Ar plac'h kentañ bet dilennet e Bro-C'hall

Aozer : Jean-Michel Le Boulanger / Du 2016

Alc'hwez : Joséphine Pencalet (1886-1972). E 1905 eo bet tennet ar poltred, 19 vloaz oa neuze. Anvet eo bet da guzulierez-kêr d'an 3 a viz Mae 1925. Kerkent eo bet nullet. N'eus bet graet skeudenn ebet diouti da vare an dilennadegoù, ar pezh a zo arouezius da vat ! Kred : dastumad Michel Mazeas. Mammenn : kelaouenn Mémoire de la Ville/ Douarnenez

Aet oa ar maout gant ar Flañcheg har ar gomunisted da geñver dilennadegoù-kêr miz Mae 1925. E-touez an dud dilennet emañ Charles Tillon, a vo diwezhatoc'h e penn an FTPed ha ministr ar jeneral de Gaulle ha Joséphine Pencalet, intañvez ur martolod. Ya, ur vaouez ! Ugent vloaz a-raok n'o defe bet ar merc'hed ar gwir da votiñ ha kement-se  a-enep krenn d'al lezenn, setu ur vicherourez o labourat er friturioù, anvet da guzulierez-kêr, ha bet dilennet gant paotred hepken.

Dek e oant e Bro-C'hall, anvet war listennadoù ar strollad komunour. Diwiriekaet int bet kerkent. Joséphine Pencalet, hi, a stourmo hag a gemero perzh c'hwec'h gwech e bodadegoù ar c'huzul-kêr. C'hwec'h bodadeg ha mouezhiadeg degadoù a zivizoù...

Setu e teu Douarnenez, ur gêr uvel a vicherourien, da gemer ur plas a bouez en emsav bras kroget adalek an XIXvet kantved evit reiñ plas d'ar merc'hed e buhez demokratel ar vroad.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Michel Le Boulanger, « Ar plac'h kentañ bet dilennet e Bro-C'hall », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 28/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ar-plach-kentan-bet-dilennet-e-bro-chall

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù