Koc’hu Kistreberezh (Morbihan)

Aozer : Daniel Leloup / Du 2016

Ar brasañ koc’hu en e sav bepred eus ar re bet savet e Breizh da vare Loeiz XIV eo hini Kistreberezh, 850 m² (54,50 m x 15,60 m) e c’horrread. Savet e oa bet gant ar mestr kalvez Étienne Charpantier, bet kizellet gantañ ar bloavezh 1675 war gwelteñv navet koubl al lestr eus reter da gornog. Pa oa bet dielfennet oad ar prenn e 2005 e oa bet gouvezet e oa bet adsavet ar c’hoc’hu penn-da-benn er bloavezh-se, ha n’eo ket adkempennet nemetken. Testeniekaet eo ar c’hoc’hu kentañ e 1552. Jérôme de Carné, kont Kaouennieg en doa roet lañs da foarioù Kistreberzh war a ouzer, an hini oa perc’henn warne.

N’eus douetañs ebet da gaout war ar perzh bras a oa e hini er c’henwerzh hag en armerzh betek dibenn ar Renad kozh pa seller ouzh e lec’h, e kreiz-kalon kêr. Un doenn vras a-gaol, beskellet e dalioù, zo dezhañ. Unan eus koc’huioù dreistkempennet ar XVIIvet kantved eo hennezh, dezhañ ul lestr 18 treuziad ha garidennoù simpl bevennet gant postoù prenn. Mont a ra ar c’hoad bet implijet d’e sevel da 120 m3, da lâret eo ar brasañ tolzad koad bet meret e savadurioù ar c’houlz-se. Ne oa ket aet ar gilvizien gant al loa vihan avat o frammañ pezhioù prenn dreistniver d’e skorañ ha d’e stabilaat, ken brav ha ken munut ken e chom c’hoazh koc’hu Kistreberzh en ur stad dibar.

Prenet e oa bet koc’hu Kistreberzh gant ar C’huzul-kêr e 1845, digant an tiegezh a Larlan, an noblañsoù diwezhañ a oa perc’henn warnañ. Lakaet e oa bet war roll a savadurioù istorel e 1922 pa ne chome tost nemet dismantroù anezhe a-benn neuze. Kempennet int bet a-nevez da veur a goulzad, e 1997 dreist-holl : lakaet pezhioù nevez d’ar framm, adkempennet al leur hag adtoet ar savadur gant maen glas a c’hiz-kozh (war-dro 70 000 skentenn) goloet o juntoù a vras da vihan eus traoñ da grec’h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Leloup, « Koc’hu Kistreberezh (Morbihan) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/kochu-kistreberezh-morbihan

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù