Distagadur gallek anvioù-lec'h breizh

Tachenn arvarus pe teñzor istorel ?
Aozer : Erwan Vallerie / Du 2016
Kevrinus hag arvarus e chom bepred distagadur anvioù-lec'h Breizh, ha pa ne seblant ket deomp e vefe poellek, un displegadenn a c'heller kavout koulskoude. Rak n'eo ket deuet ar mod gallek da zistagañ anvioù-lec'h Breizh diwar un distresadur eus ar Brezhoneg, met diwar un amprest yezhel sujet da reolennoù strizh.

Amañ ez eus un dachenn lec'h ma vo kannet ho roched ken buan ha tra. Ha war-c'hed e vo tud zo, goapaerezh leun o genoù, o c'hortoz ar fazioù en ho tistagadur an anvioù-lec'h. Kement a blijadur zo gant ar Vretoned ober fent diouzh forzh peseurt kammed a-dreuz a-berzh an diavaezidi pa glaskont distagan anvioù-lec'h ar vro, ma vefe fentusoc'h c'hoazh diskouez dezho hentoù fall. Rak distagañ a-dreuz e vez graet ken alies war ar skinwel, hag hini ar rannvro c'hoazh ! Met diwallit, ur wech hepken e voc'h pardonet d'ho fazi, gant ur mousc'hoarzh. Ma tistagit a-dreuz un eil e vo sellet ouzhoc'h evel un tourist ha na vo morse enframmet.

Mestroniañ an« -en »

Met n'eo ket simpl an traoù. Ma 'z eus un arz diaes leun a doulloù-trap ez eo distagadur an anvioù-tud hag anvioù-lec'h. Kement-se a dalvez evit forzh peseurt rannvro, met e Breizh n'eo ket un arz, ur sport arvarus a-walc'h a vefe kentoc'h, zoken evit tud ar vro. Rak war a seblant ne vefe poell ebet na vefe mestr war ar milendall-mañ, na reolennoù ar Galleg, na reoù ar Brezhoneg. Da skouer ma klaskit, evel ma oa bet desket deoc'h er skol gwechall, chom hep distagañ an t, an r pe an s, e fin ar gerioù, evel ma vez graet e Galleg flour, ha ma tistagit Langonnè, Plougra pe Ploumogué, e vo rebechet deoc'h diouzhtu : ret eo deoc'h lavaret Langonett, Plougrass, Ploumoguerr.

Ploñger, kumun ziwezhañ a-raok ar meurvor ! Pretorien0, Wikimédia

Met a-benn bremañ eo bet desket ganeoc'h, ha diwar ho koust, e rankit distagañ ar c'hensonennoù e fin an anvioù-lec'h, emaoc'h o vont da glask lavaret Bréhatt, Saint-Gildass pe Pluvignère, hag e kouezhit eus ar bilig en tan, pa ne lavarer er vro nemet Bréha, Saint-Gilda ha Pluvigné. Moarvat, emezit-c'hwi, ez eo trawalc'h gouzout Brezhoneg evit kaout un disaouzan : e mod ebet ! Rak e Brezhoneg e tistager an t e Bréhat evel ma ranker ober distagañ Langone(d)t, hag an r e Pleuwigner kement ha hini Plouvoger. A-boan ma vo boulc'het an dorzh ganeoc'h : a-raok dont a-benn da zistagañ anvioù luzietoc'h evel Guengat (distaget [gwenn-gatt]), Ploubezre (distaget [plou-berr]) pe c'hoazh Landebaëron (distaget [lan-dbe-ron]), e vo ret-mat deoc'h dont a-benn da ziskoulmañ afer an -en, ar sarpan-seizh-penn-se a vo gouest da lonkañ ac'hanoc'h ma n'hoc'h ket evit dispartiañ pezh a zistager [enn] (Kernascleden, Pont-Aven) diouzh pezh a zistager [in] (Rosporden, Elven), pe c'hoazh, met ral a wech, [an] a lakaer eno (Treffendel).

Ha pep Yann Gouiziek da reiñ da grediñ e vo dirouestlet gantañ afer an anvioù distaget [enn] diouzh ar re a ranker distagañ [in]. Met pell emañ Yann diouzh e gazek, zoken diouzh hini ar ouiziegezh. Rak ur wech c'hoazh, n'eus tra da welet gant distagadur ar Brezhoneg, pa reomp bepred gant ar soniad [enn] evit distagañ -en. Merk ar Galleg eo neuze an distagadur [in], pa n'ez eus ket deus outi e Brezhoneg, hag alese e c'heller soñjal e vefe bet gallekaet an anv. Hag ouzhpenn-se e c'heller lavaret e oa ur gallekadur kaset gant ur c'hoant hudur da lemmañ diganeomp hor sevenadur (hag alies e klever seurt randonerez), met re bell ez afemp ganti, evel-just !

Poell kartezian ?

Aze emañ an dalc'h ! Rak ma n'eo ket ar c'hiz implijout an distagadur [in] diwar ar strollad lizherennoù en n’eo ket boaz ar Brezhoneg, n'eo ket boaz ar Galleg kennebeut. Rak an distagadur [an] a gaver e Galleg evit al lizherennoù en. Ha ma ne gredit ket ac'hanon, lakait ho fri er frazenn-mañ : j’ai entendu cent fois la sentence de ces gens qui vilipendent le renvoi d’ascenseur mais n’en pensent pas moins. Mat-kaer ! , met petra ober eus examen, pe eus lichen ?...Ma, ya ! Gerioù gallek 'zo skrivet e -en se a ranker distagañ [in] ; examen, pentagone, benjoin… hag un nebeud re all a ranker distagañ [enn] : lichen, abdomen, pollen… Ul liamm a gaver koulskoude etre an holl c'herioù-se : n'int ket e-touez geriaoueg romaneg e diazez ar yezh ; gerioù gouiziek kentoc'h, bet amprestet mare pe vare digant al latin pe ar gregaj, pe digant yezhoù all c'hoazh (benjoin deuet tro ar XVIvet kantved e Galleg, diwar an arabeg).

Ha dre m'int erruet diwezhat a-walc'h er c'heriaoueg, n'o deus ket bet tro da heuliañ ar reolenn voutin. Tro an XIIvet kantved eo m'eo bet en em ledet an distagadur [an] evit distagañ pezh a veze skrivet -en e Galleg. N'o deus ket heuliet an emdroadur-se ar gerioù deuet e Galleg er c'hantvedoù goude. Ha ne veze ket mui eus an distagadur [enn], evit ar strollad lizherennoù-se, ar gerioù ma veze kavet enno (examen, Agen, anv okitaneg), a zo bet distaget e doare ar strollad -in, a oa o treiñ d' a distagadur [in], evel an deiz a-hiriv, un distagadur a zo bet paket tro ar XVIIvet kantved. Miret eo bet distagadur o yezh orin [enn] gant an amprestoù nevesoc'h c'hoazh (dolmen, Beethoven).

Un amprest deiziet

Ma seblant ken luziet ha ken diboell zoken distagadur Galleg anvioù-lec'h Breizh, n'eo ket kement-se abalamour ma vefe speredoù tort eus ar Vretoned. Na kennebeut abalamour ma vefe «moc'h badezet» eus kargidi ar stad. N'eo ken met abalamour ma 'z int gerioù brezhonek, amprestet gant gallegerien. Evel darn vrasañ ar gerioù degemeret gant ur yezh digant unan all, ez int gerioù hironet. Hag o emdroadur a vo hervez ar mare m'int bet implijet gant ur boblañs c'hallek. Lavaret a reer Treffendel da skouer, gant ar soniad [an] abalamour ma veze komzet galleg adalek tro an XIIvet kantved er c'horn-bro-se, tost a-walc'h ouzh koad Pempont. Lavaret a reer Rosporden gant ar soniad [in] abalamour ma veze eus bourc'hizien a gomze galleg da vare an azginivelezh e darn vrasañ ar bourc'hioù pe kerioù bihan war ar maez. Ha mirout a reer distagadur ar brezhoneg er c'humunioù bihan war ar maez lec'h ma ne veze ket implijet ur ger galleg betek an XVIIIvet kantved d'an nebeutañ.

Neuze n'eo ket dre zegouezh e kaver seurt distagadurioù iskis, ha n'eo ket abalamour d'an dic'houiziegezh, na d'ar fallagriezh : hêrezh an istor ez int. Bremañ ma c'hellomp reiñ o flas dereat en istor ar yezh, pezh n'o doa ket betek-henn, n'eo ket evit-se e vint aesoc'h a-se da anavezout nag implijout. D'an nebeutañ e c'hell ar ouiziegezh istorel ha yezhoniel reiñ da intent an direizhderioù-se, n'eo ket evit-se e vo ur gwir sikour. Aesoc'h e vo bepred mont da gaout ar respont en ur geriadur. Gant ma vefe eus ur seurt geriadur ! Met ne vo hini ebet meneget ennañ distagadur gallek anvioù-lec'h Breizh. Hini ebet, pa lâran deoc'h e fazi ar Robert des noms propres ur wech war ziv. Hini ebet, neuze, war-bouez ul levr bet savet ganin-me, pa 'z eo albac'henn an hini en deus savet ar pennad-mañ.

 

Troet gant Stefan Moal

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Vallerie, « Distagadur gallek anvioù-lec'h breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/11/2016.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/distagadur-gallek-anviou-lec-h-breizh

levrlennadur

  • PAUMIER Jean-Yves, La Bretagne pour les nuls, First Editions, 2011. 503 p.

Trede rann : l’identité bretonne « Dis-moi où tu habites », pp. 202-205

  • VALLERIE Erwan, Ils sont fous ces Bretons ?, Spézet, Coop Breizh, 2003.
  • VALLERIE Erwan, Sacrés noms de lieu de Bretagne, Chasse-marée-ArMen 1996

Video

Gwir Vretoned

pennad liammet

Kelaouenn Bretons

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù