Robert Blanchard - An Huelgaod

01-KB HUELGOAT

Robert Blanchard en deus kontet deomp en eñvorennoù deus brezel an Aljeri, ha dreist-holl an darempredoù en doa eno gant ar soudarded all.

 

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Ha 'keit 'oas du-se 'ba 'ba 'n Aljeri bez ' oa Bretoned all ... ganoc'h

Robert : A « ouais » eun deus Fouesnan' 'oa ganin ahe

Lors : Deus p'lec'h

Robert : Fouesnan'

Lors : Fouesnan'

Robert : « Ouais »

Lors : Ya

Robert : « Ouais »

Lors : Hag eñ 'gonte brezhoneg ganit

Robert : A n'é ket memes brezhoneg

Lors : A nann

Robert : Nann nann neuhe 'gaozeemp galleg « hein »

Lors : A ya

Robert : « ouais »

Lors : Re stert 'oa da 'n im gompren koa

Robert : « ouais » o ya neuhe 'vi'emp ... ha pugur ni 'oa kim 'met c'hwec'h pe seizh « français » 'yaemp toud 'ba 'r rujumant 'ba 'r vatailhon « sénégalais » d'hond set' a-giz-se... « ah ouais »

Lors : A 'oa kim 'met seizh pé eizh ...

Robert : « ouais , ouais » ni 'oa aet ga' ur ... « un canon de 75 sans recul » ahe 'oa bet 'ba 'r rujumant neuhe « ah ouais »

Lors : Set' 'oa seizh pé eizh ...

Robert : « français » « ah ouais »

Lors : ' N 'm okupiñ deus ur c'hanon

Robert : « Ouais » ar re all 'oa toud « des sénégalais » ahe « ouais » ... med ar re-he 'oa lod 'na graet an « Indochine » ha toud « hein »

Lors : A ya

Robert : « ah ouais » o yao ha lod na graet « Dien Bien Phu » heñ « oh ouais » ar re-he 'oa paotred naint ket aon « hein »

Lors : « Hein »

Robert : Ar re-he naint ket aon

Lors : Nann

Robert : « Oh la vache » a nann

Lors : Med ar re-se ' oa re zu

Robert : « ouais »

Lors : Toud nê

Robert : Med ar re-he 'oa aesoc'h re zu 'vid « les arabes hein »

Lors : A ya

Robert : « Oh ouais » minioc'h minioc'h « francs » 'oaint « hein »

Lors : Minioc'h « francs » ?

Robert : « Ah ouais »

Lors : a bon

Robert : « Ah ouais » a ya ar re-he ma vez tapet berr ar re-he teuï toud da zifenn 'c'hanout « hein » mes pas mond d'or vis dê eu ma rez vis dê diwall « hein... ah ouais ah ouais » ar re-se é dao tap' nê dous hag 'rer forz peta gate neuhe « ah ouais »

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais » o kalz memes 'raemp ul lizer dê da d'o g... da gas d'o wreg d'ar « Sénégal » ha toud

Lors : A ya

Robert : « ah ouais » 'vi'e lar't « tu m'fa... » ober 'rez ul lizher din da... da gas d'em wreg « ouais ouais »

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais »

Lors : Set ' te te peus bet skrivet dañ ... n'é ket

Robert : Nann pez lara-eñ me 'skriv koa

Lors : A ya ... da gas du-se

Robert : « Ouais » a ya da gas d'e wreg koa

Lors : D'e wreg ya

Robert : « Ah ouais »

Lors : Ha pugur ' ouie ket skriva' koa

Robert : Nann nann

Lors : A nann nann nann

Robert : « Ah ouais »

Lors : Ar re-mañ 'ouie ket skriva' nê

Robert : Lod deuc'houto nann ... nann nann « ah ouais » setu ar re-he 'baee ur baoc'h dit gou-ze koa

Lors : A ya

Robert : 'vi'e kaset d'ar « foyer » koa

Lors : A ya ar re-he 'eve alkol eu 'n « tirailleurs sénégalais » ahe

Robert : O lod ... lod 'raent ket med lod all 'rae 'ouie evañ 'vel ar re all « oh penses-tu »

Lors : A ya

Robert : Ar re 'oa 'ba 'n « indochine » ha partoud ahe « penses-tu oh ouais »

Lors : Ha peta 'oa d'evañ du-se 'ba 'n Aljeri

Robert : « Hein »

Lors : Peseurt boesonioù 'oa du-se

Robert : O kalez bier

Lors : Bier

Robert : « Oh ouais ah ouais »

Lors : Gwin 'oa ket

Robert : O nann an dra-he 'vi'e ket roet domp nann nann un tamm gwin 'oa da zibiñ ahe 'oa toud o med ...

Lors : Gwin ruz

Robert : « Ouais ouais ouais » o ya 'vi'e roet ur c'hard dit ahe

Lors : A ya ur picherad ...

Robert : « Ouais »

Lors : Ur c'hard litrad

Robert : « Ouais ouais ouais » ha pé vi'e kulotet ar c'hard 'vi'e vi'e gwelloc'h ar gwin mod all ha mod all an dra-he 'oa un tamm 'vel 'n « aluminium » 'vi'e blaz an « aluminium » gat' « ouais » pé vi'e komañset ar c'hard de vé du un tamm neuhe 'vi'e gwelloc'h ar gwin barzh

Lors : A aaaa a ya 'blam 'blam 'blam' vi'e kulot't

Robert : « Ouais » a ya

Lors : Med med du-se 'oa gwin ru sert...

Robert : O nann domp vi'e ket roet ... nann nann nann nann

Lors : A nann

Robert : O nann ... nann nann 'oa ket yao 'ba Oran 'vi'e... 'oa « du sénéclauze »

Lors : 'Ba pl'ec'h

Robert : 'Ba Oran 'oa « du sénéclauze » ahe gwin mad med domp vi'e ket roet da ...deus ar sort-se nann

Lors : A nann

Robert : « Petite qualité »

Lors : A ya matrese matrese matrese 'vize laket dour barzh eu

Robert : O ouian ket peta vi'e graet ...ooppff

Lors : Nann

Robert : Memes mod 'vel ar butun neuhe pakajoù ar re-he vi'e 'wechoù melladoù tammoù koad 'barzh eu ... an dra-he 'oa toud ...ppff ...butun

Lors : Boutonioù

Robert : Nann butun

Lors : A butun a ya

Robert : « Ah ouais ouais » hain' gros ahe melladoù tammoù koad 'barzh « penses-tu »

Lors : A ya a ya pakajoù gwer n'é ket

Robert : « ouais » ola ... o nann ahe mamp disket fumiñ koa

Lors : A ya 'raok 'pa ket graet

Robert : Opf 'wechoù pé yaemp d'ar bal vi'e kemer't ur pakad è med 'wechoù gou-ze 'jome 'ba 'r godell « penses-tu » 'vi'e ket fumet nann nann med ahe gou-ze 'mamp pugur v'ie roet domp mamp desket pfff « ah ouais »

Lors : War-lerc'h peus ket kontinuet da vutuniñ

Robert : « Ouais » yeo o yeo gast tregont ... tregont vlâ 'zo bennag 'm eus dihanet o gast !

 

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag e-keit e oas du-se e-barzh ... e-barzh an Aljeri ... bez e oa Bretoned all ...ganeoc'h

Robert : A « ouais » unan diouzh Fouesnant e oa ganin aze

Lors : Diouzh pelec'h

Robert : Fouesnan'

Lors : Fouesnan'

Robert : « Ouais »

Lors : Ya

Robert : « Ouais »

Lors : Hag eñ a gonte brezhoneg ganit

Robert : A n'eo ket ar memes brezhoneg

Lors : A nann

Robert : Nann nann neuze a gaozaemp galleg « hein »

Lors : A ya

Robert : « Ouais »

Lors : Re start e oa d'en em gompren koa !

Robert : « Ouais » o ya neuze e vezemp ... ha peogwir ni a oa ken nemet c'hwec'h pe seizh « français » ez aemp tout e-barzh ar rujumant e-barzh ar vatailhon « sénégalais » da vond ... setu e-giz-se ... « ah ouais »

Lors : A ne oa ken nemet seizh et eizh ...

Robert : « Ouais ... ouais » ni a oa aet gant ur ... « un canon de 75 sans recul » aze e oa bet e-barzh ar rujumant neuze « ah ouais »

Lors : Setu e oa seizh pe eizh

Robert : « Français » ... « ah ouais »

Lors : Oc'h en em okupiñ diouzh ur c'hanon

Robert : « Ouais » ar re all a oa tout « des sénégalais » aze « ouais » mes ar re-se e oa lod en doa graet an « Indochine » ha toud heñ

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais » o eo ha lod en doa grate « Dien Bien phu » heñ « ah ouais » ar re-se a oa paotred n'o doa ket aon heñ

Lors : Heñ

Robert : Ar re-se n'o doa ket aon

Lors : Nann

Robert : « O la vache » nann

Lors : Mes ar-se a oa re zu

Robert : « Ouais »

Lors : Tout anezho

Robert : Mes aze a oa aesoc'h re zu evid « les arabes » heñ

Lors : A ya

Robert : « O ouais » muioc'h ...muioc'h frañ e oant heñ

Lors : Muioc'h frañ

Robert : « Ah ouais »

Lors : A bon

Robert : « Ah ouais » a ya ma vez tapet berr ar re-se a deuio tout da zifenn ac'hanout heñ mes pas mond d'ober vis dezho ivez ... ma rez vis dezho, diwall heñ « ah ouais ah ouais » ar re-se eo dao tapout anezho dous hag e raer forzh petra ganto neuze « ah ouais »

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais » o kalz memes a raemp ul lizher dezho da ... d'o g ... da gas d'o wreg d'ar « Sénégal » ha tout

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais » e vije laret « tu m'f... » ober a rez ul lizher din da ... da gas d'em wreg « ouais ouais »

Lors : A ya

Robert : « Ah ouais »

Lors : Setu te ... te az peus bet skivet dezhañ ... n'eo ket

Robert : Nann ... ar pezh a lar-eñ ma a skriv koa !

Lors : A ya ... da gas du-se

Robert : « Ouais » a ya da gas d'e wreg koa

Lors : D'e wreg ya

Robert : « Ah ouais »

Lors : Ha peogwir ne ouie ket skrivañ koa

Robert : Nann nann

Lors : A nann nann nann

Robert : « Ah ouais »

Lors : Ar re-mañ na ouient ket skrivañ anezho

Robert : Lod diouto nann ... nann nann « ah ouais » setu ar re-se a baee ur bannac'h dit goude-se koa

Lors : A ya

Robert : E veze kaset d'ar « foyer » koa

Lors : A ya ar re-se a eve alkol ivez, an « tirailleurs sénégalais » aze ?

Robert : O lod ... lod na raent ket mes lod all a rae ...a ouie evañ evel ar re all « oh penses-tu »

Lors : A ya

Robert : Ar re a oa e-barzh an « Indochine » ha partoud aze « penses-tu oh ouais »

Lors : Ha petra e oa da evañ e-barzh an Aljeri

Robert : Heñ

Lors : Peseurt boesonioù a oa du-se ?

Robert : O kalz bier

Lors : Bier

Robert : « Oh ouais ah ouais »

Lors : Gwin ne oa ket

Robert : O nann an dra-se ne veze ket roet deomp nann nann un tamm gwin a oa da zebriñ aze e oa tout o mes ...

Lors : Gwin ruz

Robert : « Ouais ouais ouais » o ya e veze roet ur c'hard dit aze

Lors : A ya ur picherad

Robert : « Ouais »

Lors : Ur c'hard litrad

Robert : « Ouais ouais ouais » ha pa veze kulotet ar c'hard e veze ... e veze gwelloc'h ar gwin mod-all ha mod-all an dra-se e oa an tamm evel an « aluminium » e veze blaz an « aluminim » gantañ « ouais » pa veze komañset ar c'hard da vezañ du un tamm neuze e veze gwelloc'h ar gwin e-barzh

Lors : A a a a a a ya abalamour abalamour abalamour e veze kulotet

Robert : « Ouais » a ya

Lors : Mes mes du-se a oa gwin ruz sert....

Robert : O nann deomp ne veze ket roet nann nann nann nann

Lors : A nann

Robert : O nann nann nann ne oa ket eo '-barzh Oran e veze ... a oa « du sénéclauze »

Lors : E-barzh pelec'h

Robert : E-barzh Oran e oa « du sénéclauze » aze gwin mad mes deomp ne veze ket roet da ... diouzh ar seurt-se nann !

Lors : A nann !

Robert : « Petite qualité »

Lors : A ya marteze marteze marteze e veze lakaet dour e-barzh ivez

Robert : O ne ouian ket petra a veze graet oopppffff

Lors : Nann

Robert : Memes mod evel ar butun neuze pakadou ar re-se a veze a-wechoù melladoù tammou koad e-barzh ivez ... an dra-se a oa tout ... pppffff .... butun...

Lors : Boutonioù ?

Robert : Nann butun

Lors : A butun a ya

Robert : A « ouais ouais » hini gros aze melladoù tammou koad e-barzh ... « penses-tu »

Lors : A ya a ya pakadoù gwer ne oa ket

Robert : « Ouais » ola o nann aze hon doa desket fumiñ koa

Lors : A ya araok n'az poa ket graet

Robert : Ooppff a-wechoù pa'z aemp d'ar bal e veze kemeret ur pakad ivez mes a-wechoù goude-se a jome e-barzh ar godell « penses-tu », ne veze ket fumet nann nann mes aze goude-se hon doa ... peogwir e veze roet deomp hon doa desket pppfff « ah ouais »

Lors : War-lerc'h az peus kontinuet da vutuniñ ?

Robert : « Ouais » eo o eo gast ! tregont ... tregont vloaz a zo bennag am eus dihanet o gast !

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh