André Colin

Ur Breton e penn an demokratelezh kristen
Aozer : Christian Bougeard / Kerzu 2023

A-orin eus ur familh eus Gorre-Leon, André Colin (1910-1978) en deus studiet ar gwir e Skol-veur gatolik ar C'hornôg en Añje, hag e Pariz war-lerc'h. Dont a ra da vezañ kelenner war ar gwir e skol-veur gatolik Lille e 1936. Sekretour-meur ha war-lerc'h prezidant kevredigezh katolik yaouankiz Frañs (Association catholique de la jeunesse de France) eo neuze. Soudardet eo en Arme-Vor, lec'h m'en deus ar statud a letanant-mor. E Bayrut (Liban) emañ da vare an drouziwezh. D'an 22 a viz Mezheven 1940, André Colin a c'halv an dud da genderc'hel ar stourm er radio ; e c'halv eus Bayrut n'eo ket anavezet ken mat hag hini ar jeneral de Gaulle eus Londrez. Deuet en-dro da Frañs e kemer perzh er Rezistañs o kenlabourat gant Georges Bidault, e penn Kuzul broadel ar Rezistañs (CNR) da heul Jean Moulin e 1943. Talbenn unvan ar yaouankiz broadelour (Front uni de la jeunesse patriotique) a vez aozet gantañ asambles gant tud all. Kemer a ra plas Georges Bidault er CNR pa 'z eo galvet eñ d'ar gouarnamant gant ar jeneral de Gaulle e 1944. Programm ar strollad demokrat-kristen da zont a vez skrivet gant André Colin p'emañ a-zindan guzh. Kemer a ra ar strollad an anv a Luskad republikan poblek (Mouvement républicain populaire). E sekretour-meur eo etre 1945 ha 1955, hag e brezidant evit Frañs a-bezh etre 1959 ha 1963.

Anvet eo André Colin d'ar Vodadeg guzuliañ da c'hortoz (Assemblée consultative provisoire) da Bariz e miz Du 1944. Levier al listenn MRP, a c'hounez peder sez dre nav, dilennet eo da gannad Penn-ar-Bed e miz Here 1945, hag addilennet betek 1958. Kefridioù ministrel en deus ar Brestad, evel sekretour-Stad alies (1946, 1950-1953), ministr ar verdeadurezh a genwerzh e 1948 (gouarnamant Queuille) ha ministr ar Frañs tramor e gouarnamant diwezhañ ar 4re Republik. Krediñ a ra start e mennozh Europa, ha difenn a ra diorren Breizh er CELIB. Trec'het eo André Colin a-galz e dilennadegoù kannaded miz Du 1958, evel al lodenn vrasañ eus pennoù-bras ar 4re Republik. E pastell-vro Landerne eo dilennet Gabriel de Poulpiquet evit an UNR. Met d'ar bloavezh war-lerc'h eo dilennet er Sened lec'h ma sez betek e varv e 1978. Prezidant strollad tu kreiz (MRP ha CD war-lerc'h) ar Sened eo bet, adalek 1963 betek 1971. Dilennet eo André Colin da guzulier-meur Eusa e 1951. Prezidant bodadeg an departamant eo adalek 1964. Memes mod e teu da vezañ prezidant kuzul-rannvro Breizh da heul René Pleven eus 1976 da 1978. Sevel a ra a-enep da walleur al lanvioù du a saotr aodoù Breizh alies, en o zouez hini an Amoco Cadiz e 1978. Un den a-bouez evit an demokratelezh kristen eo bet André Colin. Merket en deus istor Breizh ha Penn-ar-Bed ouzhpenn kaout e berzh e politikerezh Frañs.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « André Colin », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/12/2023.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/andre-colin

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù