Afer Vreizh, 1763-1774

Aozer : Gauthier Aubert / Du 2016
“ Un afer digomprenus pe-dost ”: sed aze penaos e tispleg Mona Ozouf berr-ha-berr ar pezh zo bet unan eus an aferioù politikel entanusañ e fin ar Renad kozh gall. Gwech anvet “ afer Vreizh ”, gwech anvet “ afer La Chalotais ”, an abadenn (a bad un dek vloaz bennak) he deus lakaet Breizh e-kreiz buhez politikel Bro-C’hall ha diskuilhet an enebiezh etre daou zen : de Caradeuc de La Chalotais, prokulor meur ar roue e parlamant Breizh, hag an dug d’Aiguillon, penngomandant ar roue e Breizh.

Rekizoù an telloù ha frankizioù Breizh

Kregiñ a ra an afer gant ezhommoù arc’hant ar vonarkiezh a zo o klask arc’hantiñ brezel ar Seizh Vloaz (1756-1763) a zo o paouez echuiñ a-enep Bro-Saoz. Klemm a ra kannaded stadoù Breizh peogwir ez eus  dreistgwirioù telloù  e Breizh. Kengred eo parlamant Roazhon gant ar stadoù, ha tammallet e vez an dug d’Aiguillon, kannad pennañ ar gouarnamant (1764), da vezañ un despot. Ha setu lañset afer Breizh.

Daoust ma ro ar gouarnamant gwarantoù evit ma sioulao buan an traoù, e talc’h ar parlamant divrall d’e vennoz, hag e teu ar jeu da vezañ stenn. Un emgann politikel a grog etre Versailhez ha Roazhon, tenn eo an darempredoù. Tri denjentil breizhat tamallet da vezañ lakaet mesk a zo harluet gant d’Aiguillon. Gourc’hemenn a ra ar parlamant e vefe roget un urzh a-berzh ar roue a c’houlenne e vefe savet un taos. Galvet eo ar parlamant a-bezh gant ar roue met ne cheñch netra : e miz Mae 1765 e tiviz an holl dud-a-lezenn reiñ o dilez.

La Chalotais

Louis-René de Caradeuc de La Chalotais Mirdi an arzoù-kaer e Roazhon

E lez ar roue e soñj d’an dud ez eo kiriek La Chalotais eus kement tra. An den speredek-se hag a zo arouezius eus uhelidi sklêrijennet ar proviñsoù, en deus, nebeut amzer a-raok, kemeret perzh e skarzhadenn ar jezuisted, en deus ivez, hervez kont, c’hoant da vezañ ministr abalamour d’e varregezhioù war dachenn an agronomiezh, a zo harzet a-daol-trumm e miz Du 1765, kaset da gastell an Tarv e bae Montroulez, ha sparlet e Sant-Maloù da c’houde.

Petra ’vez rebechet dezhañ ? Bezañ dizoujet d’e garg a zileuriad ar roue er parlamant moarvat, bezañ arouez an eneberien a dra sur, met ivez, war a seblant, bezañ emellet e aferioù politikel displann, gant mestrezed Loeiz XV, gant ar pal bezañ anvet er gouarnamant.

En toull-bac’h, e skriv La Chalotais un destenn entanet, en em ziskouez a ra evel ur merzher tamallet en un doare direizh. Voltaire e-unan a zifenn anezhañ ha dont a ra La Chalotais da vezañ haroz Breizh ha hini Kantved ar sklêrijenn war un dro, hag emgann ar mennozhioù d’ober e reuz. E Pariz e ro Loeiz XV d’ar parlamant, kengred gant ar Vretoned, ur gentel vammus a hollveliegezh, manet brudet dindan an anv a “ Abadenn ar Skourjezadur ” (1766).

 

Ar Re Zifoutre hag an Orañjerien (Tud-a-lezenn tennet o c’harg diganto)

Disrann a sav neuze er gevredigezh bolitikel vreizhat – noblañsoù ha bourc’hizien – evel ne oa ket bet moarvat abaoe amzer ar C’hevre etre ur vinorelezh feal d’ar roue (Ar Re Zifoutre) hag ar muiañ-niver a zifenn “frankizioù Breizh ” (an Orañjerien). Dont a ra a-benn d’Aguillon da adsevel ur parlamant gant un toullad tud feal, met lakaet int bet a-gostez buan-tre. Brudet gant libelloù, flemmskridoù, kanaouennoù pe engravadurioù, e teu an afer da vezañ kizidik hag entanus, gant ur bern darvoudoù da heul ; n’eo ket un tabut politikel boutin ken. E Roazhon dreist-holl, kreizenn an tabut, emañ ar gudenn war gement tachenn bolitikel a zo.

Sioulaat a ra un tamm an traoù pa ro d’Aiguillon e zilez. An holl o doa kasoni outañ. E 1769 ez eus bet kavet un emglev arc’hant zoken hag adsavet ar parlamant. Joa ha levenez a zo e Breizh, e Roazhon dreist-holl hag ivez e Kemper, Naoned pe Sant-Maloù. La Chalotais, harluet etretant e Saintes, n’en deus ket ar gwir da zont da Vreizh en-dro.

Ti Marbeuf ( Caradeuc a-raok) perc'henniezh La Chalotais, harzet e voe eno 1765 hag eno e varvas e 1785.

Afer ar parlamantoù

Er Frañs a-bezh ez anavezer an afer pa grog prosez an dug d’Aiguillon gant parlamant Pariz. Torret eo ar prosezadur gant ar roue, ha dre-se eo strafuilhet an dud-a-lezenn hag an dud desket. Diwar adkrog an enkadenn e vo savet an adaoz Maupeou, diwar anv ar c’hañseller o ren : e plas ar parlamantoù e stalier lezioù-barn gant tud-a-lezenn n’int ket perc’henn war o c’harg. Hag adarre, eus a bep tu e tamaller an despotegezh. Etretant eo deuet d’Aiguillon da vezañ ministr an Aferioù diavaez hag asambles gant ar beleg Terray (ministr an arc’hant) hag ar c’hañseller Maupeou ez eus diouto un triad kreñv. Marv Loeiz XV e 1774 a zo un troc’h. C’hoant en deus e warlec’hiad da gregiñ e ren en un doare seder, ha skarzhañ a ra ar skipailh ministred hollc’halloudek ha start bloavezhioù diwezhañ Loeiz XV. Gervel a ra Loeiz XVI en-dro ar parlamantoù evel ma oant a-raok ha reiñ a ra aotre da Le Chalotais da zont en-dro da Vreizh. Un trec’h hag un enor eo e zistro da gêrbenn Vreizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Afer Vreizh, 1763-1774 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/afer-vreizh-1763-1774

Levrlennadur

  • Aubert Gauthier, « Le duc d’Aiguillon, La Chalotais et l’Affaire de Bretagne », dans Dominique Le Page, 11 questions d'histoire qui ont fait la Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2009, p. 209-234 (la plus récente synthèse).
  • Carré Henri éd. La Chalotais et le duc d’Aiguillon, correspondance du chevalier de Fontette, Paris, Librairies-imprimeries réunies, 1893 (disponible sur Gallica : http://catalogue.bnf.fr/ark:/12148/cb304483688).
  • Chaline Olivier, « Les gens du roi, "hommes du roi" ? », dans A.-J. Lemaître, O. Kammerer éd., Le pouvoir réglementaire, Rennes, 2004, pp. 223-240.
  • « Bretagne, noblesse et dévotion : les Le Prestre au Parlement de Rennes », dans A.-M. Cocula, J. Pontet éd., Itinéraires spirituels, enjeux matériels en Europe. Mélanges offerts à Philippe Loupès, Bordeaux, 2005, t. II, pp. 59-84.
  • « Les infortunes de la fidélité. Les partisans du pouvoir royal dans les parlements au XVIIIsiècle », dans HES, 3, 2006, pp. 335-353 (disponible sur Persée : .http://www.persee.fr/web/revues/home/prescript/article/hes_0752-5702_200...).
  • « Qui sont les Ifs ? » dans C. Le Mao, dir., Hommes et gens du roi dans les parlements de France à l’époque moderne, Bordeaux, MSHA, 2011, pp. 55-66.
  • Daireaux Luc, Le feu de la rébellion ? Les imprimés de l’Affaire de Bretagne (1764-1769), Paris, Honoré Champion, 2011, préface de Gauthier Aubert.
  • Lemaître Alain J., « La Chalotais : de la cause de la nation à une fortune personnelle », dans C. Le Mao, dir., Hommes et gens du roi dans les parlements de France à l'époque moderne, Bordeaux, MSHA, 2011, pp. 155-170 et « La Chalotais et l’État : questions sur le despotisme éclairé », Parlements, revue d’histoire parlementaire, n° 1, janvier 2011.
  • Meyer Jean, La Chalotais. Affaires de femmes et affaires d’État sous l’Ancien Régime, Paris, Perrin, 1995.
  • Pocquet du Haut-Jussé Barthélémy, Le duc d'Aiguillon et La Chalotais, Paris, Perrin, 1900, 3 volumes (reste le travail de référence).
  • Pocquet du Haut-Jussé Barthélémy, Histoire de Bretagne, tome 6 : 1715-1789, Rennes, J. Plihon et L. Hommay, 1972 (réédition de l'ouvrage de 1914 qui reprend de manière synthétique les acquis du livre précédent) ; disponible sur le site de la BU de Rennes 2 : http://bibnum.univ-rennes2.fr/items/show/354.
     

 

Evit gouzout muioc’h :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù