An afer Cairon : an enep-sparlvezegezh o toullañ e hent e Breizh.

Aozer : Anatole Ar Bras / Gwengolo 2020

D’an 3  a viz du 1869 e krogas « L’Électeur du Finistère », kazetenn an tu enep d’an Impalaeriezh gant un tabut dic’hortoz. Dindan an titl « Al lezenn diwar ar re sot » ez embanne ar gazetenn-se un hir a desteni digant an avokad Lucien Cairon hag a zisklêrie bezañ bet sparlet hep tamm abeg reizh ebet e sparlvaoù Sant-Meven (Roazhon) ha Sant-Atanaz (Kemper) e-kerzh ar bloavezhioù 1867 ha 1868.

Da soñj ar pennkazetenner e oa diouzh an testeni-se ur skouer grevus ouzhpenn eus « an hir a roll eus ar  gwalloberoù a vez kaset war zigarez lezenn 1838 diwar ar re klañv o bred ». Hag an tabut da washaat, d’an 19 a viz du, da heul ur respont da g/Cairon, bet kaset d’ar memes kazetenn gant an doktor Pennkêr o tifenn koulz ar vezeien bet lakaet e kaoz ha lezenn 1838. Hervez ar sparlvezeien e vije Cairon « loariet-lip »… « ha pa vefe poell en e soñjezonoù » a anzavent c’hoazh. Ne voe ket fin an traoù avat : e fin miz gouere 1870 e voe sparlet Lucien Caron e ospital Sant-Atanaz ur wech c’hoazh goude bezañ bet harzet gant an archerien e Brest war zigarez « bezañ degaset trubuilh en urzh publik gant e istrogellajoù ». Aet e oa e skiant war fallaat. Mervel a reas Lucien Cairon e sparlva Kemper d’ar 15 a viz genver 1875.

Daoust ha bac’het e oa bet Cairon a-did pe ijinet e oa bet e damaloù gantañ pa ne oa ket pareeet da vat evit c’hoazh ? N’eo ket barnañ kefridi an istorourien. Degas war wel ar bras ma oa an tabut diwar ar sparlañ tud aet o skiant da fall, koulz klañvidi, kazetennoù ha poblañs Breizh o kemer perzh ennañ, a c’hellont ober bepred. Rak perzh eo bet Breizh eus an emsav « enep-sparlvezegezh » a oa bet e Bro-Frañs e fin an Eil Impalaeriezh : un dason e oa an afer Cairon da hini Sandon, un avokad all hag a gasas kement a reuz hag egile o klemm ouzh ar mod ma oa bet sparlet e Charenton.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anatole Ar Bras, « An afer Cairon : an enep-sparlvezegezh o toullañ e hent e Breizh. », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/an-afer-cairon-an-enep-sparlvezegezh-o-toullan-e-hent-e-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité