Ar c’hoc’huioù kozh e Breizh, dalc’hoù an aotrouniezh

Aozer : Daniel Leloup / Du 2016
Da vare ar Renad kozh e kustume an aotrouien veur reiñ d’o gwazhed leal ha feal oute, aotre da sevel ur c’hoc’hu (aotre koc’hu). Koc’huioù zo bet dre Europa a-bezh adalek ar Grennamzer e kêrioù bras zo (Kemper, 1209) koulz hag e kêrioù bihan (Gwipri, 1163). Betek an Dispac’h ne veze ket a gêr kuit a goc’hu pa oa ar re-se kalon-kêr e gwirionez. Aet int kazi-holl da get diwar neuze, abalamour d’an dirapar ma oant deuet da vezañ, d’ar c’hleñvedoù a gave boued enne, da ziskar an dalc’helezh ha da ziorren ar c’hêrioù en amzerioù nevez.

Doareoù ar marc’hallac’hioù-to pe ar c’hoc’huioù

« La cohue » eo ar ger gallek ar reer gantañ e Breizh pa reer gant  « Les halles » e Bro c’hall.

Gallekadur ar ger brezhonek koc’hu (kouvi, koui) eo ar ger-se moarvat, a dalv koulz ha marc’hallac’h-to.

War an hevelep patrom eo bet savet an nebeut koc’huioù n’int ket bet diskaret (Kistreberzh, Ar Faoued, Ploueskad, Klison), listri bras anezhe, garidennoù digor-frank a bep tu dezhe d’o aveliñ. Ar memes framm, prenn-tout, a oa d’ar c’hoc’huioù n’eus ket dioute ken, reoù bras (Roazhon, Sant-Meven, Lambal) koulz ha reoù all bihanoc’h (Pont ‘n Abad, ar Gemene, Kez, Pornizh). Gouestlet e veze al lestr greiz d’an dremeniri ha d’ar pratik tra m’en em stalie ar varc’hadourien er garidennoù. Enno e veze bevennet pep logell gant ar postoù. Lakaet e veze ar varc’hadourezh war-wel d’an holl war stalioù a veze staliet ha distaliet da bep marc’had, ha war estajerennoù stag ouzh ar postoù. Pilet ha kempennet e veze al leur-bri abalamour d’an dourennoù taolet gant ar c’hig didroc’het ha gant ar pesked da vont gant an diribin.

LA CHÈZE (22), Koc’hu ar Grennamzer bet diskaret e 1923, Dastumadeg prevez.

Ar c’hoc’huioù, gwir kreizennoù kenwerzh

A bep seurt marc’hadourien a gaved et c’hoc’huioù, estroc’h evit ar re a werzhe boued. E Bain, e kaved boserien e su ar c’hoc’hu tra ma kustume ar varc’hadourien greun en em staliañ en norzh. E Gwengamp, e-kreiz ar XVvet kantved, e veze kavet boserien, marc’hadourien pesked ha holenerien koulz hag enkardourien ha mezherourien. E Lambal, e 1674 e veze bodet kant unnek marc’hadour a yae d’ober dek micher, da zeiz ar marc’had, war goc’hu ar marc’hallac’h veur (le Grand Martray) : lienourien, mezherourien, merserien, kivijerien, houarnourien, kereourien, fornerien, boserien, ragatourien ha rousinerien. Pa dape aotrouien zo kaout aotre da sevel meur a goc’hu,  e veze gouestlet pep hini anezhe d’ur seurt marc’hadourezh kentoc’h evit d’unan all. Betek 1794 e oa tri c’hoc’hu e Dol : unan d’an ed, unan all d’ar c’hig hag unan all c’hoazh d’ar pesked. En dielloù avat e  kaver menegoù splann eus a bep seurt marc’hadourezh e pep koc’hu, ha pa oa sañset pep hini anezhe bezañ gouestlet d’ur seurt nemetken. E Roazhon paneveken e veze gwerzhet brignon, ler, gloan ha druzoni er c’hoc’hu gouestlet da varc’had an holen.

KLISON (44), Diabarzh koc’hu ar 17vet kantved, Dastumadeg prevez.

Pemp kantved istor ar c’hoc’huioù-prenn

E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas diskar ar c’hoc’huioù-prenn. Ken ker e kouste derc’hel anezhe en o rez (kempenn an toennoù dreist-holl) ken e chomas dirapar lod anezhe (Dinan, Kastelaodren, an Henbont). Darn a voe ret o c’has d’an traoñ zoken pa ginnigent kouezhañ en o foull. Reoù all a voe diskaret e-pad an Dispac’h war zigarezioù politikel dre ma oa dioute un arouez eus galloud an noblañs : un aotre a ranked prenañ evit gwerzhañ er c’hoc’hu hag an aotrou an hini oa mestr warne ha war priz an aotre-se.

E meur a gêr, ouzhpenn-se, e veze dalc’het e lez-varn (ar c’hlemmva) gant an aotrou e penn ar c’hoc’hu (Dol) pe en e solier (an Alre, Gwengamp). Darn anezhe (Gwazel) e oa an toull-bac’h enne zoken, ha lies-mat e veze ar c’hroug sko oute war ar marc’hallac’h (Montroulez, Roazhon).

PLOUESKAD (29), Ar c’hoc’hu, Kalon ar c’henwerzh e kêr, Dastumadeg prevez.

Da vare an Dispac’h e voe dilezet patrom ar frammoù-prenn bras. Aezet e voe d’ar yec’hedourien goulenn ma vijent diskaret war zigarez e oa dioute temz meur a gleñved. E 1838 e voe disklêriet gant is-prefeti Pondi e oa Koc’hu al Lienaj « un toull-bilim a seurt gant ar re a vez taolennet en holl gentelioù diwar ar c’hleñvedoù-red, banne-avel ebet ennañ ha ruzellennoù dour-lor ha skarzhaj o redek a bep tu ennañ ».

Gant ar c’hirri-tan o paotaat ne chomas ket kalz a blas dezhe ken : diskaret e voe meur a savadur c’hoazh da gaout plas da barkañ kirri er c’hreiz-kêr pe da ledanaat ar straedoù (Moncontour, Pont ‘n Abad, an Uhelgoad). E-kerzh an XIXvet kantved e tifoupas marc’hallac’hioù-to o framm houarn un tamm e pep lec’h e plas ar savadurioù-prenn kozh, evel e Paris e lec’h ma voent lakaet e barr o brud war atiz an titresour Victor Baltard.

E hanterenn gentañ an XXvet kantved e klaskas meur a wech ministrerezh an Arzoù-kaer mirout a ziskar koc’huioù-prenn kozh (Pondi, Bain). En aner avat.

Hiviziken eo gwarezet ar savadurioù diwezhañ o frammoù-prenn bras, bet lakaet war roll ar savadurioù istorel.

An ALRE (56), Ar c’hoc’hu hag e glemmva kent bezañ diskaret e 1905. Pignet e veze betek sal al lez-varn gant ur viñs prenn staliet en diabarzh, Dastumadeg prevez.

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

LEVRLENNADUR

  • Duval Michel, Foires et marchés en Bretagne à travers les siècles, Elven, Breiz Hor Bro, 1982.
  • Gallet Jean, « Recherches sur la seigneurie : foires et marchés dans le Vannetais, du XVIe au XVIIIe siècle », Mémoires de la société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, t. LII, 1972-1974, p. 133-166.
  • Horn Walter, « Les halles de Questembert – 1675 », Bulletin mensuel de la société polymathique du Morbihan, t. XL, 1963, p. 3-16.
  • Leloup Daniel, Halles de Bretagne, cinq siècles d’histoire, Roazhon, Embannadurioù Apogée, 1999.
  • Leloup Daniel, « Les halles de Questembert (Morbihan) », Les charpentes du XIe au XIXe siècle, Grand Ouest de la France, Patrick Hoffsummer (dir.), Turnhout, Belgium, Brepols Publishers, 2011, p. 239-243.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù