Chapel ar Vadalen e Klison

Aozer : Philippe Josserand / Genver 2021

E-touez chapelioù ar Venec’h Ruz e Breizh eo Chapel ar Vadalen e Klison an hini chomet he stad a-vremañ an tostañ eus ar pezh a oa er penn-kentañ. Hervez Paul Berthou en doa he studiet e deroù an XXvet kantved e oa anezhi « ur savadur eus diwezh an XIIvet kantved, dezhi un nev, ur c’heur hag amestezioù, bolzennet ha troet war-zu ar Gevred ». Soñjal a reer bremañ e oa bet savet an iliz un 30 vloaz bennak diwezhatoc’h. Ur savadur roman zo anezhi evit afer-se, simpl, taer a-walc’h, dezhi un nev tri c’hlaziad ur volz fust kamm warne, o kas d’ur rak-keur hantergelc’hiek, ur c’hlaziad eeun dirak e volz-forn ; Sichennet-kreñv eo war skoazennoù ledan savet a lec’h da lec’h, a bep kostez hag a-dal zoken. Ur voger-kloc’hdi a sav diwar he zal, dezhi daou brenestr bolzennet war hanter-gelc’h, baliret gant un talbenn tric’hornek. Dirak an tal-se e oa bet savet er XVvet kantved ur rak-nev, aet he zoenn diwarni abaoe. Da vare ar Venec’h Ruz e oa iliz ar Vadalen perzh ur strollad savadurioù hag a dalveze da sez d’ur gemenned a-bouez a gaver ar meneg kentañ anezhi e 1213. En em astenn a rae he beli betek harzoù ar winieg a-vremañ. Taolennet-splann eo bet mererezh ar vreudeur gant ul leveour e 1257. Displegañ a ra an diell-se e plede kalz ar Venec’h Ruz, war harzoù an dugelezh hag an Añjou, gant ar gounid edeier hag ar sevel chatal ; deuet e oant mailh war ar winienn ha war al labourioù treuzfurmiñ, fornioù ha milinoù paneveken, a zegase un tamm mat a c’hounid dezhe. Hervezañ e vije bet savet fabourzh ar Vadalen gante zoken, burgum Templi Clicii e anv latin, kêriadenn nemeti an Templ a anavezer e Kornôg ar Stad C’hall a-vremañ. Ur c’harter penn-da-benn an hini a oa bet diorreet evel-se betek kêr, ne chom roud ebet dioutañ nemet an iliz en deizioù a-vremañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Josserand, « Chapel ar Vadalen e Klison », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/chapel-ar-vadalen-e-klison