Author: bcdadmin
Displeget e vez emgann an Alre e-touez un teuliad war Bretania.fr
D’ar 6, d’an 9 ha d’an 12 a viz Ebrel 2014 e vo Meurlarjez e Naoned.
D’ar Gwener 18 a viz Ebrel, nebeut amzer goude ar gouel-se, e teuy ar skol-veur war vale lakaet da vont en-dro gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e ti kartier enez Naoned, etre 6 eur 30 hag 8 eur 15 noz. E-kreiz ar gaoz e vo meurlarjez, da geñver an abadenn eskemmoù ha divizoù nevez-se.
Kalzig a vodoù zo, e Bro-C’hall koulz hag er bed, da lidañ meurlarjez, a vez gwisket gant livioù ha stummoù disheñvel e pep lec’h. Met piv eo an dud a ra hag a lid ar gouel-se ? Peseurt palioù o dez ar re a ro o chemet war veurlarjez da dud all ? Penaos bezañ sur e pado seurt gouelioù hag a zo, da vat, ul lodenn deus hon glad sevenadurel dizanvez ?
D’an holl c’houlennoù-se e klasko hon frezegennerien respont :
– Nathalie Gauthard : leurenniñ-ha-tudoniourez, mestrez prezegenniñ e Nice ha prezidantez Kelc’h gall al leurenniñ-ha-tudoniezh. O studiañ e vez temoù ar gened, argerzhoù an idantelezh hag ar sevenadur a-vremañ, hag an treuzkas chemet e lidoù meurlarjez e Brazil, Bro-Frañs ha Gwiana. Lid meurlarjez hag argerzhoù an treuzkas ac’h ay d’ober danvez he frezegenn.
Levr: Fêtes, mascarades et carnavals. Circulations, transformations et contemporanéité, embannadurioù L’Entretemps, da zont er-maez e 2014.
– Blodwenn Mauffret : doktorez war ar studioù c’hoariva. Studiet he deus bet lid meurlarjez e Cayenne, ha displegañ a ray an doareoù disheñvel da lidañ meurlarjez du-hont.
– Daniel Dupouet : perzhiad e lidoù meurlarjez ouzhpenn 50 vloaz zo. Ur mailh eo deut da vezañ war ar sevel pennoù bras Meurlarjez. Kontañ a ray deus e skiant-prenet e-giz perzhiad e Meurlarjez, displegañ a ray e chemet ha penaos emañ en soñj treuzkas anezhañ.
– Carole Tymen : lid Meurlarjez e Douarnenez a zisplego, koulz hag he skiant-prenet e-giz perzhiadez el lid-se. Komz a ray deus an abegoù zo da zerc’hel gant lid Meurlarjez.
Distagañ en brezhoneg, nag a pejoù a vez kavet !
5 pennad kentañ ar web-rummad “Klichedoù war Breizh” a zo bet sellet ouzhpenn 30 000 gwech (strollet). Trugarez !
Enlinenn e vo ar pennad o tont d’ar 1añ a viz ebrel (ha n’eo ket ur peskig ebrel…)
Evit a re na anavezont ket ar web-rummad “Klichedouù war Breizh” c’hoazh, kit d’ober un tamm tro amañ : http://bcd.bzh/category/videos/cliches-bretons/
Kemer a ray perzh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e Emgavioù daouvloaziek al levrioù istor e Pondi, etre an 11 hag an 13 a viz Ebrel, war dem « Istor ar festoù », e-liamm gant tem kreiz Becedia, skol-veur war vale BCD/S.
Ar blijadur en do Charles Quimbert, rener BCD/S, da gemer perzh en daol-grenn (e brezhoneg !) a vo d’ar Sul 13 a viz Ebrel, da 3 eur gk e palez ar c’hendalc’hioù, ha gouestlet d’ar festoù-noz. Ur stalig brudañ a vo dalc’het gant tud BCD/S ivez, e-kreiz saloñs al levrioù, a roio digarez dezhe da zisplegañ o oberennoù brudañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted.
Diskouezet e vo ivez Bretania, an danvez ac’h a d’ober anezhi hag he mont en-dro.
Evit goût petra a vo kinniget deoc’h da geñver an emgavioù daouvloaziek, emgav war lec’hienn web Kêr Pondi : http://www.pontivy.fr/index.php/biennale-2014/
Bep miz e vo embannet daou deuliad dre dem war bretania.fr gant Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù. D’ober anaoudegezh gant Breizh, pe da gompren anezhi gwelloc’h e talvezint deoc’h. Savet e vo an teuliadoù-se, kaset da benn vat ha skeudennaouet a-drugarez kenoberourien ar Porched, gant tud a-vicher anavezet. Liesseurt e vo an temoù : istor, douaroniezh, yezhoù Breizh, tudoniezh, lennegezh, glad dizanvez, relijion, natur…
C’hwec’h teuliad zo enlinenn c’hoazh :
- Ar Bonedoù ruz
- Bevenn ar Reter
- Breizh 1914
- An drouized en Henamzer
- Distagañ an anvioù-lec’h
- Miz Gouere-miz Eost 1914, ar Vreizhiz o vont d’ar brezel
Disparti an Iliz hag ar Stad e 1905 a vo tem an teuliad da zont.
Emgav war bretania.fr
Pesketaerien ar bed a bezh a vo war well en Oriant d’ar 25 betek an 30 a viz meurzh 2014 e-pad 6vet emgav gouel etrebroadel filmoù “Pesketaerien ar Bed”.
Titouroù : http//www.pecheursdumonde.org.
Kavet e vez Bretania war ar rouedadoù Facebook ha Twitter !
Ingal e vo embannet keleier warne :
- Da Lun : titl-pennañ ar c’hazetennoù ; lennit titloù-pennañ ar c’hazetennoù meur a zegadoù bloavezhioù zo !
- Da Veurzh : divinatez ar sizhun ; deoc’h da glask dirouestlañ anezhi a-drugarez Bretania.
- Da Verc’her : kaset e vo deoc’h ar c’heleier bet embannet gant ur c’henoberour.
- Da Yaou : un diell pe un dudenn bennak a vo lakaet war-wel, bet kavet e dalc’hadoù ar genoberourien.
- Da Wener : dirouestlet e vo an divinatez !
Evit mont da heul Bretania, n’eus tra aezetoc’h :
Facebook : http://www.facebook.com/BretaniaBzh
Twitter : http://twitter.com/BretaniaBzh
Pempvet abadenn Becedia, skol-veur war vale savet gant BCD/S, zo bet dalc’het e Ti ar Vro Treger Goueloù d’ar Sadorn 1añ a viz Meurzh e Kawan.
Displegañ penaos eo bet mestroniet ar festoù gant ar pennoù-bras (politikel ha relijius) a-hed an amzer a oa pal an abadenn.
Gant Marc Clérivet, kelenner titlet war ar sonerezh hengounel (kan, dañsoù ha sevenadur, ha stummadur war ar sonerezh) e Skolioù-soniñ Meurgêr Brest (CRD) ha Meurgêr Roazhon (CRR), e oa bet boulc’het ar gaoz ha displeget penaos zo bet klasket ingal, gant an dud a iliz, bezañ mistri war ar festoù, ha war ar modoù da zañsal peurgetket.
Gant Patrick Gourlay, kelenner war an istor-douaroniezh, zo bet graet anv deus beajoù ar brezidanted : penaos e veze aozet ar beajoù-se er broioù, petra ’veze goulennet ober gant tud ar broioù-se, petra ’faote d’ar Stad… Beaj ar prezidant Edgar Faure e Breizh e 1896 zo bet lakaet da skouer.
Hirie e tigresk ster lidañ ar gouelioù, pa glask muioc’h-mui an dud ur blijadur dezhe o-unan. Sell aze pezh zo bet displeget gant Benoît Careil, rener Adrenaline, ur gevredigezh tud hag a stourm evit ma vije meret gwelloc’h ar festoù.
Evit echuiñ eo bet Julien Cornic, kenurzhier Ti ar Vro Treger Goueloù, o kontañ, diwar e skiant-prenet, peseurt diaesterioù a zo kement skoilhoù war hent aozourien ar festoù : reoladoù ofisiel, redioù hervez lezenn, kiriegezhioù a-bouez, lezennoù…
Komzoù dedennus-bras zo bet da heul etre ar selaouerien hag ar brezegennerien.
Echuet eo bet an abadenn gant ur fest-noz war plañchod sal ar gouelioù, ha diskouezet zo bet, gant perzhidi zo, e oant kanerien a-feson !