Deroù ha diorroadur sparlvaoù ar « re sot » e Breizh

Aozer : Anatole Ar Bras / Gwengolo 2020
Meur a « ospital ar re sot » a voe savet e Breizh e-kerzh an XIXvet kantved, evel e lec’h all, dre ma soursied muioc’h-mui eus kleñvedoù ar bred d’ur c’houlz ma oa ar yec’hedouriezh en he barr. Met piv eta a oa ar re sot-se a veze sparlet neuze ? Diaes eo ober kemm, e gwirionez, etre ar re klañv da vat hag ar re a veze disfi oute war zigarez bezañ perzh eus « ar renkadoù dañjerus » evel ma rae lod dioute.

Deroù ha diorroadur sparlvaoù ar « re sot » e Breizh

E tost holl departamantoù Breizh an hini e voe digoret ospitalioù arbennikaet a-raok lezenn 1838. E Gwened e voe digoret ur rann evit ar re bet kollet o skiant vat gante e 1818, ha kement all e Kemper e 1826 hag e Sant-Brieg e 1832. E 1835 e voe digoret sparlvaoù Sant-Jakez e Naoned ha Lehon, e-tal Dinan. Klokaet e voe ar rouedad-se gant sparlvaoù Bear ha Lezveleg e 1858 hag e 1886.

Gant lezenn an 30 a viz even 1838 e voe aezetaet ar sparlañ war ar prim, hervez daou vod : « dre urzh » digant ar prefed pe « diwar c ‘houlenn » digant unan nes ha diwar un testeni mezegel. E departamant Aodoù-an-Hanternoz e voe klasket sparlañ klañvidi zo er gêr, met ne voe ket kavet gwall efedus ar mod-se d’ober. A-benn ar fin ne voe kavet mod talvoudus all ebet da gemer ar re klañv o bred e karg estroc’h evit sparlañ anezhe en un ensavadur a-ratozh.

Ensavadurioù a bep seurt mod a voe savet hervez reizhad lezenn 1838 : sparlvaoù publik, rannoù ospitalioù ar re gozh ha sparlvaoù prevez. Ensavadurioù relijiel an hini a voe an daou sparlva bet digoret e departamant Aodoù-an-Hanternoz : hini Lehon, e-tal Dinan, a voe digoret e 1835 gant breudeur Sant-Yann a Zoue ha hini Bear, a voe krouet e 1858 gant kumuniezh ar Salver-Mat eus Caen. Kalz a dud a relijion a veze implijet er sparlvaoù-se, koulz publik ha prevez. E deroù an XXvet kantved e oa 75 a glañvdiourezed pe a glañdiourien sivil ha 23 a seurezed kumuniezh Sant-Visant a Baol e sparlva Sant-Meven.

Ospital ar re sot e Lehon, hanterenn gentañ an XXvet kantved (Kartenn bost). Mirdi Breizh. 970.0049.7396.2

E deroù ar bloavezhioù 1860 e voe sinet kevratoù etre ensavadurioù zo e Breizh ha departamant ar Seine evit gallout degemer sparlidi ouzhpenn. Peurliesañ e veze dibabet tud klañv n’halled ober seurt d’o fareañ, koulz lârout, ha kaset e vezent da Vreizh da dremen deizioù diwezhañ o buhez. Evel-se an hini e voe divroet ingal, adalek 1870, tud eus departamant ar Seine da sparlva Bear, betek 500 anezhe e 1900 ! Deuet e oa Breizh da vezañ douar divroañ ha sparlañ ar Barizianed aet o skiant vat digante.

Ar sparlañ en e varr en XIXvet kantved

Derc’hel a reas ar sparlañ da vont war gresk a-hed an XIXvet kantved, bep ma veze desket gant muioc’h-mui a dud – kerent, amezeien, maerioù, archerien ha poliserien - ar mod d’en em zizober eus unan bennak, nes pe nesañ. Ouzhpenn 1000 a glañvidi a oa e sparlva Sant-Meven e Roazhon e fin ar c’hantved.

La population des asiles bretons au 1er janvier 1892.

Er c’hêrioù bras e paote ar follentez dreist-holl : dont a reas ar gêriz da vezañ ar brasañ niver eus sparlidi Penn-ar-Bed e deroù an XXvet kantved pa oa c’hoazh an tri c’hard eus poblañs an departamant o chom war ar maez. Labourerien a oa ivez ar pep brasañ anezhe : devezhourien ha devezhourezed, artizaned ha koñversañted vihan evit ar wersed ; mitizien ha micherourezed ar gwriat evit ar merc’hed… ha pa gave ar follentez bod en holl renkadoù sokial, betek e-touez ar re binvidikañ a c’helle feurmiñ ur plas en ur rann azasaet d’o renk.

An alkolegezh an hini a oa pennkaoz d’ar sparlañ gwersed. « Siwazh, e Breizh ne vezer na mezhekaet nag izelaet gant ar vezventi » a glemme mezeg sparlva Lezveleg e 1906. Gwashoc’h e oa an traoù c’hoazh e Penn-ar-Bed a gave d’an doktor Lagriffe e 1912 pa rae eus an departamant-mañ « Enez an dreistalkolegezh stank-ha-stank ». Evit ar merc’hed avat, e c’houzañve ur c’halz anezhe diwar diwaskadennoù don, ha merzet e voe gant ar vezeien e veze alies « an damantoù relijiel » hag « ar ranngalonoù-tiegezh » pennkaoz d’o follentez.

Dor vras ospital Sant-Meven, brasañ sparlva Breizh e deroù an XXvet kantved. Dielloù departamant Il-ha-Gwilun. 6Fi Roazhon 250.94Pevar bloavezh-pad, well-wazh, e veze sparlet ar re glañv e Kemper hag e Montroulez e eil hanterenn ar c’hantved. Dishañval e oa tonkad ar wersed hag ar gwragez sparlet avat, diouzh kleñved pe gleñved, diouzh o renk sokial ha diouzh an implij a rae ar familhoù eus ar sparlañ ivez. Kalz diaesoc’h e oa d’ar gwragez mont er-maez, d’an intañvezed ha d’ar merc’hed dizimez dreist-holl, evit na oa d’ar wersed. Ouzhpenn hanter-kant vloaz e chomas sparlet tud zo zoken. Reoù all avat a rae ur monedone dibaouez etre mont e-barzh ar sparlva ha dont d’ar gêr en-dro.

Ar sparlvaoù war an diskar

Enket en em gavas sparlvaoù Breizh e fin ar c’hantved, bet graet kement a verzh gante ken e oant arru leun-chouk. 509 a glañvidi a oa e sparlva Kemper e 1892 pa oa plas evit 471 anezhe ennañ. Hervez ur rentañ-kont bet savet e 1902 e oa berniet ar glañvidi er c’houskvaoù ha war washaat ec’h ae ar yec’hedoniezh er sparlva. Evit ar pare avat e oa ken rouezh ken e oa ur mantr, evel e kement sparlva e Bro-Frañs. Krog e oa ar sparlvezeien da vezañ teñval o fenn. A bep tu en em gave enket ar sparlvaoù a-benn neuze, ha taer e teuas da vezañ an tabut foran diwar ar sparlvezeien hag o doareoù d’ober. Neuze, e 1860, dres e-kreiz trubuilhoù fin an Eil Impalaeriezh e c’hoarvezas an afer Cairon a ziskouez mat ne oa ket chomet Breizh er-maez eus tabut an « enep-sparlvezegezh ».

Klask a reas un toullad mezeien talañ ouzh an enkadenn oc’h arnevesaat ar bredvezegezh. C’hwitañ a reas avat raktres an doktor Baume er bloavezhioù 1880 pa savas ur baeroniezh e Kemper evit souten ar glañvidi deuet er-maez eus ar sparlva. Tamm-ha-tamm ez eas doareoù ar sparlvezegezh war frankaat memestra. E pep lec’h e voe aotreet ar glañvidi da vont er-maez « betek goût ». E 1906 e voe roet an aotre-se da 28 klañvad e sparlva Lezveleg ha 22 dioute a dapas bezañ laosket da vont da vat. Ne voe ket trawalc’h gant ar c’hemmoù-se, a dalvezent da re nebeud a glañvidi, pell eus an nevezintioù bras a voe degaset d’ar memes koulz e departamant ar Seine, evit tennañ sparlvaoù Breizh er-maez eus ar skosell ma oant enket enni.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anatole Ar Bras, « Deroù ha diorroadur sparlvaoù ar « re sot » e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/derou-ha-diorroadur-sparlvaou-ar-re-sot-e-breizh

Levrlennadurezh :

 

  • Fauvel Aude, « Témoins aliénés et “Bastilles modernes” : une histoire politique, sociale et culturelle des asiles en France (1800-1914) », thèse d’histoire sous la direction de Jacqueline Carroy, École des hautes études en sciences sociales, 2005.
  • Fillaut Thierry et Le Foll Jean-Alain, « Les institutions psychiatriques de la Révolution à nos jours », in Pecker Jean, Avril Jean-Loup et Faivre Jean (dir.), La Santé en Bretagne, Paris, Hervas, 1992, p. 152-160.
  • Eymann Olivier, Être fou au XIXe siècle : moralisation et normalisation des internés d’office d’un asile de province, coll. « L’histoire du social », Paris, L’Harmattan, 2006.
  • Le Bras Anatole, « L’asile d’aliénés et le désordre des familles », Revue d’histoire du XIXe siècle, n° 53, 2016/2, p. 171-187.
  • Le Bras, Anatole, Un enfant à l’asile. Vie de Paul Taesch (1874-1914), Paris, Editions du CNRS, 2018.
  • Mauvisseau Frédéric, « Contribution à l’étude historique de l’hôpital psychiatrique de Morlaix (Finistère) », thèse pour le doctorat en médecine, Paris 6 Pierre-et-Marie-Curie, faculté de médecine Pitié-Salpêtrière, 1982.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité