Daniel Jekel, spered ar yezh : ur podkast nevez

Daniel Jekel, spered ar yezh : ur podkast nevez gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù !

En hañv 1982 e oa bet Daniel Jekel, paotr ar radio, oc’h ober e atersadenn gentañ e brezhoneg, er vro vigoudenn. Aze e oa krog gant un avantur bras e Radio Breizh Izel. Foetañ bro a ra ar buhezour evit enrollañ ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien, ha krouiñ evel-se un danvez puilh ha liesseurt a zo kreiz ar podkast-mañ. 

Skignet e vo ar pevar rann, 20 munutenn pad, d’an 8 a viz Here war Becedia ha war ar savennoù selaou (Spotify, Deezer).

El lodenn gentañ e reer anaoudegezh gant an dud aterset, bet testoù eus ur sevenadurezh diwar ar maez a oa o vont da get.  En eil lodenn e vezer kaset war glask glad kanet Breizh-Izel.  Distro d’ar studio en trede rann, gant an eskemmoù dre bellgomz etre Daniel Jekel hag e selaouerien : un digarez da ziskouez pegen liesseurt e oa ar yezh er mare-se. Erfin, plediñ a ra al lodenn diwezhañ gant an doare ma c’hell bezañ an enrolladurioù espar-mañ ur binvidigezh evit ar vrezhonegerien a-vremañ.

Ouzhpenn-se e c’hello an dud selaou ouzh ar podkast-mañ e galleg a-benn deroù 2026, evit ma vo en amen da vuioc’h a selaouerien.