Ar vag Campbeltown, ur gazeg Troia a vent gant filmoù Hollywood

Aozer : Hubert Chémereau / Ebrel 2019
Implijet e voe ar vag Campbeltown da dourtañ dor ar poull-sec’h Joubert. Ar pezh bombezenn war-zilerc’h a oa e don he bourzh an hini a daolas freuz bras avat.

Gant al letanant N. Tibbits, e oa bet ijinet ha savet ar vombezenn-se, asambles gant ar C’hembread W. Pritchard eus ar Royal Engineers ha S. Beattie, komandant ar vag. Bezañ oa anezhi 24 grenadenn-spluj 360 lur pouez pep hini, gwasket e pep a c’houin betoñs ha dir bet lakaet a-us d’ar pentoniad tir-eoul. Meur a wech e oa bet amprouet an tarzher, plomoù aseton-seluloz anezhañ, graet a-ratozh-kaer evit ma tarzhje ar gargad eizh eurvezh hanter goude bezañ bet lakaet war enaou.

An 28 a viz meurzh 1942 diouzh ar beure ne ouias ket an Alamanted petra soñjal o sellout eus ar c’hozh batimant a oa o paouez mont a-benn da dor ar poull-sec’h Joubert. Ha pa verzas ar re-se e oa bet tarvet al lestr, ne zamantjont ket nemeur a gement-mañ. A-ratozh-kaer e oa bet graet gant ar Saozon koulskoude, kement ha mirout e vije sachet buan ar vatimant alese. Kentoc’h evit magañ dismegañs ouzh an arvest truezus-se e vije bet gwell d’an Alamanted diwall diouzh ijin diharz ar Vreizhveuriz…

Da 11h30, dres pa oa komision enklask an Alamanted war vourzh e krenas kêr Sant-Nazer gant un darzhadenn spontus. O paouez tarzhañ e oa al lestr-distrujer, div eurvezh diwezhatoc’h evit an eur a oa bet raktreset, o lazhañ ouzhpenn kant a Almamaned, kalz a ofisourien en o zouez. Ken kreñv en em daolas an dour er poull ken e voe bountet ar C’hampbeltown betek an hanter anezhañ. Splann e oa ne oa bod ebet ken d’an Tirpitz e Breizh.

Ken kreñv e voe an darzhadenn ken e voe taolet an nor diavaez e-barzh ar poull : kement-mañ a weler war al luc’hskeudenn-mañ bet tapet goude ar brezel. Dastumad Hubert Chémereau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ar vag Campbeltown, ur gazeg Troia a vent gant filmoù Hollywood », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-vag-campbeltown-ur-gazeg-troia-a-vent-gant-filmou-hollywood

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù