Sparlva Sant-Atanaz e Kemper : ur c’hlañvdi evel zo gleet.

Aozer : Anatole Ar Bras / Gwengolo 2020

Paotañ a reas ar savadurioù nevez tra ma veze brasaet ur c’halz eus ar re a oa dioute c’hoazh bep ma kreske an niver a dud sparlet a-hed an XIXvet kantved. Gwir keodedoù nevez an hini a ziflukas a-wechoù, sko ouzh ar c’hêrioù, evel e Kemper. Atanaz Follet, a vez sellet outañ evel tad an ensavadur, a voe kentañ rener ar sparlva-se. Dont a reas an doktor Irénée-Célestin Baume war e lerc’h e 1857. « Renerien-mezeien » a veze graet dioute, kement ha diskouez e oa liammet-strizh o c’hefridioù mezegel ha melestradurel. Rak un tisaver e ranke bezañ ur sparlvezeg a-zoare koulz hag ur pareour. Dindan renerezh an doktored Follet ha Baume eta en em ledas an ensavadur war degadoù a zevezhioù arat, kantadoù a weleoù ouzhpenn dezhañ, dreist holl pa voe savet ur rann nevez ennañ, hag a voe graet « karter Baume » dioutañ. Staliet e voe eno ur feurm-skouer a veze lakaet ar glañvidi war wellaat da labourat enni. Savet e voe ur c’hanndi, ur breserezh, keginoù nevez ennañ… Er mod-se ec’h ae an ensavadur war-zu an emvastañ, kement ha diskouez da Guzul meur an departamant e rae e seizh gwellañ evit skañvaat dispignoù servij departamant ar re klañv o bred. Trawalc’h e voe da sparlva Sant-Atanaz en em arbennikat war an dourgurañ (kibelladennoù ha strinkadennoù) evit bezañ brudet evel unan eus ar re vodernañ hag a dape pareañ, betek ur serten poent d’an nebeutañ, ul lodenn vat eus ar glañvidi. E gwirionez, evit ar pep brasañ eus ar sparlidi, ne veze kur all ebet estroc’h evit ar bac’hañ hag al labour dre ret, evel en holl sparlvaoù e Breizh.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anatole Ar Bras, « Sparlva Sant-Atanaz e Kemper : ur c’hlañvdi evel zo gleet. », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: http://www.bcd.bzh/becedia/br/sparlva-sant-atanaz-e-kemper-ur-c-hlanvdi-evel-zo-gleet

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité