Un diskouezadeg war ar c’hantennerezh a vez kinniget a-hed gouel ar “Bogue d’Or” e Redon d’ar 25 ha 26 a viz here.
Titouroù amañ : http://www.gcbpv.org/?page_id=108
Titouroù amañ : http://www.gcbpv.org/?page_id=108
Sellit ouzh pennad Frañs 3 war ar savenn kleweled Bed : www.bretagne-et-diversite.net
Ingal e vo embannet teuliadoù niverus, savet war gant arbennigourien anavezet.
Dre ur gartenn etre-oberiat hag ur frizenn kronologel vo moaien deoc’h adkavout an deiziadoù pouezus ha darn vrasañ al lec’hioù meneget en teuliadoù.
Atersadenn Erwan Vallerie da welet.
Gant Rannvro Breizh zo bet roet lañs d’ar raktres Bretania ha gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù e vez lakaet da vont en-dro.
Dielloù (350 000 renablet e miz mezheven 2014 !) a denn d’ar sevenadur ha d’ar glad ac’h a d’ober teñzor Breizh a vez miret ha skignet gant tud oberiant en ur rouedad bras.
Unanet eo ar berc’hennien-se dre ar porched Bretania, a ro moaien deoc’h da furchal an holl zielloù war ar memes tro.
Diwar intrudu Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù eo bodet darn vrasañ an hentadoù-studi divyezhek, kevredadoù an dañs hag ar sonerezh e Breizh, an Tiez-bro, dilennidi ha tud e karg eus kevredigezhioù, ha ganto holl eo bet soñjet e vefe ar prantadoù-se un digarez a-zoare da gas danvez Breizh d’ar skolidi.
Rak e-mesk aozadur nevez an amzer-skol, e vo posupl e gwirionez kinnig stalioù-labour liammet gant sevenadur Breizh : c’hoarioù Breizh, istor, sevenadur, kontadennoù, dañsoù, sonerezh, gouren, broderezh, kan, arzoù plastek…
O labourat emañ neuze ar strollad TAP Breizh evit kas war-raok sevenadur Breizh e-mesk ar strollegezhioù. Kinnig a ra neuze BCD Sevenadurioù renabliñ an holl ezhommoù, da c’houzout pezh emaint o c’hortoz kaout a-fed sevenadur Breizh, hag ivez renabliñ an oberiantizoù kinniget, evit ma vefent aesoc’h da dizhout e pep korn ar vro.
[bloc-noir]
Emaoc’h o klask aozadurioù prest da ginnig deoc’h oberiantizoù ober anaoudegezh gant ar sevenadur ar vro, he yezhoù, he glad.
Kinnig a reomp deoc’h un daolenn e-lec’h ma vez renablet oberiantizoù kinniget e Breizh.
[/bloc-noir]
[bloc-gris]
Lakaat a reomp en ho kerzh un teul aes da leuniañ. Ha gant an titouroù bet dastumet e vo klokaet an daolenn war hol lec’hienn. 
[/bloc-gris]
Penaos diforc’hañ Breizh-uhel deus Breizh-izel ?