Al lec’hienn Bed.bzh, a ginnig tro 500 teulfilm war ar minorelezhioù, a vo diskouezet e-kerzh 38vet gouel ar filmoù Douarnenez etre an 21 ha 29 a viz eost.
Gouestlet e vo ar gouel d’an Andez ar bloazh-mañ.
Year: 2015
BCD/Sevenadurioù Breizh a vo e Gouel Etrekeltiek an Oriant d’ar 7 betek ar 16 a viz eost2015. Gouestlet e vez 45vet FIL da Kernev-Veur hag Enez Manav.
Kinniget e vo an diskouezadeg « Ober anaoudegezh gant ar glad sevenadurel dizanvezel e Breizh » e Palez ar c’hendalc’hioù. Gweladennoù heñchet a vo kinniget bemdez etre 4 eur ha 5 eur abardaez.
Daou pennad deus « Klichedoù Breizh » a vo skignet bemdez ivez er CinéFIL, sinema ar gouel.
Titourù war www.festival-interceltique.bzh.
Un arload evit dizoloiñ Breizh eo “Breizh App”. Kinniget e galleg hepken e penn kentañ, tu ‘zo bremañ lenn an dañvez e brezhoneg.
Dizoloit Breizh dre doserioù dre demoù, dre ur gartenn etreoberiant pe dre ur rizenn amzer !
[bloc-noir] Kinniget evit Android : https://play.google.com/store/apps/details?id=com.bcd.breizhapp
Hag evit iOS : https://itunes.apple.com/app/id914794602
[/bloc-noir]
Digoret eo bet “La Mézon du Cârouj” ez ofisiel d’ar gwener 22 a viz mae tremenet e Mousterfil. Bet oc’h bet d’ober un dro du-mañ Mikaël ?
Dilennidi, tud a youl-vat hag ur bern mignoned deus ar gevredigezh « La Jaupitre » a oa e Mousterfil d’an 22 aviz maeevit lid digeriñ “La Mézon du Cârouj”.
La jaupitre a zo ur gevredigezh gouestlet da sportoù ha c’hoarioù hengounel Breizh. Hi en deus labouret war ar raktres hir-mañ rak abaoe 10 vloaz e oant o labourat wanañ !
Un ti hepken ?
Ket ! Kinniget e vez al lec’h evel ur park dudi gouestlet d’ar sportoù ha d’ar c’hoarioù hengounel evit ar re vihan hag ar re vras. War-dro un hektar (9000 m²) a zo kinniget evit c’hoari. Bez zo ur savadur anvet « Maison du Carouj » lec’h ma vez kinniget c’hoarioù tavarn da skouer hag ur park bras lec’h m’aint o staliañ “gwenodenn meizadur ar c’hoarioù”. Ouzhpenn 60 c’hoari dasparzhet en 21 stal a vo kavet benn ar fin, gant a-bep seurt doareoù. Bez e vo meur a c’hoarioù kilhoù, paledoù, bouloù evel just ha c’hoarioù nerzh evel ar bannañ voutellenn blouz !
Digoret eo d’an holl adalek 6 bloazh ha soñjet eo bet evit degemerout an dud e kadorioù ruilh. Ur rann pedagogel a zo ivez rak displeget e vez ar c’hoarioù d’an dud.
Petra dalvez Carouj ?
Talvezout a ra kroazh-hent e gallo. Ben ar fin komprenet vez eo kroaz-hent ar c’hoarioù hag ul lec’h evit lakaat an dud d’en em gejañ tro-dro da-se.
[bloc-noir]
Titouroù pleustrek
Digoret eo an ti a-hed ar bloazh d’ar mec’her, ar sadorn hag ar sure us 1 eur betek 6 eur noz hag an holl devezhioù estreget al lun e-pad ar vakañsoù eus 10 eur betek 7 eur noz. 7 € eo evit mont e-barzh a-us da 18 vloazh ha 4 € evit ar re yaouankoc’h. Kinniget e vez ur priz evit ar familhoù (4) da 18 €. Tu zo deoc’h adkavout tout an titouroù-se war ho lec’hienn internet www.carouj.bzh.
[/bloc-noir]
Dalc’het e vo Emvod-Meur BCD/Sevenadurioù Breizh d’ar sadorn 6 a viz Even 2015 adalek 9e30 er Vauban (17 bali Georges Clémenceau) e Brest.
Studiet e vo danevell obererezh ar gevredigezh evit ar bloazh 2014 ha kinniget e vo ar raktresoù a vo kaset e 2015.
Ur pred a zo kinniget adalek 1 eur, dav eo mirout en a-raok (priz : 15 €).
Digoret eo an emvod-meur mañ d’an holl, evit en em enskrivañ pellkargit ar folenn amañ ha kasit deomp a-raok ar 25 a viz mae 2015 e Bretagne Culture Diversité, 3 bali Cosmao Dumanoir, 56100 LORIENT.
Evit kaout muioc’h a titouroù : contact@bcdiv.org pe 02 97 35 48 77.
[bloc-gris]
N’oc’h ket ezel c’haozh ? Evit emezelañ -> dre amañ
[/bloc-gris]
Dizoloit kliched nevez web rummad “Klichedoù Breizh” !
Grit anaoudegezh gant ar festoù-noz en diskouezadeg-se, staliet e Maison de la Bretagne (ti Breizh) e Pariz hag e Kuzul rannvro Breizh war ar memes tro.
Hep ar festoù-noz, Breizh ebet ! Ul lodenn bennañ deus idantelezh ar vro zo e-kreiz an diskouezadeg-se, an hini gentañ diwar deir, a zeu da heul ma vefe bet lakaet ar festoù-noz war renabl UNESCO Glad sevenadurel dizanvez an dudelezh. Etre penn-kentañ festoù-noz gwechall enebet ouzh ar balioù bet aozet er bloavezhioù 1950, hag ar festoù-noz o virvidikaat er bloavezhioù 1970, gwelit pegen cheñch-dicheñch eo o doareoù. Gant Kuzul rannvro Breizh, asambles gant Dastum ha Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, eo aozet an diskouezadeg, bet leurennet gant Simon Poligné.
Pleustrek :
– Deus ar 17 a viz C’hwevrer d’an 12 a viz Gwengolo 2014 e ti-pennañ Kuzul Rannvro Breizh, 283, bali ar Jeneral Patton, Roazhon, deus al Lun d’ar Gwener, etre 8 eur beure ha 7 eur noz. Digoust.
– Deus an 10 a viz C’hwevrer d’ar 26 a viz Gwengolo 2014 e Maison de la Bretagne (ti Breizh), 8, ru an Arrivée, 75015 Pariz, deus al Lun d’ar Gwener, etre 9 eur 30 beure ha 6 eur noz. Digoust, nemet m’eo bet feurmet ar sal (titouroù : 01 53 63 11 50).