Ur podkast nevez a-benn nebeut  !

Ur podkast nevez a-benn nebeut  !

En hañv 1982 e oa bet ur buhezour radio oc’h ober e atersadenn gentañ e brezhoneg, er vro vigoudenn, e enroller Nagra gantañ. Ar paotr yaouank-se a oa Daniel Jequel e anv. Brezhoneger arroutet anezhañ, sot gant sevenadur Breizh, n’en doa labouret biskoazh en ur radio en e vuhez. Met foetañ bro a reas dizale e Breizh-Izel a-bezh evit enrollañ brezhonegerezed ha brezhonegerien. E-pad un dek vloaz bennak e teuas mouezh Daniel Jequel da vezañ anavezet mat gant selaouerien Radio Breizh Izel, ar skingomz nevez-flamm digreizennet eus Radio Frañs e Kemper.

Mont a ra an enrolladennoù-se d’ober ur pennad espar eus memor klevet Breizh. Gant ur podkast e 4 rann, produet gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù, e vez kontet an avantur dibar-se, war-fed ar yezh hag an darempredoù etre an dud, gant dielloù, atersadennoù klaskerien ha testeni ar buhezour, 40 vloaz diwezhatoc’h.


Priz levr istor Breizh 2025

Gant BCD/Sevenadurioù, Gouel al Levrioù e Breizh ha Mirdi Breizh e vez aozet Priz levr istor Breizh, a vo deroet da-geñver Gouel al Levrioù e Breizh, e Karaez, d’ar 25 ha 26 a viz Here 2025.

Da gentañ penn, sellit kerkent ha bremañ ouzh roll an holl levrioù bet embannet war an danvez-se etre miz Gouere 2024 ha miz Even 2025.

E-touez al levrioù-se e vo dibabet gant ar juri etre 5 ha 9 levr a vo war ar renk evit priz levr istor Breizh 2025.

Grit anaoudegezh gant al loreidi gent dre glikañ amañ.

Echu eo gant kelc’hiad prezegennoù 2024-2025 an Oriant

Un taol berzh kaer ! Hed-ha-hed ar c’houlzad ez eus bet kinniget gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù ur c’helc’hiad prezegennoù diwar-benn dieubidigezh Breizh (1944-1945), e kenlabour gant mediaouegoù an Oriant. Tro-ha-tro ez eus bet pedet istorourien hag istorourezed arbennikaet war an Eil Brezel-bed, bannet filmoù hag aozet un abadenn sine-prezegenn, evit teurel sklêrijenn war ar prantad ken dibar-se ma voe merket istor Breizh gantañ.

Fellout a ra deomp kregiñ ganti o trugarekaat an arvesterien bet o selaou pep prezegenn.  Gellout a reot (ad)welet ar prezegennoù war hor chadenn YouTube ma n’ho pez ket gellet arvestiñ outo pe o rannañ.

Fellout a ra deomp trugarekaat an holl brezegennerien : trugarez da Stéphanie Trouillard, Philippe Baron, Fabien Lostec, Isabelle Le Boulanger ha Jean-Claude Catherine evit o rikted skiantel koulz hag o barregezh da gomz dirak tud a bep seurt.


Ar pennad-kaoz gant Philippe Baron

Prezegenn Isabelle Le Boulanger

Prezegenn Fabien Lostec

Prezegenn Jean-Claude Catherine


Trugarez da Warez Filmoù Breizh evit al labour kaset a-gevret en-dro d’ar filmoù dielloù.  Ha trugarekaat a reomp ivez Jérôme Nedelec a ra war-dro troiad hor sine-prezegenn e Breizh a-bezh. Gwelit amañ deiziadoù ha lec’hioù ar prezegennoù da zont.
Trugarez da skipailh a-bezh mediaoueg François Mitterrand an Oriant evit e zegemer !
Reiñ a reomp emgav deoc’h d’an distro-skol gentañ evit ur c’helc’hiad prezegennoù nevez.

Na dermit ket da sellet ouzh al lec’hienn BECEDIA evit mont pelloc’h diwar-benn an dieubidigezh

10 vloaz BCD, setu roll ar gouel !

Dek vloaz zo bremañ emañ BCD/Sevenadurioù o klask ma vefe aesoc’h d’an holl pakañ danvezioù hag anaoudegezhioù diwar-benn Breizh ha liested he sevenadurioù.
Evit-se ez eus bet savet meur a venveg gant ar gevredigezh BCD/Sevenadurioù : arload evit ar pellgomzoù hezoug, filmoù, lec’hiennoù internet gouestlet d’o danvezioù, ha kement zo.

Pedet oc’h da zont d’an 23 ha d’ar 24 a viz Gwengolo evit lidañ 10 vloaz BCD/Sevenadurioù e Pondi.

War ar roll : abadennoù sinema, prezegennoù, atalieroù, reiñ prizioù evit kenstrivadeg luc’hskeudennoù Divroañ e Breizh, Divroañ eus Breizh ha fest-noz !

D’ar gwener 23 a viz gwengolo – Sinema Rex – 6e hanter : Abadenn sinema

Bev omp, dañsal a reomp !
Un abadenn tro-dro d’an dañs, eus Breizh d’ar C’haokaz,
a-drugarez d’al lec’hienn Breizh ha Liested – BED

War ar roll :

  • Gant Caroline Troin e vo kinniget al lec’hienn BED: pennadoù tennet eus Treizhourien gant Thierry Salvert ha Kenan an Habask, hag ar c’hlip sonerezh  Gavotenn ar bras gant Thierry Salvert.
  • Diskouezet e vo ar film Danse avec les ruines (Tchetchenia – 52’), gant Mylène Sauloy, a vo war al lec’h.
    E-doug an diskar-amzer, Ramzan Akhmadov, bet penn-koroller, a zo deuet en-dro da C’hrozny evit sevel en-dro e strollad bugale dañserien, bet strewet war hentoù an harlu gant reuz ar brezel. Ar vugale-se o deus tapet war o chouk ar gefridi da ziskouez d’ar bed ne varv ket ar sevenadur dindan tan ar bombezennoù, hag ez eo bev Tchetchenia pa gendalc’h da zañsal.
    Da heul ar film e vo posupl eskemm ha divizout gant ar sevenerez.

D’ar sadorn 24 a viz gwengolo – Palez ar c’hendalc’hioù

9e30 : Degemer gant ur banne kafe

10e00 : ger Degemer gant Christine Le Strat, maer kêr pondi
ha ger degemer Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul rannvro Breizh

10e10-11e30 : PREZEGENN « PETRA A DALVEZ ANV BCD/SEVENADURIOÙ ? P’EN EM GAV AR SEVENADUR GANT AR SEVENADURIOÙ »

Peder c’hefridi zo gant BCD/Sevenadurioù Breizh, c’hwec’h lec’hienn internet, meur a raktres war an dro, degadoù a gevelerien. Deuet eo, a-hed ar bloavezhioù, da vezañ e kreiz meur a rouedad, ur voest ostilhoù evit ar bed sevenadurel breizhek. Met peseurt identelezh ha peseurt unvaniezh a zo evit BCD/Sevenadurioù ? Petra a ya d’ober sevenadur Breizh ? Penaos plediñ gant ar brasañ niver a dud, hep dilezel ar resisted a ranker kaout bepred ? Petra a cheñch pa vezer o teurel kont eus ar gwirioù sevenadurel evit ar bed sevenadurel e Breizh ?
Dre ur preder diwar-benn ar gevredigezh, he bilañs, he roll, he raktresoù, e vo an emvod-meur-mañ un digarez evit derc’hel un diviz diwar-benn ar pezh a reomp «sevenadur Breizh» outañ, ha dre vras war pezh a ra sevenadur e Breizh.

  • Perzhidi :
  • Digoradur gant Jean-Michel LE BOULANGER, bet bez-prezidant e karg eus ar sevenadur e Rannvro Breizh ha krouer BCD/Sevenadurioù Breizh,
  • Eva GUILLOREL, ezelez eus kuzul skiantel BCD/Sevenadurioù Breizh, istorourez e Skol-veur Roazhon2
  • Élisabeth RENAULT, renerez mirdi arz hag istor Sant-Brieg, prezidantez ar gevredigezh Mirdioù Breizh
  • Jean-Jacques CASTERET, eil-rener Kreizenn Etrevroadel Teuliaouiñ Okitania
  • Klozadur gant Béatrice MACÉ, bez-prezidantez e-karg eus ar sevenadur, eus ar gwirioù sevenadurel, eus ar c’helenn arzel ha sevenadurel e Rannvro Breizh, ha Philippe RAMEL, prezidant BCD/Sevenadurioù Breizh.
  • Kaset en-dro gant Gérard ALLE

11e30-12e30 : BANNE DEK VLOAZ BCD/SEVENADURIOÙ (PROFET GANT TI-KÊR PONDI, KEVELER AN DARVOUD)

12e30-2e00 : POENT LEIN (enskrivadurioù dre amañ – 15 €/pred)

2e00-4e00 : Pevar atalier evit en em soñjal diwar-benn
peder c’hefridi BCD. (Enskrivadurioù war al lec’hienn www.bcd.bzh)

ATALIER 1 – Ar c’helenn arzel ha sevenadurel, ur benveg evit kas war-raok al liested sevenadurel ha skignañ danvez sevenadurel Breizh
Enskrivet eo hiriv an deiz ar gwirioù sevenadurel e lezenn ar Frañs. Embann a reont, e-touez traoù all, e c’hell «pep hini kemer perzh er vuhez sevenadurel dibabet ganti pe gantañ, ha lakaat e pleustr e zoareoù sevenadurel» (mennad 5 DUDC, 2001). Diouzh e du, ar c’helenn arzel ha sevenadurel a zo e bal « reiñ da bep hini ur sevenadur boutin, pinvidik ha liesseurt e stummoù ur glad a-vremañ, poblek ha gouiziek war an dro… » (mennad 3 Karta an EAC).
Sklaer eo e teu neuze an deskadurezh arzel ha sevenadurel (DAS) da vezañ unan eus an doareoù da reiñ d’an holl liested an ezteurel sevenadurel. Penaos e c’hell ar c’hevredigezhioù sevenadurel breizhek lakaat e pleustr ar c’hefredi-se ? Ha peseurt perzh he deus evit-se ur gevredigezh evel BCD/Sevenadurioù Breizh ?

  • Perzhidi :
  • Jean-Jacques CASTERET, eil-rener ar CIRDOC
  • Béatrice MACÉ, bez-prezidantez e-karg eus ar sevenadur hag ar gwirioù sevenadurel, hag eus an DAS e Rannvro Breizh
  • Martine LE BRAS, kuzulierez evit an DAS en RRAS
  • Un dileuriad.ez eus Kenleur
  • Kaset en-dro gant : Charles QUIMBERT

ATALIER 2Skignañ danvez sevenadurel Breizh : penaos krouiñ ha treuzkas an anaoudegezhioù ? Ha perak hen ober ?
E-keit ha ma weler ez eus kement a Vretoned.ezed c’hoant bras ganto anavezout o bro, n’eo ket gwall ledan, ha dister zoken ar plas a vez roet en deskadurezh evit ober anaoudegezh ha kompren danvez Breizh.
A-drugarez d’an holloueziadur bev m’eo Becedia e klask BCD/Sevenadurioù reiñ da anavezout d’ar brasañ niver stad an anaoudegezhioù diwar-benn pezh a reer «danvez Breizh», a gaver ennañ koulz an istor hag an douaroniezh, an etnologiezh, an ekonomiezh, ar yezhoù, pe c’hoazh an endro er vro.
Met da biv e komzer pa vezer o «reiñ d’ar brasañ niver», ha penaos e c’heller ober ? Penaos lakaat da anavezout enklaskoù e vez war ober c’hoazh ? Penaos diorren doareoù all ar c’hehentiñ, evel m’emañ ar podkastoù hag ar videoioù, hep ma vefemp tapet abalamour d’ar stumm re verr ganto a-wechoù hag a vir outo da gas ganto fonnusted ha liested an danvezioù ? Hag erfin, betek pelec’h e c’heller mont gant ar c’hehentiñ niverel, peseurt harzoù a vez ganto ha penaos plediñ ganto ?

  • Perzhidi :
  • Yves COATIVY, rener Kreizenn an Enklaskoù Keltiek ha Breizhek e Brest (KEKB)
  • Céline CHANAS, renerez Mirdi Breizh
  • Gaïd PITROU, renerez Gwarez filmoù Breizh
  • Jean-François DORTIER, krouer ar gelaouenn Sciences Humaines
  • Kaset en-dro gant : Anna QUÉRÉ

ATALIER 3Renabliñ evit gwareziñ ? Peseurt dalc’hoù gant ar GSD e Breizh
An eil rannvro er Frañs ez eo Breizh evit pezh a sell an elfennoù bet lakaet war roll renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel (GSD), gant he 109 pleustr dizanvezel (diwar 488 e penn-kentañ ar bloaz 2021). Ma ranker lakaat war-wel ar startijenn a vez gant hor bro, e ranker en em c’houlenn memestra peseurt perzh a c’hoari renabl ar glad e gwarez ar GSD. Un taol kehentiñ hepken e vefe ?
Pe neuze ur gwir luskad er vro ? Petra a c’hoarvez ur wech m’eo bet lakaet un dra bennak war roll ar renabl broadel ?
Gant an daol-grenn-se e vo bodet aktourien bet o kemer ur perzh bras er renabliñ ar GSD, ha ganto e vo eskemmet war o doareoù o hentennoù, ha taolet e vo ur sell war-gil war o skiant-prenet : peseurt doareoù enklaskoù, penaos mont gant tud ha doareoù ar vro, penaos lakaat ar c’humuniezhioù da gemer perzh el labour renabliñ ha gwareziñ., peseurt politikerezh evit daskor ha skignañ disoc’hoù ar renabliñ, penaos lakaat e plas ur steuñv gwareziñ, ha kement zo. Setu kement a zanvezioù eskemmoù evit en em soñjal war plas ar renabloù e gwarez ar GSD.

Perzhidi :

  • Patricia Heiniger-CASTERET, antropologourez eus Skol-veur Pau ha broioù an Adour
  • Morgane DALLIC, e-karg eus ar pol sevenadur, glad, deskadurezh e Park naturel rannvroel ar Mor-bihan
  • Jeannot FLAGEUL, eil maer evit ar c’hevredigezhioù, ar sevenadur, ha abadennoù kêr Rostren
  • Kaset en-dro gant : Julie LÉONARD

ATALIER 4 – Bretania : Eus al levraoueg niverel
d’an dachenn eskemm war ar roadennoù sevenadurel

Setu m’eo Bretania, «porched sevenadurioù Breizh» abaoe 10 vloaz,
o titouriñ, o reiñ da anavezout hag o talvoudekaat an danvezioù sevenadurel hag ar glad e Breizh, pa gemer harp war ur rouedad aktourien sevenadurel a vez ganto fontoù niverelaet. Dastum a ra ar porched-se kement metaroadenn a ro da anavezout ar fontoù-se, ha degas a ra anezho er c’heflusker anvet Dastumadenn (Collection). Evel-se emañ Bretania o talvezout da genstroller roadennoù. Ur c’hemm bras zo e standardoù ha doareoù ober gant internet abaoe an dek vloaz tremenet.
Gant an daol-grenn-mañ e vo moaien en em c’houlenn peseurt perzh e c’hell Bretania hag e gendaolerien c’hoari e-bazh an daolenn niverel a-vremañ, kreizennet evel m’emañ war ar roadennoù. Penaos plediñ gant ar cheñchamantoù, eus ur web a veze kreizennet tro-dro d’an teuliadoù, d’ur web kreizennet war ar roadennoù hag an eskemmoù sokial ?
Penaos enframmañ implijerien ar porched en doareoù krouiñ hag adimplij ar roadennoù ? Petra a rankfe bezañ perzh Bretania war an dachenn broadel pe etrevroadel ?

  • Perzhidi :
  • Katell BRIATTE, karget a gefridi e kenstrollañ an danvezioù sevenadurel e ministrerezh ar sevenadur
  • Jean-François BERTRAND, eil-rener e renerezh ar sevenadur hag ar pleustroù sevenadurel e Rannvro Breizh
  • Jean-Baptiste PRESSAC, karget eus tretadur ha dielfennañ roadennoù/ produiñ ha skignañ korpusoù niverel e Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) e Brest
  • Aline BENVEGNU DOS SANTOS, -karg eus an dastumadennoù e Tiez Breiz
  • Kaset en-dro gant : Gwenael CARVOU

4e00-4e30 : ehan gant ur banne kafe

4e30-6e00 d’abardaez : DEZREVELL AN HOLL ATALIEROÙ

6e00 : ROET E VO PRIZIOÙ AR GENSTRIVADEG LUC’HSKEUDENNOÙ
DIVROAÑ E BREIZH, DIVROAÑ EUS BREIZH

Ar genstrivadeg gentañ-mañ, bet aozet da geñver 10 vloaz BCD/Sevenadurioù, a zo bet dalc’het etre an 2 a viz Mae hag an 31 a viz Gouere 2022. An tem dibabet a oa an divroañ e Breizh. Ret eo bet d’an dennerien poltriji, koulz tud a-vicher hag amatourien, da ginnig o selloù war an eskemmoù hag an darvoudoù c’hoarvezet pa vez annezidi ur vro estren pe ur rannvro er-maez eus Breizh o kejañ gant tud ar vro, pe buhez an dud-se hag an eskemmoù gant tud ar vro, pe c’hoazh diwar-benn buhez ar Vretoned o vevañ pell eus ar vro. Embannet e vo an disoc’hoù da geñver gouel 10 vloaz BCD/Sevenadurioù.

ADALEK 8e30 : FEST-NOZ DEK VLOAZ BCD/SEVENADURIOÙ BREIZH ! (10 € – digoust -12 vloaz)

Loened Fall
Fleuves
Ebrel/Le Buhé
Brou/Quimbert
Lemoine/BouthillIer
Avel Vras

Aozet eo an darvoud-mañ gant sikour kêr Pondi.

Trugarekaat a reomp a greiz kalon ar sinema Rex evit abadenn sinema ar Gwener, Kerlenn Pondi ha Skoazell Skol Diwan Bro Pondi evit o sikour da aozañ ar fest-noz.
Emglev gant Tamm-Kreiz.

ENLINENN : Prezegenn – Gwirionded yezh Chann Vrezhonegerez ha Yann Brezhoneger – piv a ziviz, ha penaos ?

Trede emgav e kelc’hiad ‘La Fabrik’ de l’authentik’ (**Sevel gwirionded Breizh**) a vo d’ar Yaou 18 a viz Meurzh 2021 etre 6 e ha 7 e 1/2 noz, e kompagnunezh ar sokio-yezhoniour Michael HORNSBY, kelenner e Skol-veur Poznan (Polonia) ha rener Kreizenn ar Studioù Keltiek eno.

P’eo bet pledet gant kudenn gwirionded ar yezh ez eo bet graet diwar meur a sav-poent teorikel. An doare da gas ar yezh a c’hell bezañ sellet outañ pe evel ur mod diveiz a vefe gant komzerezed ha komzerien a‑vihanik da implijout ur yezh glan bet desket war barlenn o mamm, pe er c’hontrol, doare diwirion an deskarded n’o deus ket bet ar yezh‑se da yezh o c’havell. Alese e vefe livet ar yezh wirion gant ar gerioù «yezh-vamm, dre gomz, ger-evit-ger, taolet war ar prim, nann-ofisiel, yezh ar bobl ha rannyezhel» (Gill 2007 : 41). Aes eo d’an holl kompren ur seurt termenadur, zoken evit ar re n’int ket bet er skolioù-meur. Ur goulenn a sav memestra : gant piv emañ ar gwir d’ober an disparti-se, ha kadarnaat piv a c’hell bezañ lakaet da wirion pe get ?

Gant ar brezegennig‑mañ e klasker pellaat eus an tu yezhoniel hepken evit respont ouzh ar gudenn «gwirion»pe «reizh» ar gomzerien, met klask a reer studiañ an afer en ur chom kreizennet war ar gomzerien o‑unan kentoc’h (Lass 1980), da lâret eo gant ur sell sokio-yezhoniel ha sokiologel kentoc’h. E‑touez ar goulennoù pledet ganto e kaver: petra ‘dalvez bezañ gwirion en endro breizhek pe/ha brezhoneger en 21vet kantved, pere eo an normoù a ranker heuliañ, hag e peseurt doare e c’heller reiñ pe nac’hañ an anv a wirionded ?

Prezegenn enlinenn : https://zoom.us/webinar/register/WN_h29Yi8YQTsScI1yDS0M1OQ da welet war Facebook ivez : https://www.facebook.com/bretagne.culturediversite.

Tudi Kernalegenn, anvet rener Bretagne Culture Diversité

Nag a cheñchamantoù e BCD. Aet eo Charles Quimbert war e leve hag anvet eo bet Tudi Kernalegenn da rener abaoe ar c’hentañ a viz Gouere. Kinnig a reomp deoc’h ober anaoudegezh gantañ.

A orin eus Kemper eo Tudi hag unan deus bachelourien kentañ Diwan e 1997 eo. Ur wech paket ar bak gantañ en deus kroget gant studioù istor ha skiantoù politikel e Roazhon. E doktorelezh en deus bet e 2011 gant ar sujed : Une approche cognitive du régionalisme. Identités régionales, territoires, mouvements sociaux en Bretagne, Écosse et Galice dans les années 1970.

Anvet eo da guzulier e Parlamant Europa eus 2009 betek 2011. Labourat a ra eno war gwirioù mab den hag al liesseurted sevenadurel, met ivez war al liammoù etre Breizh hag Europa. Distreiñ a ra e Breizh e 2012 evit labourat evel kazetenner ha sekretour ar skridaozañ er gelaouenn ArMen. E 2016 eo e karg eus diorroadur ar gador-enklask “Tiriadoù ha kemmoù an obererezh publik”, e Ensavadur Studioù Politikel Roazhon. Kuitaat a ra Breizh en-dro evit mont da Lausanne ha Louvain evel enklasker war ar skiantoù politikel eus 2016 betek 2019. Beajet kalz en deus graet a drugarez d’e labourioù lies. Bevet en deus da skouer e Bro Skos, Italia, Galiza, Belgia, Suis, Hong-Kong pe c’hoazh ar Stadoù Unanet. Du-hont e voe pedet e skolioù meur Yale ha Columbia. Dre-se, eo ampart war ar saosneg, ar galizeg pe ar c’hastilhaneg.

Dizoloiñ a ra Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù gant Ronan ar C’hoadig, a oa kadoriad BCD d’ar mare-se, ha gant ar c’hendiviz etrebroadel Minorelezhioù ha bedeladur aozet e 2014. Skrivet en deus meur a zoser tematek evit Bécédia dibaoe.

Fellout a ra dezhañ hiziv implijout e skiant-prenet hag e ouiziegezhioù evit diorren BCD. Kenderc’hel a raio gant ar raktresoù war ar stern, evit dioroiñ ha difenn glad sevenadurel dizanvezel Breizh. Degas a raio ivez e skiant-prenet war goulennoù a-bouez dezhañ, evel an endro hag an divroidi.

Solenn ha Plop e Brezhoneg

An dresadenn bev Solenn ha Plop a zo kinniget e brezhoneg abaoe un nebeut devezhioù !

10 vloaz eo Solenn. O chom e Breizh emañ. O tont deus ur blanedenn all eo Plop. Torret eo e fuzeenn, ne c’hell ket distreiñ war e blanedenn anvet Plopland, siwazh!
Neuze e kinnig Solenn da heñchañ anezhañ dre Vreizh.

Evit sellout ouzh holl rannoù an dresadenn bev : http://bcd.bzh/becedia/br/solenn-ha-plop.

Rann 1 : Meurvein en arvar

[bloc-gris]

Troet e brezhoneg gant Nolwenn THUBERT-GUIGNARD

Ren arzel : Yann-Edern JOURDAN

Mouezh Solenn : Lilwenn CHAUVEAU

Detektiñ : Arno VANNIER

Enrollañ : Studio KEMMESK e Kemper – Ijinour-son : Jean-Michel BOCENO

[/bloc-gris]

Un abadenn war ar c’hoariva e Breizh da selaou en dro war bécédia

Un abadenn “Sevenadurioù” nevez a zo da selaou en-dro war Bécédia. Ha klevet ‘peus kaoz deus abadenn Plouyann kinniget d’ar 14 a viz Even 1898 ? Berzh bras a zo bet da heul an arvest-mañ avat, perak ? Selaouit deus an abadenn !

Tud pedet evit komz deus ar c’hoariva pobl : Louis Conan (C’hoarivari) ha Marie-Hélène Morvan (Strollad Kallag)

E Breizh koulz hag e lec’h all e c’heller anzav eo gwriziennet a‑gozh ar c’hoariva, pe e vefe gant e wrizioù relijiel pe disakr. Er-maez e veze c’hoariet pezhioù peurliesañ, ha reiñ a rae lusk da vuhez an dud e kêr. Kontañ a ra Fañch an Uhel penaos, e-doug ar beilhadegoù, e veze frank an dud da c’hoari pe dibunañ arvestoù diwar ar pezhioù-c’hoari. Ha ma oa tres ar relijion war ar c’hoariva peurliesañ, meur a arvest profan a veze mesket ennañ koulskoude, ha lod anezho gwirvoudel a-walc’h, evel an hini o tiskouez ar Werc’hez o wilioudiñ ! E fin an 19 vet kantved avat e oa erruet ar c’hoariva tost da vont da get…

Sevennet gant RBG – Radio Bro Gwened Radio Breizh Radio Kreiz-Breizh ha Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù #bzhg

Emañ ar bleiz o tistreiñ e Breizh ?!!!

Tro-dro da 120 vloaz zo ez eo aet da get ar bleizi diouzh ar vro. Ma veze ar breizherien vras perzh eus buhez pemdeziek an dud diwar ar maez gwechall, don en o soñjoù e vezent kavet ivez. Ha m’eo posupl adkavout lod eus o buhez gwechall diwar meur a desteni dre skrid, e kaver darn diwar an hengoun dre gomz ivez.

Un doser da lenn amañ : http://bcd.bzh/becedia/br/ar-bleizi-e-breizh

Piv a gomz yezhoù Breizh hiziv an deiz ? Un enklask a ro respontoù deomp

Un enklask a zo bet goulennet gant ar Rannvro digant an aozadur TMO Rannvroioù evit kaout ur sell spisoc’h war pet den a gomz brezhoneg pe gallaoueg, penaos e vez desket ar yezhoù-se ganto, petra emaint o c’hortoz… An disoc’hoù a zo da zizoloiñ war lec’hienn ar Rannvro.

Un nebeut sifroù

Ar brezhoneg : war dro 207 000 brezhoneger

  •  5,5% deus ar boblañs a oar komz brezhoneg, (213 000 den war Breizh istorel).
    An oad keitad a zo 70 bloaz : + 7 ans 1/2 abaoe 2007.
  • 3,5% deus ar boblañs a gompren ar brezhoneg hep gouzout komz ar yezh
  • 31% a oar un nebeut gerioù pe troioù-lavar.
  • Dre vras, 40% deus ar boblañs en deus un nebeut ouiziegezh war ar brezhoneg.

Ar gallaoueg : 191 000 a ra gant ar yezh gallaoueg

  • 5% deus ar boblañs a oar komz gallaoueg (196 000 den).
  • 4% deus ar boblañs a gompren ar gallaoueg hep gouzout komz ar yezh.
  • 15% a oar un nebeut gerioù pe troioù-lavar.
  • Dre vras, 40% deus ar boblañs en deus un nebeut ouiziegezh war ar gallaoueg.

 27% deus ar boblañs a lavar klevout brezhoneg pe gallaoueg ur wech bep miz d’an nebeutañ.

[Lenn an enklask hollek]

[bloc-gris]

KOLLOK ETREBROADEL BREZHONEG, YEZHOÙ MINORELAET : DAZONT HA TREUZKAS ER FAMILHOÙ
23 ha 24 a viz du 2018 – Skol-Veur Kreisteiz Breizh en Oriant

Ken-aozet gant Kuzul sevenadurel Breizh ha Skol-Veur Kreisteiz Breizh, o vodañ arbennigourien eus c’hwec’h Skol-Veur europat en do ar c’hollok ar palioù-mañ :

  • deskrivañ stad an treuzkas er familhoù o keñveriañ un toullad yezhoù minorelaet all en Europa ar c’hornôg ;
  • diskouez pegen pouezus eo an treuzkas er familhoù evit ma chomo bev ar brezhoneg hag ar yezhoù minorelaet ;
  • kinnig binvioù d’an dilennidi evit ma vo kemeret e kont an treuzkas er bolitikerezhioù publik. [/bloc-gris]