Ar bleizi e Breizh

Aozer : François de Beaulieu / Du 2018
Tro-dro da 120 vloaz zo ez eo aet da get ar bleizi diouzh ar vro. Ma veze ar breizherien vras perzh eus buhez pemdeziek an dud diwar ar maez gwechall, don en o soñjoù e vezent kavet ivez. Ha m’eo posupl adkavout lod eus o buhez gwechall diwar meur a desteni dre skrid, e kaver darn diwar an hengoun dre gomz ivez.

Ur vorfologiezh liesstumm

Bleizi glas (Canis lupus, Linné, 1758) mentoù ha livioù disheñvel a gaver, dre m’eo ur spesad azasaus-tre. Etre 50 ha 130 lur a bouez a ra (ur geidenn a 72 lur evit ar pared, 56 lur evit ar parezed) ha betek 75sm a uhelder e zraen. Er bloaz 1892 en Nièvre e oa bet lazhet ur bleiz a rae 164 lur a bouez. Meur a liv a gaver d’o feur, met melen-rouz int gant blevennoù du en o mesk peurliesañ. Kavout a raed hiniennoù a bep seurt livioù, eus ar glas d’ar melen, gant takadoù sklaer ledan war o gouzoug, o divoc’h, war o c’hof hag e diabarzh o favioù. Etre sklaer‑tre ha melen-rouz eo feur ar bleizi bet kavet e Breizh (mirdi Kevredigezh Liesdiskiblezh ar Mor-Bihan e Gwened, mirdi istor naturel en Naoned, mirdi Skol-veur Roazhon 1) betek reoù teñval-tre (meur a benn bleiz naturelaet en dastumadegoù prevez).

Preizherien a oar bezañ amañ hag en o c’houlz

Kartennaoueg testenioù ar skoaziadennoù bet paeet evit bezañ lazhet bleizi (gwelet ar gartenn) a ziskouez e vezent kavet stankoc’h er c’humunioù m’eo stank al lenneier warno, kumunioù war an aod zoken. Met ar c’hoadoù torgennek ha fonnus ar brouskoadoù enno a veze lec’hioù goudor mareadek peuz-sur evit ar bleizi.

Lanneier Menez Are. Tro daou vilion devezh-arat, well-wazh un drederenn eus Breizh a veze goloet gant lanneier e penn-kentañ an XIXvet kantved. Eno e veze ar bleizi o chom – Luc’hskeudenn gant F. de Beaulieu

Tro ar bloavezhioù 1800, e c’helled lavaret e veze etre 5 000 ha 6 000 loen deuet d’o oad o chom da vat e bro-C’hall. Al lazhadegoù a veze aozet mui pe vui ne raent nemet reoliañ ar c’hresk naturel. Moarvat e veze tro 600 loen war Vreizh a-bezh, diwar ar re-se, un 2 pe 300 bennak a veze o chom e lanneier ha koadoù Penn-ar-Bed.

A-drugarez d’an testenioù bet dastumet e c’heller gouzout gant peseurt doare boued e veze desachet spesad bleizi Breizh. Koulz ar c’hontadennoù hengounel hag an istorioù bet bevet gant an dud a gont e oa da gentañ kezeg pe deñved a veze taget gant bleizi, ha goude-se moc’h, givri pe chas. Stank a-walc’h e veze an tagadennoù war ar chatal, ha koll bras a veze war an deñved gwechoù zo, daoust ma vezent evezhiet-mat ingal (barrek-mat ar saout hag ar c’hezeg d’en em zifenn o-unan).

Met dre ma ouie an dud difenn mat o chatal e veze troet ar bleizi d’en em voueta ingal diwar preizhoù bihan pe gagnoù. Rouez a-walc’h e oa ar gouezeri bras, ha ne veze ket kavet e Breizh rummoù kirvi gouez evit m’o defe ar bleizi un diazez boued diganto.

Distrujet ar bleizi

N’o doa ket aon ar Vretoned dirak ar bleizi, rak adal o yaouankiz e oa bet lavaret dezho e oant loened aonik, ha dre-se e oa trawalc’h spontañ anezho en ur ober trouz. Alese reolenn an « harao war ar bleizi», gant an hopadenn o reiñ da c’houzout e oa eus ar bleizi, hag an harao o tiskouez ar c’heit, dre ma c’helled teurel e vouezh (pe son ar c’hornioù-boud) war an hed a zaou gilometr pe war-dro.

Dre ar skoaziadennoù bet paeet adalek an Dispac’h gall e c’heller kartennaouiñ lec’h ma veze bleizi en XIXvet kantved e Breizh, hag ivez al lec’hioù ma chome  faouioù, mennigoù bleizi enno, e dibenn an XIXvet kantved - Kartennoù F. de Beaufort

Meur a zoare distruj ar bleizi «dre skiant-prenet» a veze. An doare resisañ a veze lazhañ ar bleizigoù, evit-se e ouie bugulien zo diskoachañ ar mennoù bleizi evit lazhañ anezho, hag evel-se pakañ ar skoaziadennoù : gant an huchadenn e veze trevezet youc’hadenn ar bleizi, gant ar pal kaout ur respont, hag alese diskoachañ an torad.

Gant mein dijuntr e saved fozioù bleizi, lod outo a c’helle tapout ur vent vras. Pejoù a veze implijet ivez, daoust ma ne oant ket gwall efedus, hag e veneger da skouer e 1708 en un atant e Kleongar e Plabenneg, «ur gael houarn gant ur grip bleizi». Gant Letananted Huerezh e veze ar garg a lazhadeg «ofisiel» ar bleizi. Met kement a blijadur o deze redek ar bleizi gant o mignoned ma ne vezent ket ken efedus a-se en o labour distruj ar ouenn.

Chomet eo anv ar bleiz e meur a anv-lec’h evel «Toull ar bleizi», « Beg maen ar bleiz », « Run ar bleiz », « Feunteunioù Bleiz », « Roc’h ar bleiz », ha kement zo. - Luc’hskeudenn gant François de Beaulieu

Gant an holl draoù-se e veze miret ouzh an niver a vleizi da vont war-raok, daoust m’eo ur ouenn a gresk buan a-walc’h koulskoude. Met dre ma kreske niver an dud, dre ma veze implijet striknin, ar skoaziadoù niverus a veze paeet, kement-se en deus c’hoariet ur pezh bras evit an diswriziañ ar bleizi. Ret eo kaout soñj ivez e veze bihanaet ingal an tachennoù lanneier ivez.

E meur a lec’h ez eus bet spurmantet ar bleizi diwezhañ er vro etre 1885 ha 1906. Met dre ma veze bet di-c'houennet ar bleizi ez eus bet ur c’hresk bras e niver an debrerien-kig bihan, ha merzhusoc’h neuze o noazadurioù.

Bleiz diwezhañ ar Menez C’homm bet tapet en-bev er bloaz 1903 - e-barzh «Le Journal du Dimanche» (1903/05/15) Levraoueg vroadel bro-Frañs

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Ar bleizi e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/11/2018.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-bleizi-e-breizh

Bibliographie

  • Beaufort François (de), « Écologie historique du loup en France », thèse de Doctorat en sciences biologiques, Rennes 1, 1988.
  • Beaulieu François (de), Pouëdras Lucien, La Mémoire des landes de Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2014, 176 p.
  • Beaulieu François (de), Quand on parle du loup en Bretagne, Brest, Éditions Le Télégramme, 2004.
  • Davies E.W.L., Chasses aux loups et autres chasses en Basse-Bretagne, Paris, Lucien Laveur, 1912, rééd. Les Éditions du Bout du Monde, 1985, introduction de G. Joncour et F. de Beaulieu.
  • Kerdreux Jean-Jacques, dossier « Le Loup – Ar Bleiz », Avel Gornog n° 20, 2012.
  • Molinier Alain, « Une cartographie des loups tués en France […] », Le Monde alpin et rhodanien, n°1-3, 2002, pp.101-116.
  • Normand, Fabrice, Histoire du loup gris Canis lupus lupus, (Linné, 1758) en Loire-Atlantique, Chronique naturaliste du GNLA, 2015.
  • Moriceau Jean-Marc, Histoire du méchant loup, Paris, Fayard, 2007.
    • L’homme contre le loup, une guerre de deux mille ans, Paris, Fayard/Champs, 2011.
    • Sur les pas du loup, Paris, Montbel, 2013.

Consulter aussi :

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité