An 11 a viz du 1918 e Breizh

Aozer : Erwan Ar Gall / Here 2018
Daou du zo d’ar sell a vez taolet ouzh an 11 a viz du 1918, gwriziennet don eñvor an deiziad-se e memor ar bobl koulsoude. Ha pa oad ouzh e c’hortoz abaoe miz eost 1914 ha deroù an emgannoù e oa bet souezhet gantañ pennoù-bras an armeoù, pa oa ar re-se o prientiñ argadoù nevez a-benn nevez-hañv ar bloavezh 1919. Gwashoc’h c’hoazh, treuzkomprenet e vez talvoudegezh an 11 a viz du 1918 alies : ne dalv ket un arsav-brezel koulz hag ar peoc’h pa n’eus anezhañ nemet un ehan er c’hrogadoù betek goût hiroc’h. Mizioù a voe ranket gortoz c’hoazh, e Breizh koulz hag e lec’h all, a-benn ma teuje soudarded ar fosoù-difenn d’ar gêr en-dro da glask adkavout blaz o buhez kent.

E Sant-Brieg, d’an 11 a viz du 1918, ez arruas ar maer Henri Servain war bondalez an ti-kêr e-fas ur blasennad « leun-du-pod gant an engroez », da skrivas le Moniteur des Côtes-du-Nord, hag eñ ha disklêriañ krenn-ha-krak : « Sinet eo an arsav-brezel. Da greisteiz e vo paouezet gant an emgannoù. Bevet Bro-C’hall ! ».

Raktal, « e tarzhas ur mell strakadeg-daouarn » hag an engroez ha teurel « Bevet Bro-C’hall ! » ha « Bevet an Aotroù Maer ». Stagañ a reas laz-seniñ kêr gant La Marseillaise hag an dud d’e heul holl-asambles. Ha kleier an Iliz-Veur da soniñ ar c’heloù « a daolioù bras » evel pa vijent bet o kas an dorzh en-dro da glaz mantrus ar 1añ a viz eost 1914, « an holl ilizoù all » d’o heul dizale. E porzh-mor al Lege e voe kaset an holl bavilhonoù da beg ar gwernioù. Hervez kont ar gelaouenn sizhuniek e oa « stad vras e pep lec’h ».

Ar gannaded alaman hollc’halloudus e-fas ar marichal Foch en e gombod-ren, e frankizenn Rethondes, d’an 11 a viz du 1918 – Kartenn-bost. Le Carton Voyageur : AA00037713

N’eo ket klask pizmigañ an danevell-se eus devezh an 11 a viz du a glasker ober. Un tamm mat skoempoc’h eo keloù an arsav-brezel koulskoude, e Sant-Brieg koulz hag e lec’h all, mesket ennañ ul levenez vras, ur souezh ken bras all o klevet ur c’heloù ne greded ket gortoz ken hag ur c’henarroud poanius-tre. Displegañ a ra kement-mañ abalamour da betra ne voe ket komprenet mat talvoudegezh an darvoud-se gant e gempredidi.

Ur souezhadenn ?

Etre daou soñj e oa Henri Servainivez, maer Sant-Brieg, bet kollet gantañ e vab, is-ofisour a-vicher,  e miz here 1915, abalamour d’ « ur c’hleñved bet tapet pa oa war e servj ». Arabat eo mont re bell ganti eta, evel ma rae ar c’hazetennoù o rentañ kont eus al levenez vras, ger ebet gante diwar ar familhoù ken beuzet er c’hañv ken ne raent forzh eus trec’h pe trec’h.

Pa lenner kazetennoù ar c’houlz-se koulskoude, e vezer techet da soñjal e c’helled spurmantiñ fin ar brezel war dalbenn ar c’hornog. Ken splann e oa d’ar Nouvelliste du Morbihan zoken, e fin miz here 1918, ken ez embannas ur genstrivadeg vras evit e lennerien : un tiked 300 lur an Difenn-Bro ac’h aje gant an neb a vije bet bet kat da ziouganiñ devezh rik fin ar brezel. Fin ar brezel avat, ken pell e oad bet ouzh e c’hortoz ken ne greded ket re vat ennañ ken.

Une scène de l’Armistice, 11 novembre 1918. Huile sur toile d’Angèle Delasalle. La Contemporaine : OR F1 111.

Da skrivas L’Ouest-Éclair, e oa bet devezh an 11 a viz du 1918 e Roazhon « frommus, karr-ar-vro ha laouen-meurbet ». Arvestoù a levenez vras a seurt-se a voe danevellet kement-all e Brest, e Redon, e Naoned hag e Lannuon. Tavedekoc’h avat e voe soudarded ar fosoù-difenn en o lizhiri pe en o deizlevrioù, distanet o levenez pa soñjent en o c’hamaladed bet drailhet el lazhadeg vras. Berrbad e voe ar joa-se ouzhpenn-se. D’an 10 a viz genver 1019 e skrivas Loeiz Herrieu kement-mañ d’e wreg : « Bout e zo tud varù hag e zo eursoh eit er rè biù hag e zo bet ér brezél…

Gant ar grip hag an dienez

C’hoarvezout a reas an arsav-brezel d’ur c’houlz diaes-tre, pa oa ar grip « spagnolat » en e barr o redek dre ar vro, o lazhañ, a-benn ar fin, muioc’h a dud evit ar brezel e-unan. Er Morbihan, da goulz an adkrog-skol,  ez urzhias ar prefed ma vije kadarnaet gant « pep a sertifikad sinet ur mezeg n’eo ket lovret ar skolidi gant ar grip na hini all ebet eus o familh. »

Ouzhpenn-se e oa bet divizet tailhañ o boued d’an dud adalek 1917 ha ken gwazh all e oa da vezañ evit ar bloavezh 1919. E miz du 1918 e veze klasket kaout amann, uioù ha kig en aner war ar marc’hadoù. Glaou zoken, a vanke d’an dud d’en em dommañ, a oa arru rouezh.

Abalamour d’an diaes ma oa erru an traoù d’ar c’houlz-se, moarvat, e oa bet ken treuzkomprenet talvoudegezh an arsav-brezel. Ar peoc’h ne oa ket : un ehan e-kreiz an emgannoù tra-ken… ha betek goût. Arabat soñjal eta e vije bet kaset kerkent an holl soudarded d’ar gêr pa kinnige ar brezel tarzhañ en-dro eus an eil deiz d’egile. Ne c’hoarvezas ket kement-mañ a-raok an hañv 1919. Pell-mat e rankas an dud gortoz c’hoazh eta, ha pelloc’h c’hoazh evit ar re bet kaset d’ar brezel e miz eost 1914, dres pa oant oc’h ober o c’hoñje. Evel-se en em gave lod anezhe enrollet abaoe miz here 1912 !

Délégation allemande venant demander l’Armistice. Photographie stéréoscopique sur plaque de verre. Archives diocésaines du Finistère : 5Y28.

Ne voe ket fin ar brezel d’an 11 a viz du 1919 eta. Ha pa ne c’houzañvas ket douaroù Breizh diwar an emgannoù kement ha broioù zo, e c’houzañvas he fobl ouzhpenn he c’hont : 130 000 soudard breizhat a voe lazhet er brezel-se, anez kontañ ar re gloazet ha nammet a viliadoù c’hoazh. E reter ar Mor kreizdouarel hag er Mor du e padas ar brezel betek 1923 pa voe sinet Skrid-Emglev Lausanne o termeniñ bevennoù an Turki nevez, diwar dismantroù an Impalaeriezh Otoman ha diwar divroañ miliadoù a dud eus ha war-zu Bro Hellas.

Cabanes Bruno, La Victoire endeuillée. La sortie de guerre des soldats français, Paris, Seuil, 2014.

Guieu Jean-Michel, Gagner la paix, 1914-1929, Paris, Seuil, 2015.

Guyvarc’h Didier et Lagadec Yann, Les Bretons et la Grande Guerre. Images et histoire, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2013.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité