Un taol berzh kaer ! Hed-ha-hed ar c’houlzad ez eus bet kinniget gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù ur c’helc’hiad prezegennoù diwar-benn dieubidigezh Breizh (1944-1945), e kenlabour gant mediaouegoù an Oriant. Tro-ha-tro ez eus bet pedet istorourien hag istorourezed arbennikaet war an Eil Brezel-bed, bannet filmoù hag aozet un abadenn sine-prezegenn, evit teurel sklêrijenn war ar prantad ken dibar-se ma voe merket istor Breizh gantañ.
Fellout a ra deomp kregiñ ganti o trugarekaat an arvesterien bet o selaou pep prezegenn. Gellout a reot (ad)welet ar prezegennoù war hor chadenn YouTube ma n’ho pez ket gellet arvestiñ outo pe o rannañ.



Fellout a ra deomp trugarekaat an holl brezegennerien : trugarez da Stéphanie Trouillard, Philippe Baron, Fabien Lostec, Isabelle Le Boulanger ha Jean-Claude Catherine evit o rikted skiantel koulz hag o barregezh da gomz dirak tud a bep seurt.
Ar pennad-kaoz gant Philippe Baron
Prezegenn Isabelle Le Boulanger
Prezegenn Fabien Lostec
Prezegenn Jean-Claude Catherine
Trugarez da Warez Filmoù Breizh evit al labour kaset a-gevret en-dro d’ar filmoù dielloù. Ha trugarekaat a reomp ivez Jérôme Nedelec a ra war-dro troiad hor sine-prezegenn e Breizh a-bezh. Gwelit amañ deiziadoù ha lec’hioù ar prezegennoù da zont.
Trugarez da skipailh a-bezh mediaoueg François Mitterrand an Oriant evit e zegemer !
Reiñ a reomp emgav deoc’h d’an distro-skol gentañ evit ur c’helc’hiad prezegennoù nevez.
Na dermit ket da sellet ouzh al lec’hienn BECEDIA evit mont pelloc’h diwar-benn an dieubidigezh