Daoust hag un « oadvezh aour kapesian » zo bet e Breizh ?

Aozer : Vincent Launay / Here 2021
An XIIIvet kantved hir, sed adalek ma voe kurunennet Fulup II an Aogust e 1180 betek ma varvas Loeiz X e 1328, a vez anv anezhañ alies evel un « oadvezh aour kapesian » evit a sell an ensavadurioù e-touez abegoù all. Goude dezhi bezañ lec’hiet tro-ha-tro da rouantelezh Bro-C’hall e teu priñselezh Breizh da vezañ prestik dindan evezh rouaned Bro-C’hall hag o melestradurezh nevez ganet.

E-barzh rouantelezh Bro-C’hall e teu savidigezh ur Stad dindan ar roue da gemer an tu-kreñv tamm-ha-tamm war ar feodalc’helezh, hep na yafe honnezh da get evit-se. Ar re a oar studiañ ar Grennamzer emañ ar preder-mañ e-kreiz o c’hlaskerezh, ha sellet a reont outañ dre dri frism disheñvel, an eil o klokaat egile avat : hini ar gwir hag ar veli, hini ar fisk hag erfin hini an armeoù. Dre sellet ouzh priñselezh Breizh ez eus tro da gaout ur skwer « rannvroel » ma c’heller gwelet a-dost penaos e c’hoari an enframmañ, gant meur a c’hoarier er jeu : galloud ar roue, an dug, an noblañs hag an dud a iliz.

1199 : ur c’horn-tro e istor Breizh

War an treuzoù etre an XIIvet hag an XIIIvet kantved e tremen Breizh a zindan aotrouniezh an tiegezh Plantagenet dindan hini an tiegezh Capet. Ar bloavezh 1199 zo ur c’horn-tro diouzh ar re bennañ en tremen-se. Diwar goust daou zarvoud a-bouez ez eo bet cheñchet don red an istor. Marv an dug yaouank Arzhur eo an darvoud kentañ, drouklazhet ma ’z eo bet hemañ, diouzh lenn skridoù ar gronikourien, diwar dorn e eontr Yann Dizouar, roue Bro-Saoz. Disoc’h ar sikan etre Dol ha Tours eo an eil darvoud. Echu falvezout da eskob Dol ha d’an dug kaout un arc’heskopti e Dol, sujañ a reont eta diwar neuze da arc’heskopti Tours, ur gêr ma talc’h ar roue Capet ur gwir galloud.

Un daolenn warni Yann Dizouar o jiboesa. Cotton MS Claudius D II, feuilhenn 116. The British Library.E-doug an dek vloaz kentañ eus an XIIIvet kantved e weler Fulup II an Aogust oc’h astenn e grog war priñselezh Breizh. Anat e teu ar c’hrog-se da vezañ e 1213, da geñver eured e genderv Pierre de Dreux gant an dugez Alix, merc’h da gKonstanza Breizh ha da Guy de Thouars. Un emglev a oa bet tonket e 1209 e Pariz koulskoude, etre Guy de Thouars hag Alan a Oueloù, evit lakaat eurediñ o bugale yaouank Alix hag Herri an eil gant egile, kement hag unvaniñ Breizh sachet-disachet re alies etre Nord ha Su.

Dindan Pêr I Brizhkloareg e tro an noblañs war-zu roue Bro-C’hall

Da-c’houde marv abred Loeiz VIII, emellet e aferioù ar rouantelezh, en em gav gwall zisputet an hêrezh war e lerc’h. Kement-mañ a vroud Pierre de Dreux – Pêr I « Brizhkloareg » – da sevel a-enep ar roue yaouank Louis IX hag e vamm, Blanca Kastilha. Tostaat a ra ouzh roue Bro-Saoz. Distoupa a ra lod eus tudjentil e briñselezh. En ur vont gant hent an armoù e kas ul lodenn vat anezho war gaout sikour gant roue Bro-C’hall. Dre berzh an enklaskoù kaset da benn e 1235 e nord an dugelezh e ro hennezh digarez da noblañsoù Breizh da sevel o c’hlemmoù e-keñver an dug. Ral a wezh e vez gwelet ar roue Loeiz IX e Breizh, ha bewezh e penn e armeoù, padal e tro aristokrated Breizh o selloù war-zu ar reter tamm-ha-tamm, dre lakaat o bugale da eurediñ gant bugale eus tiegezhioù gall paneveken.

Adalek 1270, priñselezh Breizh war-zu an enframmañ melestradurel

Adalek m’emañ Fulup III war tron Bro-C’hall e 1270 e weler priñselezh Breizh war enframmañ muioc’h-mui e melestradurezh ar rouantelezh, seul vuioc’h c’hoazh dindan ren Fulup IV hag e vibien. Dirak justis ar roue eo e vez barnet diwar neuze aferioù Breizhiz pa ’z erruont betek ur prosez diwezhañ. War efedusaat ez a ar fisk dindan Stad roue Bro-C’hall e Breizh, gant tailhoù war-eeun o kreskiñ hag o liesaat e-pad ren ar rouaned kapesian diwezhañ. Santet e vez muioc’h-mui kontroll ar roue war moneiz an dugelezh. Evit a sell micher an armoù e weler Breizhiz oc’h enrolliñ stankoc’h-stankañ e armeoù ar roue. E-keñver an tiriadoù e weler ivez un hevelep enframmañ o tiorren. Lakaat da dalvezout aotrouniezh ar roue war ar mor hag an arvor a zo un dalc’h e-kreiz ar jeu evit ar galloud kapesian.

Fulup III, profet dezhañ al levr « Chroniques de Hainaut » gant Jean Wauquelin. Levraoueg Rouantelezh Belgia.Diouzh tu an ensavadurioù, ar pezh a weler en XIIIvet kantved hir e Bro-C’hall eo ganedigezh ur rouantelezh velestradurel, ha Breizh n’emañ ket er-maez eus al lusk-se. N’eo ket dav soñjal ez eo ul lusk a-blom avat, o vont eus krec’h da draoñ. War un dachenn geopolitikel bruzunet ha dalc’hmat war gemm, pep hini a glask diwall e vadoù ha lakaat e wirioù da dalvezout. E-skeud ma kresk galloud ar roue, pelloc’h, e weler splann galloud an dug o kreskiñ e-pad ar mare-se ivez. Arabat disteraat, e Breizh koulz hag e lec’h all, an enebiezh a zo savet dirak sevenidigezh un hevelep Stad dindan ar roue. Diwezhatoc’h, pa zeuio Yann IV Moñforzh da vezañ dug e 1365, ur wech echu brezel hêrezh an dugelezh ma vo bet noblañsoù Breizh oc’h en em zrailhañ, neuze e vo gwelet deroù ur Stad vreizhat o vont war-raok, tra ma vo Stad ar roue o vont war-dreñv tra-penn d’ur reuziad diaes.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Vincent Launay, « Daoust hag un « oadvezh aour kapesian » zo bet e Breizh ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/10/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/daoust-hag-un-oadvezh-aour-kapesian-zo-bet-e-breizh

Levrlennadur :

 

  • Cassard Jean-Christophe, L’âge d’or capétien 1180-1328, Paris, Belin, 2011.
  • Hélary Xavier, L’armée du roi de France. La guerre de saint Louis à Philippe le Bel, Paris, Perrin, 2012.
  • Hilaire Jean, La construction de l’État de droit dans les archives judiciaires de la cour de France au XIIIe siècle, Paris, Dalloz, 2011.
  • Leguay Jean-Pierre, Martin, Hervé, Fastes et malheurs de la Bretagne ducale 1213-1532, Rennes, Ouest-France Université, 1982.
  • Morvan Frédéric, La chevalerie bretonne et la formation de l’armée ducale 1260-1341, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2009.

Ouzhpenn : 

Video : Vincent Launay o prezentiñ  « un oadvezh aour kapesian ?»

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité