Daoust hag ur prantad alaouret e oa Breizh da Vare Gweslin ?

Aozer : Laurence Moal / Here 2021
N’haller ket tremen hep menegiñ Beltram a Wesklin – na chom hep tabutal diwarnañ - pa vez anv eus tudennoù meur Breizh aet da vojennoù. Pell mat eus skeudenn an haroz broadel bet krouet gant an trede republik gall e oa ar c’honestabl a Frañs e gwirionez, pa ne veze ket douget bri outañ gant e holl genpredidi, pell a-se, ken forc’hellek e oa e bersonelezh.

Evit Gwesklin da vezañ bet brudet-awalc’h ez-vev, n’eo aet da vojenn nemet pell war-lerc’h e varv. Neuze e voe lakaet war renk harozed veur mojenn vroadel Bro-C’hall, gant ar soñj e chellfe ur seurt skeudenn bodañ an holl en-dro dezhi.

Combat de Du Guesclin et Cantorbury à Dinan. Gravure du XIXe siècle. Musée de Bretagne: 016.0000.2170.Gwazed all, feal da Charlez V, zo bet brudet bras avat, ouzhpenn Gwesklin. Estroc’h evitañ eta zo bet sebeliet e-tal ar roue e Saint-Denis. E vuhez prevez a chom dianav. Ne oa ket brudet mat gant e holl genpredidi avat. Ur brud fall en doa zoken en Akitania hag el Lengadoc ha divoull-tre eo bet mizioù diwezhañ e vuhez, evit a sell ouzh e engouestladur politikel. Bout m’eo brudet da vezañ bet ur gwaz leal d’ar roue en deus bet gwisket rochedoù all, e Kastilha paneveken. Pour ha trichin zo ivez en eñvor anezhañ e Breizh, e vro orin.

« Enor Bro C’hall » : un haroz graet-ha-tout gant lez ar roue

Mervel a reas Gweslin e Châteauneuf-de-Randon ha graet e voe brav d’e gorf pa voe interet peder gwech ha savet tri bez dezhañ : e vouzelloù er Puy, e gigennoù e Montferrand, e eskern e abati Saint-Denis hag e galon e Dinan. Uheloc’h c’hoazh e voe lakaet gant ar roue yaouank Charlez VI hag e lezig Marmouzien da goulz e obidoù e Pariz e 1389, un digarez kaer da zougen bri d’ar varc’hegiezh ha d’he sujañ d’ar Stad war un dro.

Delwenn Beltram a Wesklin en e c’hourvez. Engravadenn dianav he zresour Mirdi Breizh : 2016.000O.3175Roet e voe plas dezhañ gant skrivagnerien evel Eustache Deschamps e-touez ar gedern, harozed disi ha dispont ar varc’hegiezh anezhe. Skrivet e voe e vuhez gant Cuvelier a-hed 23 000 a werzennoù ha lakaet e voe par da Hektor gant Robert Blondel. A-drugarez dezhe e teuas Gweslin da vezañ ur vojenn, pell diouzh ar gwirvoud istorel. Ne ziskouez an testennoù koulz hag an enlivadennoù-se nemet an tu gwellañ eus ar brezelour a-vicher anezhañ, o reiñ d’e droioù gwidre livioù an taolioù kaerañ.

 Obidoù a enor ar c’honestabl Gwesklin. Engravadenn gant Nicolas Brenet, XVIIIvet kantved. Mirdi Breizh : 2016.0000.3037Lakaet e voe ar c’honestablda skouer d’ar vrientinelezh, d’ur c’houlz ma ne chome diouzh ar varc’hegiezh nemet ur c’haer a eñvor a-gozh. Sañset e oa bezañ an hini a zieubas ar rouantelezh hag a vountas ar Saozon er-maez, kleze ar roue ha servijour leal ar Stad anezhañ, da lâret eo ur wir daolenn propaganda livet gant lignez ar re Valois evit klask kas he c’hwitadennoù hag he c’hrizder d’an ankounac’h.

 

Bet troet diwar ar galleg gant J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Daoust hag ur prantad alaouret e oa Breizh da Vare Gweslin ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/10/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/daoust-hag-ur-prantad-alaouret-e-oa-breizh-da-vare-gweslin

Levrlennadur

 

  • Grenouilleau Olivier, Nos petites patries. Identités régionales et État central, en France, des origines à nos jours, Paris, Gallimard, 2019.
  • Guyvarc’h Didier, « Liturgie nationale et conflit des mémoires », Place publique, n° 43, 2013, p. 67-71.
  • Thierry Lassabatère, Du Guesclin. Vie et fabrique d’un héros médiéval, Paris, Perrin, 2015.
  • Moal Laurence, Du Guesclin. Images et histoire, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2015.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité