vé'  gwerzet ha....setu  setu 'ra deom' un tammig un tammig ...un tammig mounn'i'   'vi' ...'vi' chikour' an traoù pe'a

Lors : A ya

Jean : Ya … ya ya med 'ba' Poullann 'ma' an troc'her lann beñ e Pouldergat 'ma' an diharzerien

Lors : A

Jean : Setu bon beñ 'peupre bon ...setu 'vem'...'n im gavim'  ur wech bennag 'vid  kaozeal... kaozeal deus tout ya ya ...n'eus kim tud war o leve ueu heñ med ha aze dibaoe tri...tri pe bevar miz a zo deut pevar pe bemp a zo deut war o leve int deut...int deut   deustu da chikour ... da chikour da chikour' d'ar ribinoù...ya med  ar re-he 'ra...tout ar re-he 'ra «  cyclo-cross » hag petrama' «  VTT «  setu ar ribin 'renk...'renk  bé' neta't  'n tammig bihan 'vi' an dra-he setu a teuint ueu ya ha med brao ...braoistenn heñ pugur «  ah ouais bah » Le Yen » setu «  Le Yun » «  a zo penaos ur ster a teu deus kichenn Douarnenez ahe betek ar Gwaien be'a ha setu 'zo ...penaos ar ribinoù a basea tout penn da benn ar ster pe'a

Lors : A ya

Jean : Ya

Lors : Hmm hmm ...ha matrese or mar'    bennaked ar re all diharzherien...

Jean : Ya

Lors : 'Teuï da jikour...

Jean : Ya o o ya o ya goud'-ze pa vé' ...pa vé' graet ...pa vé' goule't  'r subvansion d'ar «  Com-com «  setu  vé' laket tout an dra-he memestra setu

Lors : Ya

Jean : Ya aesoc'h ... aesoc'h pa 'om'   a a a

Lors : Sete pa vé graet un ...un devezh war maez ...sete ...'ba' fin an devezh 'michañs 'vo ur c'hasse-croûte pe...

Jean : A ya ...or reunion 'vé

Lors : A ya ur banne gwin neuhe ha tout...

Jean : Ur banna ' reunion 'giz  'lare egile ( ar prezidant ) ...dibaoe … da...da...da...da pemp eur ...deus pemp eur ...pemp eur hanter betek seizh eur pe'a ya un tamm kass-krout gant ur banna '  gwin ya

Lors : Kafe

Jean : Kafe … a a a a

Lors : Pas keme'-se …

Jean : Pas keme'-se a a a ...ya

Lors : Ha muioc'h a maouezed 'zo...'zo...'zo...'ba 'n asosiasion petram' gwazed

Jean : « Euh » gwazed « euh » maouezed 'zo diou pe dri mes bon n'é ket aes ueu labour … labour dies é 'wechoù mes netaat ar sterioù «  les lavoirs «  pe'a

Lors : A ya

Jean : An dra-he 'vé graet ueu pe'a hag bon 'n im laket ueu da ...pa vé neta't tammig bihan e tro war dro ar chapelioù

Lors : Ya

Jean : Beñ pugur 'zo tud heñ kalez...kalez tud i visita' ar chapelioù da...dre an hañv  pe'a…choñjez  « parce que »...choñjez  e  Kerinek ar bloa-mâ dibaoe ar miz mae betek an hollsent 'zo beus ...'zo beus  ka'et «  six cent euros «  laket gant an dud pe'a

Lors : Ola

Jean : Setu a base(z) an dud pe'a

Lors : A ya

Jean : Ya da lak' ur « cierge «  peytram'...

Lors : Ya ya ya

Jean : «  Donc «  a base(z )tud heñ ya ha war an 'od 'zo kalez tud ueu pugur ama' 'ba Poullann 'lavarin deoc'h 'zo unnek kilometr tro war dro an 'od ...'zo...c'hwec'h pe seizh «  parkings » vi' laket  an otoioù

Lors : A ya

Jean : Ya ...'vi ' mont betek … betek bord an 'od hag goude-ze 'zo «  le sentier côtier «  koa

Lors : Ya

Jean : Ya 'vi' ar ...betek ...betek … Beg ar Raz ...ya Beg ar Van ha Beg ar Raz dija koa

Lors : Ya

 Jean : Ya

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Jean : Ur strollad a zo bet savet gant… ganeomp a zo  dija pemzek vloaz zo… tammig muioc'h « An droc'herien lann »

Lors : An droc'herien lann

Jean : An droc'herien lann ya petra eo an droc'herien lann « ehbeñ » evit naetaat ar… penaos… ar ribinoù war… war ar maez

Lors : A ya

Jean : Ribinoù a zo moaien… penaos… da vale petra

Lors : Ya

Jean : Ha goude-se n'eo ket ken evit naetaat mes digoriñ ar ribinoù a zo… a zo bet serret… a zo bet serret gant… dibaoe ar « remembrement »  hon eus kavet kalz ribinoù

Lors : A ya

Jean : Ha bremañ zo tost « euh » tregont kilometr e-barzh Poullann

Lors : A kement-se

Jean : Ya ha setu bep… bep miz e vez penaos... e vez graet « euh » un hanter devezh koa… evit naetaat koa

Lors : bem… bemdez

Jean : A nann ur… ur wech ar miz… ur wech ar miz

Lors : Bep miz ya… setu ha pet den a zo e-barzh ar… a zo e-barzh ar

Jean : O « donc »… tost ya «  bon » beñ pa vez erruet… an hini a vez erruet da bevar-ugent marteze a zo un tammig bihan « moins fringant » e-giz vez lavaret mes eo deus… pemp warn-ugent bennak a zo atav koa

Lors : A ya

Jean : Ha bep… bep miz e vezomp atav pemzek « euh » ya

Lors : O beñ dija zo...

Jean : Hag e vezomp « euh » penaos « la COM.COM » a sikour ac'hanomp peogwir hon dez ur subvañsion tri mil euro bep bloaz

Lors : A

Jean : Evit prenañ « matériel » hag… ha bremañ… bep… bep bloaz evit dastum un tammig… un tammig moneiz  e vez graet « ragoût » kaol… ur « ragoût » kaol… « ragoût » kaol… « ragoût » kaol… « ragoût d'choux »

Lors : A ya

 

Jean : Ya peogwir marteze ne anavezez ket an dra-se kaol Douarnenez a vez lavaret « le chou pointu de Ploaré »

Lors : Petra eo se ?

Jean : Petra eo… ur c'haol a zo… un tammig bihan pik aze

Lors : Ya

Jean : A vez kavet ken e-barzh ar vro amañ bro Douarnenez ha tregont vloaz pe un tammig muioc'h… daou-ugent vloaz a zo a oa tout ar c'hêrioù e-barzh 'kostez an aod aze a lake kaol pome... kaol pome… kaol pome… « euh » lod… lod o doe lakaet daou pe dri devezh-arat heñ ha ya ha setu ar c'haol-se a vez… a vefe gwerzhet gant… a veze gwerzhet da… penaos… da dud Bro Saoz

Lors : A ya

Jean : A deue amañ e-barzh… da… ya peogwir goût a rez re Bro Saoz ne sellont ket… ket… diouzh ar… diouzh ar… penaos… diouzh ar boued setu int a zebr an dra-se gant « vinaigrette » hag e-barzh amañ e vez graet « ragoût »… « ragoût » kaol « ragoût »  kaol a vez graet gant… bon kaol tammig bihan penaos avaloù douar… penaos silzig ha kig-sall

Lors : Ha kig-sall

Jean : Ya hag e vez lakaet karotez peotramant ognon e-barzh ivez… ha setu bep… bep bloaz e vez… e vez 'tro miz… beñ pa 'z int deuet… pa 'z eo deuet ar c'haol nevez… ar c'haol nevez a deu da…  miz Ebrel petra… a vez o beñ tri c'hant… tri c'hant « part » a vez… a vez… a vez gwerzhet ha setu… setu a ra deomp un tammig… un tammig… un tammig moneiz evit… evit sikour an traoù petra

Lors : A ya

Jean : Ya… ya ya mes e-barzh Poullann emañ an droc'herien lann beñ e Pouldregad emañ an dic'harzherien

Lors : A

Jean : Setu bon beñ apeupre bon… setu e vezomp… en em gavomp ur wech bennak evit kaozeal... kaozeal deus tout ya ya… n'eus ken tud war o leve ivez heñ mes hag aze dibaoe tri… tri pe bevar miz a zo deuet pevar pe bemp a zo deuet war o leve int deuet… int deuet diouzhtu da sikour… da sikour da sikour d'ar ribinoù… ya mes ar re-se a ra… tout ar re-se a ra « cyclo-cross » hag peotramant « VTT » setu ar ribin a rank… a rank bezañ naetaet un tammig bihan evit an dra-se setu e teuont ivez ya ha mes brav… brav-eston heñ peogwir « ah ouais bah » « Le Yen »setu « Le Yun » a zo penaos ur stêr a deu deus kichen Douarnenez aze betek ar Gwaien petra ha setu zo… penaos ar ribinoù a base tout penn da benn d'ar stêr petra

Lors : A ya

Jean : Ya

Lors : Hmm… hmmm… ha marteze ur mare bennaket ar re all dic'harzherien...

Jean : Ya

Lors : A deuio da sikour...

Jean : Ya o o ya o ya goude-se pa vez… pa vez graet… pa vez goulennet ar subvañsion d'ar « COM.COM » setu e vez lakaet tout an dra-se memestra setu

Lors : Ya

Jean : Ya aesoc'h… aesoc'h paeomp a a a

Lors : Setu pa vez graet un… un  devezh war ar maez… setu… e-barzh fin an devezh emichañs a vo ur c'has-krout pe...

Jean : A ya… ur reunion a vez...

Lors : A ya ur banne gwin neuze ha tout...

Jean : Ur bannac'h reunion e-giz a lâre egile (ar prezidant)… dibaoe… da… da… da… da bemp eur deus pemp eur… pemp eur hanter betek seizh eur hanter petra ya un tamm kas-krout gant ur bannac'h gwin ya

Lors : Kafe

Jean : Kafe… a a a a

Lors : Pas kement-se

Jean : Pas kement-se a a a… ya

Lors : Ha muioc'h maouezed a zo… a zo… a zo e-barzh an asosiasion peotramant gwazed

Jean : « Euh » gwazed « euh » maouezed a zo div pe dri (deir) mes bon n'eo ket aes ivez labour… labour diaes eo a-wechoù mes naetaat ar stêrioù « les lavoirs » petra

Lors : A ya

Jean : An dra-se a vez graet ivez petra hag bon en em lakaat ivez da… pa vez naetaet un tammig bihan tro-war-dro ar chapelioù

Lors : Ya

Jean : Peogwir a zo tud heñ kalz… kalz tud o vizitañ ar chapelioù da… dre an hañv petra… soñjez… « parce que »… soñjez e Kerineg ar bloaz-mañ dibaoe ar miz Mae betek an Hollsent hon eus… hon eus kavet « six cents euros » lakaet gant an dud petra

Lors : Ola

Jean : Setu a basee an dud petra

Lors : A ya

Jean : Ya da lakaat ur « cierge » peotramant

Lors : Ya ya ya

Jean : «  Donc » a basee tud heñ ha war an aod a zo kalz tud ivez peogwir amañ e-barzh Poullann e lavarin deoc'h a zo unnek kilometr tro-war-dro d'an aod … zo... c'hwec'h pe seizh « parking » evit lakaat an otoioù

Lors : A ya

Jean : Ya… evit mont betek… betek bord an aod ha goude-se  zo « Le sentier côtier » koa

Lors : Ya

Jean : Ya evit ar… betek… betek… Beg ar Raz… ya Beg ar Van ha Beg ar Raz dija koa

Lors : Ya

Jean : Ya

Cette vidéo a reçu le soutien de la Région Bretagne.

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg est une série de vidéos tournées par Lors Jouin pour recueillir, auprès de bretonnants natifs, un échantillon des parlers et des accents qui font la diversité de la langue bretonne.

Partenaire

Skol Vreizh