Ferdinand Foch, ur marichal bet o chom e Breizh

Aozer : Erwan Ar Gall / Here 2018

Gant ar marichal Foch ez eas enor arsav-brezel an 11 a viz du 1918 rak en e gombod-ren an hini e oa bet sinet daskor Bro Alamagn gant he dileuridi hollc’halloudus. N’eo ket gwall vrudet avat darempredoù penn-komandant armeoù ar re unanet war dalbenn ar c’hornog gant Breizh. E Breizh koulskoude en em gave hennezh, ur c’hatolik penn-kil-ha-troad, e e vaner a Draoñfeunteunioù, nepell eus Plouyann, pa darzhas ar brezel en hañv 1914.

E Tarbes e oa bet ganet Ferdinand Foch d’an 2 a viz here 1851 met e Pariz e reas ar pep brasañ eus e studioù : Er skol Politeknik da gentañ hag e Skol-uhel ar brezel goude-se, e lec’h e veze stummet an ofisourien c’hall eus an dibab. Pell-mat eus gwrizioù gaskoniat e familh e krogas hennezh e garierenn er 24vet rejimant kanolierezh, dezhañ kazarnioù e Pariz, Aubervilliers ha Bernay, ha goude-se er 31añ rejimant, lec’hiet e Pariz, Melun ha Romainville. Fiziet e voe kefridioù uhel-tre dezhañ goude-se : e 1908 e penn Skol ar brezel hag e 1913 e penn an XXvet korf-arme e Nancy, a veze graet « ar c’horf-houarn » anezhañ.

An 30 a viz meurzh 1878, pa voe kaset da Roazhon en dekvet rejimant kanolierezh, e reas anaoudegezh gant Breizh, pa ne oa anezhañ choazh nemet ul letanant karget da stummañ an enrollidi nevez. Diwezhatoc’h e timezas gant Julie Bienvenüe, kenitervez vihan Fulgence Bienvenüe, an ijinour brudet a roas lañs d’ar metro e Pariz. Lidet e voe o eured d’ar 5 a viz du 1883 e iliz Sant-Vikel, e Sant-Brieg. Tri bloaz war-lerc’h e prenjont maner Traoñfeunteunioù nepell eus Montroulez. Eno e oa ar marichal Foch dres pa voe galvet da vont war ar prim e Lotharongia d’ar 26 a viz gouere 1914…

Greenhalg, Elizabeth, Foch, chef de guerre, Paris, Tallandier, 2013.

Notin, Jean-Christophe, Foch, Paris, Perrin, 2008.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité