Louis-René de Caradeuc de La Chalotais (1701-1785)

Aozer : Gauthier Aubert / Du 2016

An hini a reer « La Chalotais » outañ a ziskenn eus ur familh noblañsoù parlamantel a vro Roazhon ha Dinan. Kaoz a zo diwar e benn adalek 1752 pa’z eo anvet da brokulor meur e Breujoù Breizh, da lâret eo unan eus kannaded pennañ ar roue er proviñs. Hollbouezus eo e roll er « polis » (melestradurezh hollek), strewiñ a ra mennozhioù arouezius Kantved ar sklêrijenn war meur a zachenn, hag a-du emañ gant ur galloud roueel kreñv. Kemer a ra perzh e Kevredad labour-douar Breizh (an hini kentañ e Bro-C’hall, krouet e 1757), agronomour eo ivez ha difenn a ra mennozhioù a-du gant frankizekadur kenwerzh ar greun. Brudet e teu da vezañ e diavaez Breizh e 1761, gant embannadur e skrid danevell Diazezadur ar Jezuisted ; dre-se e kemer perzh evit o skarzhañ er-maez ar rouantelezh. E 1763 ec'h embann skrid-arnod an deskadurezh stad / Essai d’éducation nationale (ijinet gantañ an dro-lavar). Embann a ra emañ a-enep kelennadurezh ar bobl hag a-du gant skolajoù dizalc’h diouzh an iliz met dindan ar Stad. Emañ Voltaire a-unan gantañ. En em welet a ra moarvat evel ministr e gouarnamant Loeiz XV pa’z eo paket en un afer a zoug e anv. En em ziskuliañ a ra evel difenner dreistgwirioù Breizh. War-lerc’h an afer-se ec’h adkav e blas Breujoù Breizh  hag e chom eno betek e varv. Arouezius eo e vuhez eus kemplezhded Kantved ar sklêrijenn e Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Louis-René de Caradeuc de La Chalotais (1701-1785) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/louis-rene-de-caradeuc-de-la-chalotais-1701-1785

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù