An argadenn « Chariot » e Sant-Nazer d’an 28 a viz meurzh 1942 : cheñchet penn d’ar vazh e emgann ar Meurvor Atlantel

Aozer : Hubert Chémereau / Ebrel 2019
Brudet eo an argadenn « Chariot » da vezañ an taol kaerañ bet kaset gant komañdoioù en Eil Brezel Bed. Startijenn a savas en-dro er Saozon pa dapjont distrujañ ar poull-sec’h Joubert, an hini nemetañ war aodoù ar Meurvor Atlantel en dije gellet an Tirpitz, ur vag hobregonet alaman bras-divent, bezañ adkempennet ennañ. Ur gwir trec’h e voe an taol-se, bet kaset e Sant-Nazer, ha pa goustas ker-ruz : lazhet e voe 169 den, ha 232 den all a voe tapet da brizonidi.

D’an 12 a viz genver 1941 ez urzhias Hitler ma vije kaset ar vag hobregonet Tirpitz en ur fjord e Noriya. Ken kreñv e oa ar vatimant-se ken ne oa bag ebet all evit mont a-benn dezhi. Boueta Breizh-Veur an hini a lakae honnezh en arvar ha dañjer vras a oa ivez ec’h afe da gaout flodad alaman Brest evit mont betek porzh Sant-Nazer da vezañ adkempennet eno. Ken gwazh ken e oa savet mall bras e Churchill tapout he sparlañ mod pe vod. Goulenn a reas neuze ma vije studiet ar mod da zistrujañ ar poull-sec’h Joubert. Karget e voe Lord Mountbatten, Kenurzhier meur an taolioù argad etre an armeoù saoz, hag etre ar re-se hag armeoù ar Re-Unanet, d’ober war-dro an taol-se, a voe graet « Chariot » dioutañ adal neuze.

Ul luc’hskeudenn eus ar vag hobregonet Tirpitz en ur fjord e Noriya. Naval History and Heritage Command : NH 71318

D’ar 25 a viz c’hwevrer 1942 ez urzhias pennoù-bras an arme saoz enrollañ gwazed evit kas an taol-se da vad. Goût mat a ouie ar Saozon e oa staliet 6 000 soudard alaman e Sant-Nazer, gante pezhioù kanolioù o tifenn genou al Liger. Titouroù e-leizh diwar porzh Sant-Nazer a oa bet rastellet gante avat, gant sikour ar rezistanted a oa war al lec’h : peadra da vagañ ijin frouezhus arbennigourien saoz an tarvañ.

Ar vag Campbeltown, kleze hud ar morlu breizhveuriat

Divizet e voe implijout al lestr-distrujer kozh US Buchanan da zifoñsañ dor ar poull-sec’h Joubert evit ma c’hellje komañdoioù dilestrañ ennañ. E korf dek devezh e voe treuzfurmet al lestr kozh e Devonport betek lakaat tres ul lestr-tarzher alaman warnañ. Neuze e voe karget gant danvez-tarzh sof-kont evit ma vije distrujet dor ar poull-sec’h gant ur vombezenn war zilerc’h. Dibaouez e pleustras ar c’homañdoioù e porzhioù-mor Caerdydd ha Southampton adal neuze evit dont da vezañ gouest, pa vije deuet ar c’houlz, da staliañ danvez-tarzh ar buanañ ma c’hallent e lec’hioù sañsuplañ ar poull-sec’h Joubert ha porzh Sant-Nazer.

Taolioù mistri war-vor hag er brezel war un dro

D’ar 26 a viz meurzh 1942 e kuitaas porzh Falmouth ur flodad daou lestr-distrujer ha seitek bag-tizh, asambles gant ar vatimant hobregonet Campbeltown, 345 martolod ha 264 komañdo warne. Toullañ o hent etre al listri-spluj alaman U-boot ha batimañtoù ar c’h/Kriegsmarine a ranke bigi ar Royal Navy ober. E daouarn ampart ar sonterien e voe fiziet tonkad ar flodad adal neuze, e-kreiz an noz hag e mesk ar minoù-tarzh bet hadet gant an enebour diouzh un tu, ha reuzeulioù ha peñseoù kozh genou al Liger diouzh an tu all.

Ar batimantoù HMS Campbeltown ha Castleton pa voent fiziet gant an US Navy er Royal Navy. Imperial War Museum / WikicommonsHag ar flodad da doullañ e hent etrezek porzh ar Roc’hell neuze, kement ha touellañ an enebour, kent distreiñ a-daol trumm war-zu Sant-Nazer dre un hent-mor dic’hortoz na veze ket graet gantañ ken. Boemet-lip e voe an Alamaned pa ne oant ket bet evit ijinañ e c’hellje batimantoù saoz dont eus ar c’hreisteiz, en desped da gement boazamant a oa. En tu all d’an taol-kaer kaset gant ar c’homañdoioù, e voe c’hoariet un dro verdeiñ eus ar c’haerañ gant ar Royal Navy eta o tapout kas d’o fal e-giz-se ar vatimant Campbeltown hag al listri-tizh a oa ouzh hec’h ambroug.

Da 1h27 diouzh ar beure e voe degaset banniel ar c’h/Kriegsmarine d’an traoñ ha kaset banniel gwenn ha ruz Kroaz Sant-Jord da veg gwern uhelañ ar C’hampbeltown. Sabatuet e voe an Alamaned… kent reiñ tan dezhi kement ha ken gwazh ken e voe sklêrijennet genou al Liger gant an tangwall a dapas krog el listri-tizh. Ar C’hampbeltown avat a zalc’has da reiñ tizh en tu all da 20 skoulm betek dont da skeiñ a-benn da dor ar poull-sec’h Joubert. Da 1h34 e krogas emgann Sant-Nazer. Tapout a reas ar c’homañdoioù distrujañ elfennoù pouezusañ ar porzh-mor. Evit an distro avat ne oa ket bet prientet ken brav all : ne dapas nemet pemp lestr-tizh, 222 a vartoloded hag a gomandoioù warne, kuitaat porzh Sant-Nazer. Ar re ne oant ket bet evit lestrañ e koulz, enket gant ar mor, a zalc’has da dalañ ouzh tan an enebour oc’h ober eus kêr gozh Sant-Nazer o lec’h kreñv diwezhañ. Anavezet e voe o nerzh-kalon gant an Alamanted zoken a lidas salud an armoù evit enoriñ an argadourien bet lazhet en emgann-se.

Ur berrdres bet savet gant servijoù titoura ar Saozon, ar meneg « most secret » warnañ. Gwelet e vez warnañ ar vag Campbeltown o skeiñ a-benn da dor ar poull-sec’h Joubert. The National ArchivesDa 11h30 diouzh ar beure, dres pa oa ar gomision enklask alaman war ar vatimant, e krenas kêr Sant-Nazer gant ur pezh tarzhadenn. Tarzhet e oa al lestr-distrujer, o lazhañ ouzhpenn kant soudard, ur c’halz a ofisourien en o zouez. Ken kreñv en em daolas an dour er poull ken e voe bountet ar C’hampbeltown betek an hanter anezhañ. Divent e oa an distrujoù. Splann e oa e oa fin gant bod nemetañ an Tirpitz e Breizh. Ha pa ‘z embannas propaganda gouarnamant Vichy ha hini an nazied e oa bet an argadenn Chariot ur c’hwitadenn, ez anzavas an arme alaman ar c’hontrefed en he danevell guzh. Neuze e lemas Hitler bagadoù soudarded diwar talbenn Rusia d’o c’has da greñvaat an difennoù alaman war talbenn ar c’hornog.

D’an 30 a viz meurzh 1942 ez eas titloù bras ar c’hazetennoù saoz (News Chronicle amañ) gant argadenn Sant-Nazer. Dastumad David Silvestre

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « An argadenn « Chariot » e Sant-Nazer d’an 28 a viz meurzh 1942 : cheñchet penn d’ar vazh e emgann ar Meurvor Atlantel », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/an-argadenn-chariot-e-sant-nazer-d-an-28-a-viz-meurzh-1942-chenchet-penn-d-ar-vazh-e-emgann-ar

Stasi Jean-Charles, Opération Chariot L'incroyable raid qui a redonné espoir aux Britanniques, Spézet, Coop Breizh, 2014.

Lyman Robert, Raid sur Saint-Nazaire: L'incroyable récit d'une opération commando légendaire, Bruxelles, Ixelles Editions, 2013.

Dorrian James, Saint-Nazaire: Operation Chariot 1942,  Barnsley, Pen  &  Sword, 2006.

Chémereau Hubert, « Opération Chariot Saint-Nazaire dans la Bataille de l’Atlantique », ArMen, n°187, mars 2012, p. 40-47.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù