Ur vlevenn e soubenn an emsav

Aozer : Laurence Moal / Genver 2021

En he barr e voe mojenn Gwesklin war-lerc’h ar Brezel Bras, pa voe pedet Foch, penn marichal an armeoù gall e Roazhon gant l’Association bretonne d’ar 17 ha d’an 18 a viz gouere 1921 evit ren lidoù c’hwec’hvet kantved ganedigezh Gwesklin. Aozet e oa bet an darvoud-se gant dilennidi zo eus Breizh hag a glaske kendeuziñ ar rannvroelouriezh hag ar vroadelouriezh c’hall. Mojenn veur ar Vretoned er Brezel Bras, harozed hag aberzhidi war un dro an hini a oa war ar stern neuze, kement ha klask boulc’hañ an hent war-zu anaoudegezh perzhioù dibar Breizh.

En em zisrannañ a reas an emsav avat ha ne badas ket pelloc’h skeudenn an haroz meur karet gant an holl bet govelet gant an trede republik. Krog e oa prantad aneil Emsav a lakaas Gweskin da dreitour d’ar Vro. Gwashaet e voe ar sell-se outañ goude an Eil Brezel Bed ha mastaret pe didarzhet e voe e zelwennoù neuze, meur a wech zoken e Broons e lec’h e oa bet-eñ ganet.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Ur vlevenn e soubenn an emsav », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/01/2021.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/ur-vlevenn-e-soubenn-an-emsav

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité